d’in, hôgen d’ann hini en deûz va c’haset.
17. Mar fell da unan-bennâg ôber ioul Doué, éc’h anavézô mar teû va c’hélénnadurez diout-han̄, pé mar komzann ac’hanoun va-unan.
18. Néb a gomz anézhan̄ hé-unan a glask hé c’hloar hé-unan : hôgen néb a glask gloar ann hini en deûz hé gaset, hen-nez a zô gwirion, ha n’eûz kéd a c’haou enn-han̄.
19. Ha n’en deûz két Moizez rôed al lézen d’é-hoc’h ; hag hini ac’hanoc’h na vîr al lézen ?
20. Pérâg é likit-hu hô poell d’am laza ? Ar bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Ann diaoul a zô gan-éz ; piou a laka hé boell d’az laza ?
21. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eunn ôber em eûz gréat, hag holl oc’h souézet-brâz.
22. Koulskoudé Moizez en deûz rôed d’é-hoc’h ann trô-drouc’h : (né kéd é teûfé eûz a Voizez, hôgen eûz ann tadou) hag é trô-drouc’hid ann dén da zeiz ar sabbat.
23. Mar tigémer eunn dén ann trô-drouc’h da zeiz ar sabbat, hép terri lézen Moizez, pérâg é sav droug enn-hoc’h ô véza ma em eûz iac’héet eunn dén penn-da-benn é deiz ar sabbat ?
24. Na varnit kéd hervez ann doaré, hôgen dougid eur varn gwirion.
25. Neûzé hiniennou eûz a Jéruzalem a lavaraz : Ha né kéd hen-nez a glaskon̄t évid hé laza ?
26. Ha chétu é komz dirâg ann holl, ha na lévéron̄t nétrâ d’ézhan̄. Ha n’hô deûz két anavézet Pennou ar vrô pénaoz évit-gwîr eo ar C’hrist ?
27. Gouzoud a réomp koulskoudé a béléac’h é teû hé-man̄ : hôgen pa zeûi ar C’hrist, dén na wézô a béléac’h eo.
28. Hôgen Jézuz a gomzé kré enn templ, ô kélenna, hag ô lavarout : Va anaoud a rît : ha gouzoud a rît, a béléac’h ounn : ha n’ounn két deûed ac’hanoun va-unan ; hôgen gwîr eo ann hini en deûz va c’haset, ha na anavézit kéd anézhan̄.
29. Évid-oun-mé a anavez anézhan̄, râg anézhan̄ ounn, hag hén̄ eo en deûz va c’haset.
30. Hôgen klaskoud a réan̄d ann tû da gregi enn-han̄ ; ha dén na lékéé hé zourn war-n-ézhan̄, ô véza né oa két c’hoaz deûed hé heur.
31. Koulskoudé kalz eûz ar bobl a grédaz enn-han̄, hag é lavaren̄t : Pa zeûi ar C’hrist, hag hén̄ a rai muioc’h a vurzudou égét na ra hé-man̄ ?
32. Ar Farizianed a glevé ar bobl ô lavarout kémen̄t-sé diwar hé benn : hag ar Farizianed a gasaz soudarded évit kregi enn-han̄.
33. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Émoun c’hoaz gan-é-hoc’h eunn nébeûd amzer : hag éz inn da gavoud ann hini en deûz va c’haset.
34. Va c’hlaskoud a réot, ha n’em c’héfot két : ha na hellit kéd don̄t el léac’h ma émounn.
35. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz étréz-hô : Péléac’h éz ai, ha na hellimp kéd hé gavout ? ha mon̄d a rai é-touez ar Jen̄tiled a zô skiñet dré holl, ha kélenna a rai ar Jen̄tiled ?
36. Pétrâ eo ar gér-zé en deûz lavaret : Va c’hlaskoud a réot, ha na hellit kéd don̄t el léac’h ma émounn ?
37. D’ann deiz divéza, péhini é oa ar brasa eûz ar goél, Jézuz a zavaz, hag a lavaraz a-boéz-penn : Néb en deûz sec’hed, deûed d’am c’havout, hag évet.
38. Néb a gréd enn-oun, hervez ma lavar ar Skritur, é rédô eûz hé gôv steriou dour béô.
39. Kémen̄t-sé a lavaré eûz ar Spéred a dlié don̄d er ré a grédé ennhan̄ ; râk né oa két c’hoaz rôed ar Spéred, ô véza né oa két c’hoaz éat Jézuz enn hé c’hloar.
40. Koulskoudé lôd eûz ar bobl, ô klevoud ar brézégou-zé, a lavaré : Évit-gwîr eur Profed eo hé-man̄.
41. Lôd all a lavaré : Ar C’hrist eo. Hôgen ré all a lavaré : Hag eûz a C’haliléa é teûi ar C’hrist ?
42. Ha na lavar kéd ar Skritur, pénaoz ar C’hrist a zeûi eûz a wenn David, hag eûz a géar Vétléhem é péléac’h é oa David ?
43. Ével-sé é oa dizunvaniez é-touez ar bobl diwar hé benn.
44. Hôgen lôd anézhô a fellé d’ézhô kregi enn-han̄ : koulskoude dén é-béd na lékéaz hé zourn war-n-ézhan̄.