hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na lévéromp két mâd, pénaoz oud eur Samariad, hag éma ann diaoul gan-éz ?
49. Jézuz a lavaraz : N’éma kéd ann diaoul gan-én̄ ; hogen mé a énor va Zâd, ha c’houi a zizénor ac’hanoun.
50. Évid-oun mé na glaskann két va gloar : eunn all a zô hag hé c’hlask, hag am barnô.
51. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Néb a virô va gér, na wélô két ar marô da-vikenn.
53. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : Bréma éc’h anavézomp pénaoz éma ann diaoul gan-éz. Abraham hag ar Broféded a zo marô, ha té a lavar : Néb a virô va gér, na dan̄vai kéd ar marô da-vikenn.
53. Ha brasoc’h oud éged Abrabam hon tâd, péhini a zô marô ? Ar Broféded a zô marô ivé. Pétrâ a lévérez oud-dé ?
54. Jézuz a respoun̄taz : Ma en em veûlann va-unan, va meuleûdi n’eo nétra : va Zâd eo a veûl ac’hanoun ; ha c’houi a lavar eo hô Toué.
55. Ha na anavézit ket anézhan̄ ; hôgen mé hé anavez : ha ma lavarann pénaoz na anavézann két anézhan̄, é vézinn eur gaouiad ével-d-hoc’h. Hôgen hé anaoud a rann, hag é virann hé c’hér.
56. Abraham hô tad en deûz c’hoantéet braz gwélout va deiz : hé wélet en deûz ; hag eo en em laouénéet.
57. Hôgen ar Iuzevien a lavaraz d’ézhan̄ : N’éc’h euz két c’hoaz han̄ter-kan̄t vloaz, hag éc’h eûz gwéled Abraham.
58. Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, abarz ma oa Abrabam, édounn.
59. Neûzé é kémerchon̄t mein évit teûrel out-han̄ : hôgen Jézuz en em guzaz hag a iéaz er-méaz eûz ann templ.
1. Ha pa dréméné Jézuz, é wélaz eunn dén péhini a ioa dall abaoé ma oa ganet.
2. Hag hé ziskibled a c’houlennaz out-han̄ : Mestr, pé béc’hed en deûz grêad hé-man̄, pe hé dûd, pa’z eo ganet dall ?
3. Jézuz a respoun̄taz : N’en deuz két péc’het, nag hé dûd ken-nébeût : hôgen évit ma vézô diskleriet ôberiou Doué enn-han̄ eo.
4. Réd eo d’in ôber ôberiou ann hini en deûz va c’haset, é-pâd ma eo deiz : ann nôz a zeû, ha dén na hell mui ôber nétrâ.
5. É-pâd émounn er béd, ounn goulou ar béd.
6. Goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, é skôpaz d’ann douar, hag é réas fan̄k gan̄t skôp, hag é frotas daou-lagad ann dén dall gan̄d ar fan̄k-sé,
7. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, hag en em walc’h é kibel Siloé (da lavaroud eo, Kaset). Mon̄d a réaz ’ta ; en em walc’hi a réaz, ha pa zeuaz é wélé.
8. Amézeien hé-man̄, hag ar ré hô doa hé wélet ken̄toc’h ô korka, a lavaré : Ha né kéd hen-nez a ioa azézet, hag a gorké ? Ré all a lavaré : Hén̄ eo,
9. Ré all a lavaré : Né két, eunn all eo hag a zô hen̄vel out-han̄ ; hôgen hén̄ a lavaré : Mé eo.
10. Hôgen hî a lavaré d’ézhan̄ : Pénaoz eo bét digoret da zaou-lagad d’îd ?
11. Hag hén̄ a respoun̄tas : Ann dén-zé a c’halveur Jézuz, en deûz gréat fan̄k : hag en deûz frotet va daou-lagad, hag en deûz lavared d’in : Kéa da gibel Siloé, hag en em walc’h. Hag ounn éat, hag ounn en em walc’het, hag é wélann.
12. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Péléac’h éma ? Hag hén̄ a lavaraz : Na ouzonn két.
13. Kâs a réjon̄d d’ar Farizianed ann hini a ioa bed dall.
14. Hôgen deiz ar sabbat oa, pa en doa Jésus gréat ar fan̄k, hag en doa digored hé zaou-lagad d’ézhan̄.
15. Ar Farizianed a c’houlennaz ivé digan̄t-han̄ pénaoz é wélé, hôgen hén̄ a lavaraz d’ezhô : Fan̄k en deûz lékéat war va daou-lagad ; en em walc’hed ounn, hag é wélann.
16. Hôgen lôd eûz ar Farizianed a lavaré : Hen-nez né kéd eunn dén a berz Doué, pa na vîr két ar sabbat.