c’hus-héol, é livirit râk-tâl : Don̄d a rai glaô ; hag é teû.
55. Ha pa c’houéz avel ar c’hresteiz, é livirit : Tomm é vézô ; hag é teu da véza tomm.
56. Pilpouzed, anaoud a ouzoc’h doaréou ann én̄v hag ann douar ; hôgen pénaoz na anavézit-hu két ann amzer-man̄.
57. Pénaoz na anavézit-hu kéd ac’hanoc’h hoc’h-unan (G) ar péz a zô gwirion ?
58. Hôgen p’az éz gan̄d da énébour dirâg ar penn-brô, laka évez d’en em zieûbi anézhan̄, gan̄d aoun na lakajé ac’hanod étré daouarn ar barner, n’az lakajé ar barner étré daouarn ar ministr, hag ar ministr er vâc’h.
59. Hel lavaroud a rann d’îd ; na zeûi két kuîd alesé, kén n’az pézô distaoled ann divéza gwennek.
1. Enn hévéleb amzer é teûaz hiniennou da lavaroud da Jézuz diwar-benn ar Galiléed, goâd péré en doa mesket Pilat gan̄d hô sakrifisou.
2. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a gred pénaoz ar C’haliléed-zé a zô ar brasa péc’herien eûz ann holl C’haliléed, dré ma hô deûz gouzan̄vet kémen̄t-sé ?
3. Nann, a lavarann d’é-hoc’h ; hôgen ma na rît pinijen, é varvod holl ével-t-hô.
4. Ha c’houi a gréd ivé pénaoz ann triouec’h dén war béré eo kouézet tour Siloé, ha gan̄d péhini in̄t bét lazet, a ioa brasoc’h dléourien da Zoué égéd ann holl dud a choumé é Jéruzalem ?
5. Nann, a lavarann d’é-hoc’h ; hôgen ma na rît pinijen, é varvod holl ével-t-hô.
6. Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ : Eunn dén en doa eur wézen fiez plan̄tet enn hé winien, hag é teûaz da glask frouez enn-hi, ha na gavaz két.
7. Hôgen lavaroud a réaz da labourer hé winien : Chétu trî bloaz zô aba ma teûann da glask frouez er wézen fiez-man̄, ha na gavann két : trouc’h-hi ’ta ; râk pérâg ivé é talc’h ann douar ?
8. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, lez-hi c’hoaz eur bloaz, évit ma toullinn war-drô, ha ma likinn teil.
9. Ha martézé é tougô frouez ; anéz pelloc’h é trouc’hi anézhi.
10. Hôgen Jézuz a gélenné er sinagog da zeiz ar sabbat.
11. Ha chétu é teûas eur vaouez, péhini a ioa en̄krézet gan̄d eur spéred hag a lékéa anézhi da véza klân̄ triouec’h bloaz a ioa, hag hî a ioa kroummet, enn hévelep doaré na hellé két selloud a-ûz d’ézhi.
12. Jézuz ô véza hé gwélet, hé galvaz, hag a lavaraz d’ézhi : Maouez, dieûbed oud eûz da c’hlén̄ved.
13. Hag é lékéaz hé zaouarn war-n-ézhi ; hag hî a oé eeunet râk-tâl, hag a veûlaz Doué.
14. Hôgen eur penn-sinagog péhini a ioa droug enn-han̄ ô véza ma iac’héé Jézuz é deiz ar sabbat, a lavaraz d’ar bobl : C’houéac’h dervez zô é péré é tléeur laboura, deûid éta enn deisiou-zé évit béza iac’héet, ha na zeûit ked é deiz ar sabbat.
15. Neûzé ann Aotrou a respoun̄taz hag a lavsraz : Pilpouzed, ha na zistag két pép-hini ac’hanoc’h é deiz ar sabbat hé éjenn pé hé azen, évid hé denna eûz ar c’hraou hag hé gas d’ann dour ?
16. Ha né oa két réd ivé, é deiz ar sabbat, dieûbi hou-man̄, péhini a zô merc’h da Abraham, ha péhini a ioa en̄krézet gan̄t Satan triouec’h bloaz a ioa ?
17. Ha pa lavaraz kémen̄t-sé, hé holl énébourien a rusiaz : hag ann holl bobl em em laouénaé oc’h hé wéloud oc’h ôber kémen̄d a draôu meûleûduz.
18. Lavaroud a réaz c’hoaz : Ouc’h pétrâ eo hén̄vel rouan̄télez Doué, pé ouc’h pétrâ éc’h hévélébékainn-mé anézhi ?
19. Hén̄vel eo oud eur c’hreûnen sézô a gémer eunn dén hag a laka enn hé liors. Kreski a ra, hag é teû