Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/456

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
454
aviel san̄tel jézuz-krist

fourn ; gan̄t péger brâz préder n’hô kwiskô-hén̄ két, tûd a nébeûd a feiz ?

29. Ha c’houi na glaskit két pétrâ a zebrot, na pétrâ a evot : ha na vézit két figuz.

30. Râg ann dudou holl a en̄klask kémen̄t-sé. Hogen hô tâd a oar pénaoz hoc’h eûz ézomm euz ann holl draou-zé.

31. Klaskit ’ta da gen̄ta rouan̄télez Doué hag hé wirionez, hag ann holl draou-zé a vézo rôed d’é-hoc’h ouc’h-penn.

32. N’hô pézet kéd a aoun, tropel bihan, râk hétet en deûz hô tâd rei d’é-hoc’h hé rouan̄télez.

33. Gwerzit kémen̄d hoc’h eûz, ha rôit-hén̄ d’ar béorien. Grîd évid-hoc’h sierigou péré na gôsaint két ; grîd eunn ten̄zor enn én̄v, péhini na vézô kéd difraramet ; eûz a béhini na dôstai kéd al laéroun, ha péhini na vézô két kriñet gan̄d ar préved.

34. Râg el léac’h ma éma hô ten̄zor, énô ivé é vézô hô kaloun.

35. Ra vézô gourizet hô kroazel, ha dougid enn ho taouarn kleûzeûriou béô.

36. Ha bézid hén̄vel oud ar ré a c’hortoz hô aotrou pa zistrôi euz ann eûreûd ; évit, pa zeûi, ha pa stôkô oud ann ôr, ma tigorin̄d d’ézhan̄ râk-tâl.

37. Euruz ar vévellou-zé, péré a vézô kaved dihun pa zeûi ann aotrou : é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, penaoz en em c’hourizô, ha pénaoz, goudé béza hô lékéad ouc’h taol, é tréménô, hag é servichô anézhô.

38. Ha mar teû d’ann eil dihun, ha mar teu d’ann trédé dihun, ha mar hô c’hâv ével-sé, euruz eo ar vévellou-zé.

39. Hôgen gwézit pénaoz ma oufé ar penn-tiégez pé da heur é tléfé don̄d al laer, é choumfé dihun hép-mâr, ha na lezfé ket toulla hé dî.

40. Ha c’houi bézid ivé reiz ; râk Mab ann dén a zeûi d’ann heur ha na ouzoc’h két.

41. Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha d’é-omp-ni eo é lévérez ar barabolen-zé, pé d’ann holl ?

42. Hag ann Aotrou a lavaraz d ézhan̄ : Piou eo, war da vénô, ann darnaouer léal ha poellek, péhini a zô bét lékéat gan̄d hé aotrou dreist hé holl dûd, évit ma rôi d’ézho enn amzer eur boézellad gwiniz ?

43. Euruz ar mével-zé, pa zeûi hé aotrou, mar béz kavet gan̄t-han̄ oc’h ôber ével-sé.

44. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz war hé holl vadou hel lakai da benn.

45. Ma lavar ar mével-zé enn-han̄ hé-unan : Va aotrou a zalé da zon̄t ; ha ma téraou skei gan̄d hé vévellou ha gan̄d hé vitisien, ha dibri, hag éva, ha mezvi :

46. Aotrou ar mével-zé a zeui d’ann deiz na c’hortozô két, ha d’ann heur na wézô két ; hag é rannô anézhan̄, hag é lakai eur gevren anézhan̄ gan̄d ann dûd disléal.

47. Ar mével péhini a anavez ioul hé aotrou, ha n’en dévézô két gréat hervez hé ioul, a vézô kannet kaer :

46. Hôgen ann hini péhini n’en dévézô kéd anavézet hé ioul, hag a zellez gwanérez, hen-nez a vézô kannet eunn nébeût. Kalz é vézô goulennet digan̄d ann hini da béhini é vézô rôet kalz, ha muioc’h c’hoaz a vézô goulennet digan̄d ann hini da béhini é vézô rôet muioc’h.

49. Deûed ounn da deûrel ann tân war ann douar ; ha pétrâ a c’hoan̄taann-mé nemét ma teûfé da énaoui ?

50. Badézet é tléann béza : ha pégémen̄t eo mall gan-én̄ é vé sévénet kémen̄t-sé ?

51. Ha c’houi a gred é venn deûed da gâs ar péoc’h war ann douar ? Nann, a livirinn d’é-hoc’h, hôgen deûed ounn da gâs ar rann.

52. Râk mar béz pemp dén enn eunn tî, é vézin̄t dizunvanet, trî ouc’h daou, ha daou ouc’h trî.

53. Ann tâd ouc’h hé vâb, hag ar mâb ouc’h hé dâd ; ar vamm ouc’h hé merc’h, hag ar verc’h ouc’h hé mamm, ar vamm-gaer ouc’h hé merc’h-kaer, hag ar verc’h-kaer oud hé mamm-gaer.

54. Lavaroud a réa ivé d’ar bobl : Pa wélit eur goabren ô sével eûz ar