c’haz két : hag ec’h an̄savaz : Né két mé eo ar C’hrist.
21. Hag hî a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Piou ’ta ? Hag Éliaz oud-dé ? Hag hén̄ a lavaraz : N’ounn két. Ha Profed oud-dé ? Hag hén̄ a respoun̄taz : Nann :
22. Lavaroud a réjon̄d éta d’ézhan̄ : Piou oud, évit ma respoun̄timp d’ar ré hô deûz hor c’haset ? Pétrâ a lévérez ac’hanod da-unan ?
23. Hag hén̄ a lavaraz : Mé eo mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : Grît ma vézô éeun hen̄d ann Aotrou, ével ma en deûz lavaret ar Profed Izaiaz.
24. Hôgen ar ré a ioa bét kased d’ézhan̄ a oa Farizianed.
25. Eur goulenn all a réjon̄d out-han̄, ô lavarout : Pérâg éta e vadézez-té, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Éliaz, nag eur Profed ?
26. Iann a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Mé a vadez enn dour : hôgen bez’ éz eûz unan enn hô touez, ha na anavézit két :
27. Hen-nez eo a dlé don̄t war va lerc’h, hag a zô bét lékéad em raok : ha na zellézann két diéréa liamm hé voutou.
28. Kémen̄t-man̄ a c’hoarvézaz é Bétania enn tû all d’ar Jourdan, é péléac’h é badézé Iann.
29. An̄trônôz Iann a wélaz Jézuz péhini a zeûé d’hé gavout, hag é lavaraz : Chétu Oan Doué, chétu ann hini a lam péc’héjou ar béd.
30. Hen-nez eo, diwar-benn péhini em eûz bét lavaret : Don̄d a ra war va lerc’h eunn dén, péhini a zô bét lékéad em raok ; râg em raog é oa.
31. Ha mé na anavézenn kéd anézhan̄ ; hôgen deûed ounn da vadezi enn dour, évid hé rei da anaout enn Israel.
32. Ha Iann a rôaz ann desténi-man̄, ô lavarout : Gwéled em eûz ar Spéred ô tiskenni eûz ann én̄v é doaré eur goulm, hag eo choumet war-n-ézhan̄.
33. Ha mé na anavézenn kéd anézhan̄ ; hôgen ann hini en deûz va c’hased da vadézi enn dour, en deûz lavared d’in : Ann hini war béhini é wéli ar Spéred ô tiskenni, hag ô choum war-n-ézhan̄, hen-nez eo a vadez er Spéred-San̄tel.
34. Ha mé em eûz gwélet ; hag em eûz rôet testéni pénaoz eo hé-man̄ Mab Doué.
35. An̄trônôz Iann a ioa c’hoaz énô, gan̄d daou eûz hé ziskibled.
36. Hag ô sellout ouc’h Jézuz péhini a valéé, é lavaraz : Chétu Oan Doué.
37. Ann daou ziskibl-zé ô véza hé glevet ô komza ével-sé, a iéaz war lerc’h Jézuz.
38. Jézuz ô véza troed hé benn, hag ô wélout pénaoz é teûen̄d war hé lerc’h, a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a glaskit-hu ? Ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Rabbi (da lavaroud eo, Mestr), péléac’h é choumez ?
39. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Deûit ha gwélit. Don̄t a réjon̄t hag é choumjon̄t gan̄t-han̄ ann deiz-zé ; râk war-drô ann dékved heur é oa.
40. An̄dré breûr Simon-Per a ioa unan eûz ann daou hô doa klevet Iann, hag a ioa éat war lerc’h Jézuz.
41. Hé-man̄ a gavaz da gen̄ta hé vreûr Simon, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kaved hon euz ar Mési (da lavaroud eo ar C’hrist).
42. Hag é kasaz anézhan̄ da Jézuz. Hôgen Jézuz ô véza selled out-han̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Té eo Simon mâb Jona : Kéfaz é vézi hanvet, da lavaroud eo Méan.
43. An̄trônôz Jézuz a fellaz d’ézhan̄ mon̄d da C’haliléa, hag a gavaz Filip. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz war va lerc’h.
44. Hôgen Filip a ioa eûz a Vetsaida, kéar An̄dré ha Per.
45. Ha Filip ô véza kavet Natanael, a lavaraz d’ézhan̄ : Kaved hon eûz ann hini diwar-benn péhini hô deûz skrivet Moizez hag ar Brôféded ; kaved hon eûz Jézuz a Nazaret mâb Jozef.
46. Ha Natanael a lavaraz d’ézhan̄ : Hag eûz a Nazaret é hell don̄d eunn dra-bennâg a vâd ? Filip a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz ha gwél.
47. Jézuz ô wélout Natanael ô ton̄d d’hé gavout, a lavaraz anézhan̄ : Chétu eur gwir Israélit, é péhini n’eûz kéd a drôidel.