ivé, p’hô pézô gréat kémen̄d a zô gourc’hémennet d’é-hoc’h, livirit : Mévellou didalvez omp : kémen̄d hor boa da ôber, hon eûz gréat.
11. Eunn deiz pa ’z éa da Jéruzalem, é tréméné Jézuz dré greiz Samari hag ar Galiléa.
12. Ha pa ’z éa ébarz eur vourc’h, é oé diarbennet gan̄t dék dén lovr,
13. Hag ô sével hô mouéz, a lavaré : Mestr, ar péz truez ouz-omp.
14. Pa wélaz anézhô, é lavaraz : Id, hag en em ziskouézid d’ar véleien. Ha pa ’z éjon̄t, é oen̄t iac’héet.
15. Hôgen unan anézhô, ô wélout pénaoz é oa paré, a zistrôaz war hé c’hîz, hag a veûlaz Doué gan̄d enr vouéz gré.
16. Hag en em daolaz oud hé dreid, oc’h hé drugarékaat : hag hé-man̄ a ioa eur Samaritan.
17. Neûzé Jézuz a lavaraz : Ha né d-eo két bét iac’héet ann dég holl ? Péléac’h éma ann naô all ?
18. N’eûz két bét kaved hini a gémen̄t a vé distrôet, hag en défé meûlet Doué, néméd ann diavésiad-man̄.
19. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa, da feiz en deûz da iac’héet.
20. Ar Farizianed ô véza goulenned digan̄t-han̄ peûr é teûjé rouan̄télez Doué, é respoun̄taz d’ézhô ô lavarout : Rouan̄télez Doué na zeûi két enn eunn doaré arwézuz.
21. Ha na vézô két lavaret : Éma aman̄, pé éma azé. Râk chétu éma rouan̄télez Doué enn hô kreiz.
22. Neûzé é lavaraz d’hé ziskibled : Don̄d a rai eunn amzer é péhini hô pézô c’hoan̄t da wéloud unan eûz a zeisiou Mâb ann dén, ha n’hen gwélot két.
23. Hag hî a lavarô d’é-hoc’h : Éma aman̄, pé éma ahon̄t. N’az ît kéd dî, ha na heuḻit kéd anézhô.
24. Râg é-c’hîz ma teû eul luc’héden da lugerni eûz a eur penn d’ar penn all eûz ann én̄v ; ével-sé é teûi Mâb ann dén enn hé zeiz.
25. Hôgen araok neûzé eo réd d’ézhan̄ gouzan̄vi kalz ha béza distaolet gan̄d ar wenn-man̄.
26. Hag é-c’hîz ma eo c’hoarvézet é deisiou Noé, ével-sé é c’hoarvézô da zeisiou Mâb ann dén.
27. Ann dûd a zebré hag a évé ; dimizi a réan̄t hag é réan̄t dimiziou bétég ann deiz m’az éaz Noé enn arc’h : hag al livaden a zeûaz, hag a gasaz ann holl gan̄t-hi.
28. Hag é-c’hîz ma c’hoarvézaz ivé é deisiou Lot : ann dûd a zebré hag a évé, a bréné hag a werzé, a blan̄té hag a zavé tiez :
29. Hôgen enn deiz m’az éaz Lot er-méaz eûz a Zodoma, é c’hlaôiaz tân ha soufr eûz ann én̄v, hag a gasaz ann holl gan̄t-hô.
30. Ével-sé é c’hoarvézô ivé pa en em ziskouézô Mâb ann dén.
31. Eun heur-zé, néb a vézô war hé dôen, hag hé listri enn tî, na ziskennet két évid hô c’hémérout ; ha néb a vézô er park, na zistrôet kéd ivé war hé c’hîz.
32. Hô pézet koun eûz a c’hrég Lot.
33. Piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, he c’hollô : ha piou-bennâg hé c’hollô a zavétéô anézhi.
34. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz enn nôz-zé, eûz a zaou a vézô enn eur gwélé, unan a vézô kéméret, hag égilé a vézô lézet :
35. Eûz a ziou a vézô ô vala kévret, unan a vézô kéméret, hag ébén a vézô lézet. Eûz a zaou a vézô enn eur park, unan a vézô kéméret, hag égilé a vézô lézet.
36. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : É péléac’h, Aotrou ?
37. Hag hén̄ a lavaasz d’ézhô : É pé1éac’h-bennâg ma vézô ar c’horf, énô en em strollô ann éred.
1. Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ d’ézhô, évid diskouéza pénaoz eo réd pidi bépréd, hag héb éhana,
2. O lavarout : Béz’ éz oa eur barner enn eur géar, ha na zoujé kéd Doué, ha n’en doa aoun é-bed râg ann dûd.