kerkouls hag hî, a réa goab anézhan̄, ô lavarout : Ar ré all en deûz savéteet, r’en em zavétai hé-unan, mar d-eo ar C’hrist, ann dilennet gan̄d Doué.
36. Ar zoudarded hô-unan a réa goab anézhan̄, a dôstéé out-han̄, hag a ginnigé d’ézhan gwîn-egr,
37. O lavarout : Mar d-oud roué ar Iuzevien, en em zavété.
38. Lékéad é oé a-ziouc’h hé benn eur skrid, gan̄t lizerennou Grégach, ha Latin, hag Hébrach : Hé-man̄ eo roué ar Iuzevien.
39. Hôgen unan eûz al laéroun a ioa staged oud ar groaz gan̄t-han̄, a gomzé outhan̄, ô lavarout : Mar d-oud ar C’hrist, en em zavété da-unan, ha nî gan-éz.
40. Hôgen égilé ô krôza anézhan̄, a lavaraz : Ha té na zoujez-té kéd Doué, ô véza ma oud barnet d’ann hévélep poan ?
41. Ha nî a zô barnet gan̄t gwîr ; râk diouc’h hon ôberiou eo bét gréad d’é-omp : hôgen hé-man̄ n’en deûz gréat droug é-bed.
42. Hag é lavaraz da Jézuz : Aotrou, az pez koun ac’hanoun, pa vézi éad enn da rouan̄télez.
43. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, hirrô é vézi gan-én̄ er baradoz.
44. Édo neûzé war-drô ar c’houec’hved heur, ha bétég ann naved heur é oé gôlôed ann douar holl a dévalien.
45. Ann héol a dévalaaz ha gwél ann templ a rogaz dré greiz.
46. Ha Jézuz ô c’harmi gan̄d eur vouéz kré, a lavaraz : Va Zâd, étré da zaouarn é lakaann va éné. Hag ô lavarout kémen̄t-sé, é varvaz.
47. Hôgen ar C’han̄téner ô wélout pétrâ a oa c’hoarvézet, a veûlaz Doué, ô lavarout : Évit-gwîr ann dén-ze a ioa eunn dén gwirion.
48. Hag ann holl dud, péré a ioa énô, hag a wélé kémen̄t-se a iéa-kuît ô skei war boull hô c’haloun.
49. Hôgen ar ré holl a anavézé anézhan̄, hag ar merc’hed a ioa deûed war hé lerc’h euz a C’haliléa, a zellé a bell.
50. Ha chétu eunn dén hanvet Jozef, péhini a oa Dékurion, dén mad ha gwirion,
51. Péhini n’en doa kéd aotréet nag ali nag oberiou ar ré all, péhini a oa eûz a Arimatéa, kéar eûz a Judéa, péhini a c’hortozé ivé rouan̄télez Doué ;
52. Hen-nez a iéaz da gavout Pilat, hag a c’houlennaz korf Jézuz.
53. Hag ô véza hé ziskennet d’ann douar, é lekéaz eul liénen war hé drô, hag é lékéaz anézhan̄ enn eur béz a oa bét toulled er roc’h, é péhini né ioa bét c’hoaz lékéad dén é-béd.
54. Ann deiz-zé a ioa ar gousper, hag ar sabbat a ioa nes.
55. Hôgen ar merc’hed péré a ioa deûed da heûl Jézuz adaleg Galiléa, a iéaz war-lerc’h, a zellaz oud ar béz, ha pénaoz é oa bét lékéad ar c’horf ébarz ;
56. Hag ô véza distroet ac’hanô éc’h aozchon̄t louzou-c’houés-vâd ha tréatou : hag éc’h éhanjon̄t da zeiz ar sabbat hervez ar gourc’hémenn.
1. Hôgen ar c’hen̄ta deiz eûz ar zizun é teûjon̄d d’ar béz mintin mâd, hag é tougchon̄t al louzou-c’houes-vâd hô doa aozet :
2. Hag é kavchon̄t é oa bét ruḻet ar méan a zirâg ar béz.
3. Hag ô véza-hî éad ébarz, na gavchon̄t két korf ann Aotrou Jézuz.
4. Ha pa édon̄t saouzanet gan̄t kémen̄t-sé, chétu daou zén en em ziskouézaz d’ézhô gan̄t saéou lugernuz.
5. Hag ével m’hô doa-hî aoun, ha ma soublen̄t hô fennou war zû ann douar, ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâg é klaskit-hu ann hini a zô béd é-touez ar ré varô ?
6. N’éma kéd aman̄, hôgen saved eo a varô da véô : én̄vorit é pé zoaré en deûz komzed ouz-hoc’h, pa édo c’hoaz é Galiléa,
7. O lavarout : Réd eo da Vâb ann dén béza lékéad étré daouarn ar béc’herien, béza staged ouc’h ar groaz, hag ann trédé deiz sével a varô da véô.