hag eo askavet. Hag en em lakaad a réjon̄d da ôber banvez.
25. Hôgen hé vap héna a ioa er park : ha pa zistrôaz ha pa dôstaaz ouc’h ann tî, é klevaz ar c’hân hag ar c’horol :
26. Hag é c’halvaz unan eûz ar vévellou ; hag é c’houlennaz pétrâ oa kémen̄t-sé.
27. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Da vreûr a zô deûet, ha da dâd en deûz lazed al leûé lard, ô véza ma ’z eo distrôet iac’h.
28. War gémen̄t-sé ê savaz droug enn-han̄ ha na fellé kéd d’ézhan̄ mon̄d ébarz. Hôgen hé dad ô véza éad er-méaz, en em lékéaz d’hé bidi.
29. Hag hé-man̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’hé dâd : Chétu meûr a vloaz zô aba émounn dindân da c’hourc’hémennou, ha biskoaz n’ounn tréménet dreist hini anézhô : ha biskoaz n’éc’h euz rôed eur c’havrik d’in, évid ôber banvez gan̄t va miñouned.
30. Hôgen kerken̄t ha ma eo deûed ar mâb-man̄ d’îd, péhini en deûz debret hé zanvez gan̄t merc’hed, éc’h eûz lazed évit-han̄ al leûé lard.
31. Hag ann tâd a lavaraz d’ézhan̄ : Va mab, té a zô bépréd gan-én̄, ha kémen̄d em euz a zô d’îd :
32. Hôgen réd é oa ôber banvez hag en em laouénaat, râg ar breûr-man̄ d’îd a ioa marô, hag eo asbévet : dian̄ked é oa hag eo askavet.
1. Jezuz a lavaraz ivé d’hé ziskibled : Eunn dén pinvidik en doa eur mérer : hag hé-man̄ a oé tamalled dira-z-han̄ da véza trézet hé vadou.
2. Hag hén̄ a c’halvaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a glevann-mé diwar da benn ? Daskor koun̄t d’in eûz da vérérez ; râg hiviziken na helli mui méra va madou.
3. Hôgen ar mérer a lavaraz enn-han̄ hé-unan : Pétrâ a rinn-mé, pa lamm va aotrou mérérez hé vadou digan-én ? Na hellfenn ket laboura ann douar, ha rusia a rafenn ô korka.
4. Gouzoud a rann pétrâ a rinn, évit, pa vézô lamet ar mérérez digan-én, ma tigémérin̄d ac’hanoun enn hô ziez.
5. O véza éta galvet kémen̄d hini a dlié d’hé aotrou, e lavaraz d’ar c’hen̄ta : Pégémen̄d a dléez-té d’am aotrou ?
6. Hag hén̄ a lavaraz : Kan̄t barazik éôl. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer da zléad, azez azé, ha skrîv hanter-kan̄t.
7. Da eunn all é lavaraz : Ha té, pégémen̄t é tléez-té ? Hag hé-man̄ a lavaraz : Kan̄t feûr gwiniz. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer da skrîd, ha skrîv pevar-ugen̄t.
8. Hag ann aotrou a veûlaz ar mérer disleal-zé, dré m’en doa méret gan̄t furnez : râk bugalé ar béd-man̄ a zô furoc’h enn hô gwenn égét bugalé ar goulou.
9. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Grît miñouned d’é-hoc’h gan̄d ar madou disléal, évit, pa zeûod da gouéza, ma tigémérin̄d ac’hanoc’h enn teltou hîr-baduz.
10. Néb a zô léal enn traou dister, a zô léal enn traou brâz : ha néb a zô disléal enn traou dister, a zô disléal enn traou brâz.
11. Ma n’hoc’h két bét éta léal er madou disléal, piou a fisiô enn-hoc’h ar madou gwirion ?
12. Ha ma n’hoc’h két bét léal er madou a-ziavéaz, piou a rôi d’é-hoc’h ar péz a zô d’é-hoc’h ?
13. Dén é-béd na hell servicha daou aotrou : râk pé é kasaô unan, hag é karô égilé ; pé en em stagô oud unan, hag é faéo égilé. Na hellit két servicha Doué hag ar madou (G).
14. Hôgen ar Farizianed, péré a ioa tûd pîz, a glevé kémen̄t-sé, hag a réa goab anézhan̄.
15. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Évid-hoc’h-hu en em ziskouézit gwirion dirâg ann dûd. Doué a anavez hô kalounou : râg ar péz a zô huel war ménoz ann dûd a zô eunn dra argarzuz dirâk Doué.
16. Al lézen hag ar Broféded a zô bét bété Iann : adaleg ann amzer-zé rouan̄télez Doué a zô bét prézéget ; ha pép-hini a laka hé strîv évit mon̄d enn-hi.