aner em eûz dislébéret va ners ; râk-sé va barn a zô gan̄d ann Aotrou, ha gôbr va labour gan̄t va Doué.
5. Ha bréma é lavar ann Aotrou, péhini en deûz va doaréet adalek kôv va mamm da zervicher d’ézhan̄, évit ma tigasinn Jakob a-névez étrézég enn-han̄, ha pétrâ-bennâg n’en em unan két Israel gan̄t-han̄, mé a vézô meûlet dirâg ann Aotrou, ha va Doué a zeûi da véza va ners.
6. Hag hén̄ a lavaraz : Nébeûd eo é vijez da zervicher d’in évit lakaad da zével breûriézou Jakob, hag évit lakaad da zistrei ouz-in dilerc’hiou Israel. Chétu é rôann ac’hanod da c’houlou d’ar brôadou, évit ma vézi va silvidigez bété pennou ann douar.
7. Ével-henn é lavar ann Aotrou, daspréner Israel, hag hé zen̄t, oud ann éné disprizet, out sklâv ann drec’herien : Ar rouéed a wélô, hag ar brin̄sed a zavô, hag hî a stouô enn abek d’ann Aotrou, péhini a zô bét féal, ha da zan̄t Israel, péhini en deûz da zilennet.
8. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Enn amzer vâd em eûz klévet ouz-id, hag é deiz ar zilvidigez em eûz da gen-nerzet ; da viret em eûz, hag em eûz da rôet da gévrédigez d’ar bobl, évit ma savchez ann douar, ha m’ez pijé ann digwésiou skiñet.
9. Évit ma lavarchez d’ar ré a oa er vâc’h : Id er-méaz ; ha d’ar ré a oa enn amc’houlou : Bézit goulaouet. War ann hen̄chou é peûrin̄t, hag enn holl gompézennou é vézô hô feûrvan.
10. N’hô dévézô két naoun, n’hô dévézô két séc’hed, hag ar c’hrouéz hag ann héol na gouézô két war-n-ézhô : râg ann hini en deûz truez out-hô hô rénô, hag hô c’hasô da éva é feun̄teûniou ann douréier.
11. Ha mé a lakai va holl vénésiou enn hen̄t, ha va raven̄chou a vézô uc’héléet.
12. Chétu hî a zeûi a bell ; lôd euz ann han̄tez-nôz, lôd eûz ar c’hûs-héol, ha lôd all eûz ar c’hrésteiz.
13. Kanit, én̄vou, trid, douar, meûlit, ménésiou ; râg ann Aotrou en deuz fréalzet hé bobl, truez en deûz bét oud hé béorien.
14. Ha Sion é deuz lavaret : Ann Aotrou en deûz va dilézet, ann Aotrou en deûz va an̄kounac’héet.
15. Hag eur c’hrég a hell an̄kounac’haad hé bugel ; hag hî n’é dévézô két a druez out mâb hé c’hôv ? Ha pa zeûfé-hî d’hé an̄kounac’haat, na an̄kounac’hainn két ac’hanod.
16. Chétu em euz da skrivet em dourn : da vuriou a zô bépréd dira-z-oun.
17. Ar ré a dlé da zével a-névez a zô deûet ; ar ré a zispenné, hag a skiñé ac’hanod, a zô éat er-méaz ac’hanod.
18. Saô da zaoulagad enn-drô d’id, ha gwél ; ar ré-zé holl en em stroll, hag a zeû d’az kavout : Evel ma ounn béô, émé ann Aotrou, é wiski ar ré-man̄ holl ével eur zaé, hag é likii anézhô war da drô ével eur c’hrég.
19. Râk da lec’hiou didûd, da lec’hiou distrô, ha da zouar gwastet a vézô ré en̄k évid ar ré a choumô enn-hô ; hag ar ré a loun̄ké ac’hanod a déc’hô pell.
20. Bugalé da heskder a lavarô c’hoaz oud da ziskouarn : En̄k eo al léac’h-man̄ d’in ; grâ eul léac’h éc’hon d’in ma chouminn enn-han̄.
21. Ha té a lavarô enn da galoun : Piou en deûz ganet ar ré-man̄ d’in, ha mé hesk, ha na c’hanenn két, ha mé divrôet, ha sklâv ? Piou en deûz maget ar ré-man, ha mé dilézet ha va-unan ; a béléac’h in̄t-hi deûet ?
22. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu éc’h astenninn va dourn d’ar brôadou, hag é savinn va arouéz dirâg ar boblou ; hag hî a zigasô da vipien étré hô divrec’h, hag a zougô da verc’hed war hô diskoaz.
23. Ar rouéed a vézô da vagérien d’id, hag ar rouanézed da vagérézed d’id ; hî a azeûlô ac’hanod ô lakaad hô génou oud ann douar, hag a lipô poultr da dreid. Ha té a wézô pénaoz éo mé ann Aotrou, ha pénaoz ar ré a laka hô géd enn-oun na vézin̄t két mézékéet.
24. Ha béz’ é helleur tenna hé breiz dioud eunn dén kré, pé dieubi hé sklâv dioud eunn dén galloudek ?
25. Hôgen ével-henn é lavar ann Aotrou : Ar ré a oa bét preizet gan̄d