ôberiou-zé é labezit-hu ac’hanoun ?
33. Ar Iuzevien a respoun̄tas d’ézhan̄ : Né ked évid eunn ôber mâd é labézomp ac’hanod, évid eur gér a-énep Doué eo ; ô véza n’oud néméd eunn dén, hag en em réz Doué.
34. Jézuz a respoun̄tas d’ézhô. Ha n’eo két skrivet enn hô lézen : Lavared em eûz, douéed oc’h.
35. Mar galv douéed ar ré évit piou é oa gréat geriou Doué, ha ma na hell két ar Skritur béza torret :
36. Pérâg é livirit-hu pénaoz é komzann a-énep Doué, mé péhini a zô bét san̄tel ha kased er béd gan̄t va Zad, dré ma em eûz lavaret é oann Mâb Doué ?
37. Ma na rann két ôberiou va Zâd, na grédit kéd enn-oun,
38. Hôgen ma hô grann, ma na fell kéd d’é-hoc’h kridi enn-oun, kredit em ôberiou, évit ma anavézot, ha ma krédot pénaoz éma va Zâd enn-oun, ha mé enn-han̄.
39. Neûzé é klaskchon̄t kregi enn-han̄ ; hôgen hén̄ en em dennaz eûz hô daouarn.
40. Hag éz éaz adarré enn tu all d’ar Jourdan, el léac’h ma édo Iann ô vadézi da-gen̄ta : hag é choumaz énô.
41. Kalz a zeûaz d’hé gavout, hag é lavaren̄t : Iann n’en deûz gréat burzud é-béd.
42. Hôgen kémen̄d en deûz lavaret Iann diwar-benn hé-man̄ a ioa gwîr. Ha kalz a grédaz enn-han̄.
1. Hôgen béz’ éz oa eunn dén klan̄v, hanvet Lazar, eûz a Vétania, bourc’h é péléac’h é choumé Mari ha Marta hé c’hoar.
2. (Mari a ioa houn-nez péhini a skuḻas louzou c’houés-vâd war ann Aotrou, hag a zec’has hé dreid gan̄d hé bleô : Lazar breûr houn-nez eo a ioa klan̄v.)
3. Hé c’hoarézed a gasaz éta eur ré-bennâg da lavaroud da Jézuz : Aotrou, chétu ann hini a garez a zô klan̄v.
4. Pa glevaz kémen̄t-sé é lavaraz d’ézhô : Ar c’hlen̄ved-zé n’az ai két bétég ar marô ; hôgen évit gloar Doué eo, hag évit ma vézô meûlet Mâb Doué dré-z-han̄.
5. Hôgen Jézuz a garé Marta, ha Mari hé c’hoar, ha Lazar.
6. Hôgen pa en doé klevet lavaret pénaoz é oa klan̄v hé-man̄, é choumas daou zervez c’hoaz el léac’h ma édo.
7. Ha goudé-zé é lavaraz d’hé ziskibled : Déomp c’hoaz er Judéa.
8. He ziskibied a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, n’eûz két pell é klaské ar Iuzevien ac’hanod évid da labéza, hag éz éz c’hoaz dî ?
9. Jézuz a respoun̄tas : Ha n’éz euz két daouzég heur enn deiz ? Ma valé eunn dén enn deiz, na stok é nétrâ, râg gwéloud a râ goulou ar béd-man̄ :
10. Hôgen ma valé enn noz, é stok enn eunn dra, ô veza n’eûz kéd a c’houlou enn-hi.
11. Kémen̄t-sé a lavaraz, ha goudé-zé é lavaraz d’ézhô : Lazar hor miñoun a zô kousket : hôgen mon̄d a rann d’hé zihuna.
12. Hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, mar d-eo kousket, é vézô iac’h.
13. Hôgen Jézuz en doa komzet eûz hé varô, hag hî a grédé pénaoz en doa komzet eûz ann hûn kousk.
14. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhô fréaz : Lazar a zô marô.
15. Ha da eo gan-én̄, enn abek d’é-hoc’h na venn két bét énô, évit ma krédot. Hôgen déomp d’hé gavout.
16. Neûzé Tomaz, les-hanvet Didimuz a lavaraz d’hé gen-ziskibled : Déomp ivé nî, évit ma varvimp gan̄t-han̄.
17. Jézuz éta a iéaz hag a gavaz pénaos ez oa er béz pévar dervez a ioa.
18. (Râk Bétania a ioa pell diouc’h Jéruzalem é-trô pemzék stad.)
19. Kalz a Iuzevien a oa deûed da wélout Marta ha Mari, évid hô fréazi diwar-benn hô breûr.
20. Marta ô véza klevet pénaos é teûé Jézuz, a iéaz d’hé ziambrouga : hôgen Mari a joumaz azézet enn tî.
21. Neûzé Marta a lavaraz da Jé-