10. Ha na grédit-hu két pénaoz ém’ounn em Zâd, ha va Zâd enn-oun ? Ar geriou a lavarann d’é-hoc’h né kéd ac’hanoun va-unan hô lavarann. Hôgen va Zâd péhini a choum enn-oun a ra hé-unan va ôberiou.
11. Ha na grédit-hu két pénaoz ém’ounn em Zâd, ha va Zâd enn-oun ?
12. Da vihana krédit enn abek d’ann ôberiou hô-unan. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, néb a gréd enn-oun, a rai hé-unan ann ôberiou a rann, hag a rai c’hoaz ôberiou brasoc’h ; ô véza ma’z ann étrézék va Zâd.
13. Ha pétrâ-bennâg a c’houlennot digan̄t va Zâd em hanô, hel likiinn da véza ; évit ma vézô meûlet ann Tâd er Mâb.
14. Mar goulennid eunn dra digan-én̄ em hanô, her grinn.
15. Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hémennou.
16. Hag é pédinn va Zâd, hag é rôi d’é-hoc’h eunn Dic’hlac’harer all, évit ma choumô gan-é-hoc’h da-vikenn,
17. Ar Spéred a wirionez, péhihi na hell két béza digéméret gan̄d ar béd, ô véza na wél kéd anézhan̄, ha na anavez kéd anézhan̄ : hôgen c’houi a anavézô anézhan̄, ô véza ma choumô gan-é-hoc’h, ha ma vézô enn-hoc’h.
18. N’hô lézinn két emzivaded : don̄d a rinn étrézég enn-hoc’h.
19. C’hoaz eunn nébeûd amzer, hag ar béd n’em gwélô mui. Hôgen c’houi a wélô ac’hanoun ; ô veza ma vévann, ha ma vévod ivé.
20. Enn deiz-zé éc’h anavésot pénaoz ém’ounn em Zâd, ha c’houi enn-ounn, ha mé enn-hoc’h.
21. Ann hini en deûz va gourc’hémennou, hag a vîr anézhô, hen-nez eo a gâr ac’hanoun. Hôgen néb a gâr ac’hanoun a vézô karet gan̄t va Zâd : ha mé a garô anézhan̄, hag en em ziskouézô d’ézhan̄ va-unan.
22. Iuzaz, péhini né oa két ann Iskiriot, a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaos é c’hoarvézô pénaoz en em ziskouézi da-unan d’é-omp, ha n’en em ziskouézi kéd d’ar béd ?
23. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mar kâr eur ré ac’hanoun, é mirô va gér, ha va Zâd a garô anézhan̄ ; hag é teûimp étrézég-hén̄, hag é choumimp enn-han̄.
24. Nép na gâr kéd ac’hanoun, na vîr két va gér. Hag ar gér hoc’h eus klevet né két va gér, hôgen gér va Zad péhini en deûz va c’haset.
25. Kémen̄t-ma em eûz lavared d’é-hoc’h, é-pâd é choumenn gan-é-hoc’h.
26. Hôgen ann Dic’hlac’harer péhini eo ar Spéred-San̄tel, hag a vézô kaset gan̄t va Zâd em hanô, hen-nez a zesko pép trâ d’é-hoc’h, hag a zigasô koun d’é-hoc’h eûz a gémen̄t am eûz lavared d’é-hoc’h.
27. Ar péoc’h a lézann gan-é-hoc’h : va féoc’h a rôann d’é-hoc’h : n’hé rôann ked d’é-hoc’h é-c’hîz ma hé rô ar béd. Na vézet két en̄krézet hô kaloun, ha na spoun̄tit két.
28. Kleved hoc’h eûz pénaoz em euz lavared d’é-hoc’h : Mon̄d a rann kuît, hag é tistrôann étrézég-enn-hoc’h. Mar karfac’h ac’hanoun, é laouénafac’h, ô véza ma’z ann étré-zé va Zâd ; râk va Zad a zô brasoc’h égéd-oun.
29. Ha bréma hel lavarann d’é-hoc’h ken̄t ma teûi ; évit pa vézô deuet, ma krédot.
30. Pelloc’h na gomzinn mui némeûr gan-é-hoc’h ; râk prin̄s ar béd-man̄ a zeû, ha n’en deûz netrâ enn-oun.
31. Hôgen évit mac’h anavézô ar béd pénaoz é karann va Zâd, hag é rann ar péz en deûz va Zâd gourc’hémennet d’in. Savit, ha déomb ac’hann.
1. Mé eo ar wîr winien ; ha va Zâd eo al labourer.
2. Kémen̄t skourr ha na zougô kéd a frouez enn-oun, e trouc’hô anézhan̄ : ha kémen̄d hini a zoug frouez, é skarzô anézhan̄, évit ma tigasô mui a frouez.
3. C’houi a zô glân a vréma, enn abek d’ar geriou em eûz lavared d’é-hoc’h.
4. Choumid enn-oun, ha mé enn-