é oa eûz a zalc’h Hérodez, é kasaz anézhan̄ da Hérodez, péhini a ioa ivé é Jéruzalem enn deisiou-zé.
8. Laouen-brâz é oé Hérodez ô wélout Jézuz : râk pell a ioa en doa c’hoan̄t d’hé wélout, ô véza m’en doa klevet kalz traou diwar hé benn, hag é c’hortozé gwélout eur burzud-bennâg diout-han̄.
9. Meur a c’houlenn a réaz ’ta out-han̄. Hôgen Jézuz na respoun̄taz nétrâ d’ézhan̄.
10. Hôgen Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed a joumé énô, hag a damallé anézhan̄ gan̄t frouden.
11. Koulskoudé Hérodez, gan̄d hé armé a zisprizé anézhan̄ : hag évid ôber goab anézhan̄ é lékéaz d’ézhan̄ eur zaé wenn, hag hé gasaz adarré da Bilat.
12. Hag enn deiz-zé Hérodez ha Pilat a zeûaz da véza miñouned ; râg a-raok é oan̄t énébourien.
13. Hôgen Pilat ô véza strollet prin̄sed ar véleien, pennou ar vrô, hag ar bobl,
14. A lavaraz d’ézhô : Digased hoc’h eûz ann dén-zé d’in é-c’hîz ma en défé lékéad ar bobl da zispac’ha ; ha chétu mé goudé béza gréat goulennou out-han̄ dira-z-hôc’h, na gavann abek é-béd enn dén̄-zé, eûz a gémen̄d a damallid d’ézhan̄.
15. Hérodez ken-nébeût : râg hô kased em eûz dira-z-han̄, ha chétu n’en deûz kaved enn-han̄ nétrâ a gémen̄d a zellézé ar marô.
16. Mon̄d a rann éta d’hé gâs-kuît, goudé ma vézô bét kastizet.
17. Hôgen réd é oa d’ézhan̄ leûskel unan d’ézhô é deiz ar goél.
18. Ann holl bobl a griaz kévret, ô lavarout : Kâs hé-man̄ kuît, ha laosk d’é-omp Barabbaz.
19. Hen-nez a oa bét lékéad er prizoun enn abek da eunn dispac’h a ioa bét é kéar, hag évit béza lazet eunn dén.
20. Hôgen Pilat a gomzaz c’hoaz out-hô, gan̄d ar c’hoan̄t en doa da leûskel Jézuz.
21. Hag hî a griaz kré, ô lavarout : Stâg-hén̄, stâg-hén̄ ouc’h ar groaz.
22. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô évid ann trédé gwéach : Pé zroug éta en deûz-hén̄ gréat ? Na gavann nétrâ enn-han̄ a gémen̄d a zellez ar maro : lakaad a rinn éta hé gastiza, hag é laoskinn anézhan̄.
23. Hôgen hî a c’houlenné héb-éhan ha gan̄t kriou kré ma vijé staged ouc’h ar groaz : hag hô c’hriou a oé tréac’h.
24. Ha Pilat a varnaz ôber é-c’hîz ma c’houlennen̄t.
25. Leûskel a réaz éta d’ézhô ann hini a c’houlennen̄t, péhini a ioa bét lékéad er prizoun dré ann abek m’en doa lazet ha ma oa en em zispac’het ; hag é tilézaz Jézuz enn hô ioul.
26. Pa gaschon̄t anézhan̄, é kémerchon̄t eunn dén eûz a Ziren, hanvet Simon, péhini a zeûé eûz hé vaner : hag é lékéjon̄d anézhan̄ da zougen ar groaz war lerc’h Jézuz.
27. Don̄d a réa war hé lerc’h eul lôd brâz a bobl, hag a verc’hed, péré a geiné hag a wélé diwar hé benn.
28. Hôgen Jézuz, ô véza distroet out-hô, a lavaraz : Merc’hed Jéruzalem, na wélit két diwar va fenn, hôgen gwélit diwar hô penn hoc’h-unan, ha diwar benn hô pugalé.
29. Râk chétu e teûi enn amzer, é péhini é vézô lavaret : Euruz ar ré vréc’han̄, hag ar chôvou n’hô deûz két ganet, hag ann divron n’hô deûz két maget.
30. Neûzé é téraouin̄t lavarout d’ar ménésiou : Kouézit war-n-omp ; ha d’ar c’hréc’hennou : Gôlôit ac’hanomp.
31. Râk mar gréon̄t ével-sé d’ar c’hoad glâz, pétrâ a rain̄d-hî d’ar c’hoad séac’h ?
32. Kâs a réad ivé gan̄t-han̄ daou zén all, péré a ioa daou waller, évid hô lakaad da vervel.
33. Ha pa oen̄d deûed el léac’h hanvet Kalvar, é stagchon̄t Jézuz oud ar groaz ; hag ann daou laer, unan a zéou, hag égilé a gleiz.
34. Hôgen Jézuz a lavaraz : Va Zâd, distaol d’ézhô ; râk na ouzon̄t ket pétrâ a réon̄t. Neûzé é rannjon̄d hé ziḻad étré-z-ho oc’h hô deûrel d’ar sort.
35. Hag ar bobl en em zalc’hé énô, hag a zelle out-han̄ ; hag ar Sénatored