éc’h eûz va c’haset, hag éc’h eûz hô c’haret, ével éc’h eûz va c’haret.
24. Va Zâd, mé a venn é teûfé el léac’h ma’z ounn ar ré éc’h euz rôed d’in, évit ma wélint va gloar éc’h eûz rôed d’in, ô véza ma éc’h eûz va c’haret abarz krouidigez ar béd.
25. Tâd gwirion, ar bed n’en deûz kéd da anavézet ; hôgen mé em eûz da anavézet ; hag ar ré-man̄ hô deûz anavézet pénaoz éc’h eûz va c’haset.
26. Rôed em eûz da anaoud d’ézhô da hanô, hag é rôinn da anaout, évit ma vézô enn-hô ar garantez éc’h eûz bét évid-oun, ha ma vézinn ivé enn-hô.
1. Pa en doé Jézuz lavaret kémen̄t-sé, éz éaz gan̄d hé ziskibled enn tû all da Froud Sedron, é péléac’h é oa eul liorz, é péhini éz éaz hén̄ hag hé ziskibled.
2. Hôgen Iuzaz péhini a werzé anézhan̄, a anavézé al léac’h-zé, ô véza ma oa éad aliez Jézuz énô gan̄d he ziskibled.
3. Iuzaz éta ô véza kéméret gan̄t-han̄ eur van̄den soudarded, gan̄d ar vévellou a oa bét kaset gan̄d ar Véleien-vraz ha gan̄d ar Farizianed, a zeûaz dî gan̄t léternou, gan̄t goulou ha gan̄d armou.
4. Hôgen Jézuz péhini a wié kémen̄d a dlié c’hoarvézout gan̄t-han̄, a ziambrougaz anézhô, hag a lavaraz d’ézhô : Piou a glaskit-hu ?
5. Hag hî a respoun̄taz d’ézhan̄ : Jézuz a Nazaret. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mé eo. Hôgen Iuzaz péhini en doa hé werzet, en em zalc’hé ivé énô gan̄t-hô.
6. Pa lararaz d’ézhô Jézuz : Mé eo, é argilchon̄t, hag é kouézchon̄t d’ann douar.
7. Eur wéach c’hoaz é c’houlennaz out-hô : Piou a glaskit-hu ? Hag hî a lavaraz : Jésus a Nazaret.
8. Jézuz a respoun̄taz : Lavared em eûz d’é-hoc’h pénaoz eo mé. Mar d-eo mé éta a glaskit, list ar ré-man̄ da von̄t-kuît.
9. Évit ma vijé sévénet ar gér-man̄ en doa lavaret : Eûz ar ré éc’h eûz rôed d’in, n’am eûz kollet hini.
10. Hôgen Simon Per péhini en doa eur c’hlézé, a dennaz anézhan̄, a skôaz gan̄d unan eus a vévellou ar Bélek-braz, hag a drouc’has hé skouarn zéou. Ann dén-zé a ioa hanvet Malkuz.
11. Hôgen Jézuz a lavaraz da Ber : Laka da glézé enn hé feûr. Ha n’eo két réd é évchenn ar c’halir en deûz rôed d’in va Zâd ?
12. Ar zoudarded, hô c’habiten, hag ann dûd kaset gan̄d ar Iuzevien a grogaz éta é Jézuz, hag a éréaz anézhan̄.
13. Hag é kaschon̄d anézhan̄ da-gen̄ta da dî Annaz, ô véza ma oa tâd-kaer Kaifaz, péhini a ioa Bélek-braz er bloaz-sé.
14. Ha Kaifaz a ioa ann hini en doa rôed ann ali d’ar Iuzevien, pénaoz é oa talvouduz é varvché eunn den évid ar bobl.
15. Hôgen Simon Per a iéa war lerc’h Jézuz, gan̄d eunn diskibl all. Râg ann diskibl-zé a ioa anavezet gan̄d ar Bélek-braz, hag éz éaz gan̄t Jézuz é tî ar Bélek-braz.
16. Ha Per a choumas er-méaz oud ann ôr. Neûzé ann diskibl all-zé, péhini a ioa anavézet gan̄d ar Belek-brâz, a iéaz er-méaz, a gomzaz gan̄d ar borsiérez, hag a lékéaz Per da von̄d é-barz.
17. Hôgen ar plac’h borziérez-zé a lavaraz da Ber : Ha n’oud kéd ivé eûz a ziskibled ann dén-zé ? Hag hén̄ a lavaraz : N’ouon ket.
18. Koulskoudé mévellou ha tûd ar Bélek-brâz a ioa enn hô zâ dirâg ar glaou (râk ién oa) hag e tommen̄t. Ha Per a ioa ivé gan̄t-hô, hag a dommé.
19. Neûzé ar Bélek-brâz a réaz goulennou out Jézuz diwar-benn hé ziskibled, ha diwar-benn hé gélénnadurez.
20. Jézuz a respon̄taz d’ézhan̄ : Dirâg ann holl em eûz komzet oud ann dûd ; kélennet em eûz bépred er sinagog hag enn templ, é péléac’h en em stroll ann holl Iuzevien : ha n’em eûz lavaret nétrâ enn amc’houlou.