varaz d’ézhan̄ : Aotrou, kâv-mâd éz ajenn da gen̄ta da liéna va zâd.
60. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Lez ar ré varô da liéna hô ré varô : hôgen té, kéa da brézégi rouan̄télez Doué.
61. Eunn all a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, mon̄d a rinn war da lerc’h ; hôgen kâv-mâd é reizfenn ar péz a zô em zî.
62. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Néb a laka hé zourn war ann arar, hag a zell war hé lerc’h, né két mâd évit rouan̄télez Doué.
1. Goudé-zé ann Aotrou a zilennaz daouzek ha tri-ugen̄d all ; hag é kasaz anézhô daou-ha-daou enn hé raok, enn holl geriou hag enn holl lec’hiou, é péré é tlié mon̄t.
2. Hag é lavaraz d’ézhô : Brâz eo ar médérez, hôgen dibaod eo ann ôbérourien. Pédid éta ann Aotrou eûz ar médérez, évit ma kasô ôbérourien enn hé védérez.
3. It : chétu é kasann ac’hanoc’h é-c’hiz ein é-touez ar bleizi.
4. Na zougit na sac’h, nag ézef, na boutou, ha na livirid dématîd da zén enn hen̄t.
5. É pé tî-bennâg m’az éot, livirit da gen̄ta : Ra vézô ar péoc’h enn tî- man̄ :
6. Ha mar d-eûz énô eur mab a béoc’h, hô péoc’h a iélô war-n-ézhan̄ : ha ma ne d-eûz két, é tistroiô war-n-hoc’h.
7. Choumid enn hévélep tî, ô tibri hag oc’h éva eûz ar péz a vézô enn-han̄ : râg ann ôbérer a zellez hé voéd. Na dréménit ket a zî é tî.
8. Hag é pé kéar-bennâg m’az éot, ha ma viot digéméret, dibrit ar péz a vézô digaset d’é-hoc’h.
9. Iac’hait ar ré glan̄v a vézô énô, ha livirid d’ézhô : Rouan̄télez Doué a zô deûet tôst d’é-hoc’h.
10. Hôgen m’az îd enn eur géar, é péhini na viot kéd digéméret, îd dré ar ruou, ha livirit :
11. Heja a réomp ouz-hoc’h ar poultr zô-kén eûz hô kéar, péhini a zô staged oud hon treid : koulskoudé, gwézit pénaoz é tôsta rouan̄télez Doué.
12. E-gwirionez é lavarann d’é-hoc’h pénaoz é vézô distaolet ken̄toc’h da Zodom enn deiz-zé éget d’ar géar-zé (G).
13. Gwâz d’îd, Korozaim, gwâz d’îd Betsaida ; râk ma vijé great é Tîr hag é Sidon ar vurzudou a zô bét gréad enn-hoc’h, pell-zô hô divijé gréat pinijen er sac’h-reûn hag el ludu.
14. Dré-zé é vézô distaolet ken̄toc’h da Dîr ha da Zidon, é deiz ar varn, égéd d’é-hoc’h ;
15. Ha té, Kafarnaom, pehini a zô bét savet bétég ann én̄v, bétég enn ifern é vézi diskaret.
16. Néb a zélaou ac’hanoc’h, a zélaou ac’hanoun : ha néb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanoun. Hôgen néb a zispriz ac’hanoun, a zispriz ann hini en deûz va c’haset.
17. Hôgen ann daouzék ha tri-ugen̄t a zistrôaz gan̄t laouénidigez, ô lavarout : Aotrou, ann diaoulou hô-unan a zouj ac’hanomp enn da hanô.
18. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Satan a wélenn ô kouéza eûz ann én̄v é-c’hîz eul luc’héden.
19. Chétu em eûz rôed d’é-hoc’h ar galloud da vac’ha ann aéred hag ar gruged, hag holl ners ann énébour : ha nétrâ na hellô hô kwalla.
20. Koulskoudé n’en em laouénait két dré ma zouj ac’hanoc’h ar spérédou. Hôgen en em laouénait dré m’az eo skrivet hoc’h hanôiou enn én̄vou.
21. Enn heur-zé Jézuz en em laouénaaz gan̄d ar Spéred-San̄tel, hag a lavaraz : Da drugarékaad a rann, va Zâd, Aotrou ann én̄v hag ann douar, dré ma éc’h eûz kuzed ann traou-zé oud ar ré fûr, hag oud ar ré boellek, ha dré ma ec’h eûz hô diskleriet d’ar ré vihan. Ia, va Zâd, dré ma’z eo bét plijet ann dra-zé gan-ez.
22. Pép trâ a zô bét lékéad étré va daouarn gan̄t va Zâd. Ha dén na oar pétrâ eo ar Mâb, néméd ann Tâd ; ha dén na oar pétrâ eo ann Tâd, néméd ar Mâb, hag ann hini da béhini é vézô fellet gan̄t ar Mâb hé ziskleria.