zaé tané) ha Pilat a lavaraz d’ézhô : Chétu ann dén.
6. Hôgen pa oé gwélet gan̄d ar véleien ha gan̄d hô zûd, ar ré-man̄ a griaz, ô lavarout : Stag-hén̄, stag-hén̄ oud ar groaz. Pilat a lavaraz d’ézhô : Kémérit-hén̄, c’houi, ha stagit-hén̄ oud ar groaz, râg évid-oun-mé na gavann abek é-béd enn-han̄.
7. Ar Iuzevien a respoun̄taz d’ézhan̄ : Eul lézen hon eûz, ha diouc’h al lézen-zé é tlé mervel, ô véza ma eo en em rôet évit Mâb da Zoué.
8. Pilat éta ô véza klevet ar geriou-zé, en doé aoun vrâz.
9. Hag ô véza distrôed el léz, é lavaraz da Jézuz : A béléac’h oud-dé ? Hôgen Jézuz na rôaz respoun̄t é-béd d’ézhan̄.
10. Neûzé Pilat a lavaraz d’ézhan̄: Na gomzez kéd ouz-in ? Ha na wézez-té két pénaoz em euz ar galloud d’az lakaad oud ar groaz, hag em eûz ivé ar galloud d’az leûzkel da von̄t ?
11. Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄: N’az pé galloud é-béd war-n-oun, ma na vé két bét rôed d’îd diwar-laez. Dré-zé ann hini en deûz va gwerzet d’îd, en deûz gréat brasoc’h pec’hed.
12. Hag a neuzé Pilat a glaské ann doaré d’hé leûskel. Hôgen ar Iuzevien a grié, ô lavarout : Mar laoskez ann dén-zé, n’oud két miñoun da Gézar ; râk piou-bennâg en em c’hra Roué, en em laka a-énep Kézar.
13. Hôgen Pilat pa en doé klevet ar geriou-zé, a gasaz Jézuz er-méaz : hag éc’h azézaz war hé gador-barner, el léac’h hanvet é Grégach Litrostrotos, hag é Hébrach Gabbata.
14. An̄trônôz ar Pask oa, ha war-drô ar c’houec’hved heur, hag é lavaraz d’ar Iuzevien : Chétu hô Roué.
15. Hôgeo hî a grié : Tenn-hén̄, tenn-hén̄ a-lez-sé, ha laka-hén̄ oud ar groaz. Pilat a lavaraz d’ézhô : Ha lakaad a rinn hô Roué oud ar groaz ? Prin̄sed ar véleien a respoun̄taz : n’hon eûz Roué é-béd némét Sézar.
16. Neûzé éta é rôaz anézhan̄ d’ézhô évit béza lékéad oud ar groaz. Ével-sé é kémerjon̄t Jézuz hag é kaschon̄d anézhan̄ gan̄t-hô.
17. Hag ô tougen hé groaz, é teûaz enn eul léac’h galvet Ménez ar C’hlopenn (G), hag a zô hanvet é Hébrach Golgota :
18. É péléach é lékéjon̄t anézhan̄ oud ar groaz, ha daou all gan̄t-han̄ ; unan enn eunn tu, eunn all enn tu all, ha Jézuz é-kreiz.
19. Hôgen Pilat a réaz eur skrid, hag a oé lékéat war ar groaz. Kémen̄t-man̄ a ioa skrivet war-n-ézhan̄ : Jézuz a Nazaret, roué ar Iuzevien.
20. Kalz eûz ar Iuzevien a lennaz ar skrîd-zé ; rag al léac’h é péhini é oa bét lékéat Jézuz oud ar groaz a ioa tôst da géar. Hag ar skrîd a ioa é Hébrach, é Grégach hag é Latin.
21. Koulskoudé Béléien vrâz ar Iuzevien a lavaraz da Bilat : Na skrîv két Roué ar Iuzevien, hôgen ma en deûz lavaret hén̄ : Roué ar Iuzevien ounn.
22. Pilat a respoun̄taz : Ar péz em eûz skrivet, em eûz skrivet.
23. Hôgen ar zoudarded goudé ma hô doé hé staget oud ar groaz, a géméraz hé ziḻad (hag é réjon̄t pévar lôd, unan évit pép-hini eûz ar zoudarded), hag hé zaé a gémerchon̄t ivé. Hôgen hé zaé a ioa dic’hri hag eûz a eur wéaden penn-da-benn.
24. Lavaroud a réjon̄d éta étré-z-hô : Na drouc’homp kéd anézhi, hôgen tennomp d’ar sort da biou é vézô. Évit ma vijé sévénet ar Skritur, pa lavar : Rannet hô deûz étré-z-hô va diḻad ; hag hô deûz taolet va zaé d’ar sort. Chétu pétrâ a réaz ar zoudarded.
25. Hôgen mamm Jézuz, hag hé c’hoar, Mari grék Kléofaz, ha Mari Madalen a ioa enn hô zâ é-tal ar groaz.
26. Pa wélaz éta Jézuz hé vamm, hag enn hé zâ enn hé c’hichen ann diskibl a garé, é lavaraz d’hé vamm : Grék, chétu da vâb.
27. Neûzé é lavaraz d’ann diskibl : Chétu da vamm. Hag adalek ann heur-zé ann diskibl a géméraz anezhi da vamm.
28. Goudé-zé Jézuz ô c’houzout pénaoz é oa sévénet pép-trâ, évit ma vijé sévénet ar Skritur, a lavaraz : Sec’hed em eûz.
29. Hôgen béz’ éz oa énô eur pôd