a vennô béza gréad gan̄t-han̄ eunn dra hétuz da Zoué.
3. Kémen̄t-sé a rain̄d d’é-hoc’h, ô véza na anavézon̄t na va Zâd, na mé.
4. Hogen kémen̄t-sé em eûz lavared d’é-hoc’h, évit pa vézô deûet ann heur, ma teûi koun d’é-hoc’h eûz ar péz em eûz lavared d’é-hoc’h.
5. N’am eûz két lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h adaleg ar penn-ken̄ta, ô véza ma oann gan-e-hoc’h. Hôgen bréma éz ann étrezég ann hini en deûz va c’haset ; ha nikun ac’hanoc’h na c’houlenn digan-én̄ : Péléac’h éz éz ?
6. Hôgen ô véza ma em eûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h, eo leûn hô kaloun a c’hlac’har.
7. Koulskoudé ar wirionez a lavarann d’é-hoc’h : mâd eo d’é-hoc’h éz ajenn-kuît; rak ma na’z ann két kuît, ann Dic’hlac’harer na zeûi kéd d’ho kavout : hôgen ma’z ann kuît, é kasinn anézhan̄ d’é-hoc’h.
8. Ha pa vezô deûet, é kendrec’hô ar béd war béc’hed, war wîr ha war varn.
9. War béc’hed, ô véza n’hô deûz két krédet enn-oun.
lO. War wîr, ô véza ma’z ann étrézé va Zâd, ha n’am gwélot mui.
11. War varn, ô véza ma eo dijâ barnet prin̄s ar béd-man̄.
12. Kalz em eûz c’hoaz da lavaroud d’é-hoc’h ; hôgen na hellit kéd hô dougen bréma.
13. Pa vézô deûet ar Spéred a wirionez-zé, é teskô d’é-hoc’h ar wirionez holl : râk na gomzô két anézhan̄ hé-unan̄, hôgen kémen̄d en deûz klevet a lavarô, hag é tiouganô d’é-hoc’h ar péz a dlé c’hoarvézout.
14. Va meûli a rai, ô véza ma kémérô eûz ar péz a zô d’in, hag hen diskleriô d’é-hoc’h.
15. Kémen̄d en deûz va Zâd a zô d’in : dré-zé eo em eûz lavaret : O véza ma kémerô euz ar péz a zô d’in, hag hen disklériô d’é-hoc’h.
16. Eunn nébeût, ha n’am gwélot mui : ha c’hoaz eunn nébeût, hag em gwelot : râk mond a rann étrézé va Zâd.
17. Hôgen lôd eûz hé ziskibled a lavaraz ann eil d’égile : Pétrâ eo ann dra-zé a lavar d’é-omp : Eunn nébeût, ha n’am gwélot mui, ha c’hoaz eunn nébeût, hag em gwélot : râk mond a rann étrézé va Zâd ?
18. Lavaroud a réan̄d éta : Pétrâ eo ann dra-zé a lavar : Eunn nébeût ? Na ouzomp két pétrâ a fell d’ézhan̄ da lavarout.
19. Hôgen Jézuz a wézaz pénaoz é fellé d’ézhô ôber eur goulenn out-han̄, hag é lavaraz d’ézhô : C’houi a c’houlenn étré-z-hoc’h pérâg em eûz lavaret : Eunn nébeût, ha n’am gwélot mui, ha c’hoaz eunn nébeût, hag em gwélot.
20. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d'é-hoc’h, pénaoz é wélot hag é lén̄vot, hag ar béd a laouénai : tristaad a réot, hôgen hô tristidigez a vézô trôed é laouénidigez.
21. Eur vaouez pa c’hân, a zô trist, ô véza ma eo deûed hé heûr ; hôgen goudé ma é deûz graet eur mab, n’é deûz mui a goun eûz hé en̄krez, gan̄d al lévénez da véza lékéad eunn dén er béd.
22. Ével-sé c’houi a zô trist bréma : hôgen hô kwéloud a rinn c’hoaz, ha dén na lamô hô lévénez digan-é-hoc’h.
23. Enn deiz-zé na c’houlennot mui nétrâ digan-én̄. É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, mar goulennit eunn dra-bennâg digan̄t va Zâd em hanô, her rôi d’é-hoc’h.
24. Bété vréma n’hoc’h eûz goulennet nétrâ em hanô. Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h, hag hô lévénez a vézô leûn.
25. É parabolennou em eûz lavaret kémen̄t-sé d’é-hoc’h. Don̄d a ra ann heur é péhini na gomzinn mui d’é-hoc’h é parabolennou : hôgeo komza a rinn d’é-hoc’h skléar diwar-benn va Zâd.
26. Enn deiz-zé é c’houlennot em hanô ; ha na lavarann kéd d’é-hoc’h é pédinn va Zâd évid-hoc’h.
27. Râk va Zâd hé-unan a gâr ac’hanoc’h, ô véza ma hoc’h eûz va c’haret, ha ma hoc’h eûz krédet pénaoz ounn deûed euz a Zoué.
28. Eûz va Zâd ounn deûed, hag ounn deûed er béd ; bréma, é kuitaann ar béd, hag éz ann étrézé va Zâd.