hag a lavaraz d’ézhô : Ra vézô ar péoc’h gan-é-hoc’h ; mé eo, n’hô pézet kéd a aoun.
37. Hôgen hî a oé saouzanet ha spoun̄tet, hag a grédé pénaoz é wélen̄t eur spéred.
38. Ha Jézus a lavaraz d’ézhô : Pérâg oc’h-hu saouzanet, ha pérâg é sav kémen̄d a vénosiou enn hô kalounou ?
39. Sellid ouc’h va daouarn, hag ouc’h va zreid, hag é wélod eo mé : dournatit ha gwélit ; eur spéred n’en deûz kéd a gîk nag a eskern, é-c’hîz ma wélit em eûz.
40. Ha goudé béza lavaret kémen̄t-sé, é tiskouezaz d’ézhô hé zaouarn hag hé dreid.
41. Hôgen ô véza na gréden̄t két c’hoaz, gan̄d al laouénidigez hag ar souez braz hô doa, é lavaraz : Ha bez’ hoc’h eûz-hu aman̄ eunn dra-bennâg da zibri ?
42. Hag hî a rôaz d’ézhan̄ eunn tamm pésk rôstet, hag eunn diren-vél.
43. Ha goudé béza debret dira-z-hô, é kéméraz ann dilerc’h hag hé rôaz d’ézho :
44. Hag é lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ em eûz lavared d’é-hoc’h pa édounn c’hoaz gan-é-hoc’h, pénaoz é oa réd ma vijé sévénet kémen̄d a zô bét skrivet é lézen Moizez, gan̄d ar Broféded, hag er Salmou.
45. Neûzé e tigoraz hô spéred évit ma poelchen̄t ar Skrituriou.
46. Hag é lavaraz d’ézhô : Ével-sé é oa skrivet, hag ével-sé é oa réd é c’houzan̄vché ar C’hrist, hag é savché a varô da véô ann trédé deiz.
47. Ha ma vijé prézéget enn hé hanô ar binijen hag ann distol eûz ar péc’héjou é-touez ann holl boblou, ô téraoui dré Jéruzalem.
48. Hôgen c’houi a zô tést eûz a gémen̄t-man̄.
49. Ha mé a gasô enn-hoc’h ann hini a zô bét diouganed d’é-hoc’h a berz va Zâd : hôgen c’houi choumid é kéar, kén na viot gwisket gan̄d ann ners eûz ann néac’h.
50. Neûzé é kasaz anézhô er-méaz étrézé Bétania ; hag ô véza saved hé zaouarn, é bennigaz anézhô.
51. Ha pa vennigé anézhô, é pellaaz diout-hô, hag é piñaz enn én̄v.
52. Hag hî goudé béza hé azeûlet, a zistrôaz da Jéruzalem laouen-brâz.
53. Ha bépréd édon̄t enn templ ô veûli hag ô trugarékaat Doué. Amen.