1. Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t : râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.
2. Deûz er-méaz eûz ar poultr, sâv : azez, Jéruzalem : torr chadennou da c’houzoug, ô sklavez merc’h Sion.
3. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Évit nétrâ oc’h bét gwerzet, hag héb arc’han̄t é viot dasprénet.
4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Va fobl a ziskennaz gwéchall enn Ejipt, évit choum énô : hag Assur en deûz hé wasket héb abek.
5. Hôgen bréma pétrâ a dléann-mé da ôber, émé ann Aotrou, pa eo kaset tûd va fobl er-méaz héb abek ? Hô dréc’herien a wall-gas anézhô enn eunn doaré direiz, émé ann Aotrou, hag héd ann deiz é trouk-prézégon̄t gan̄t va hanô.
6. Râk-sé é anavézô va fobl va hanô enn deiz-zé ; ha mé péhini a gomzé gwéchall, chétu mé bréma.
7. Péger kaer eo treid ann hini a ziougan hag a brézég ar péoc’h ; a ziougan ar mâd, a brézeg ar zilvidigez, hag a lavar da Zion : Da Zoué a rénô !
8. Da c’hédérien a gomzô ; sével a rain̄t hô mouéz, hag é veûlin̄t kévret ; rag hî a wélô gan̄d hô daoulagad pénaoz en dévézo ann Aotrou distrôet Sion.
9. En em laouénait, ha meûlit kévret, distrôiou Jéruzalem, ô véza m’en deûz ann Aotrou dic’hlac’haret hé bobl, ha dasprénet Jéruzalem.
10. Ann Aotrou en deûz diskouézet hé vréac’h san̄tel dirâg ann holl vrôadou ; hag holl harzou ann douar a wélô silvidigez hon Doué-nî.
11. It kuît, ît kuît, ît er-méaz ac’hanô, na likiid hô tourn war nétrâ a ve saotret ; ît er-méaz eûz hé c’hreiz, en em c’hlanit, c’houi péré a zoug listri ann Aotrou.
12. Râk n’az éot két er-méaz enn dispac’h, na gerzot két enn tec’h : râg ann Aotrou a iélo enn hô raok, ha Doué Israel hô strollô.
13. Chétu va servicher a vézô poellek ; hén̄ en em c’horréô, hag en em zavô, hag a vézô brâz-meûrbed.
14. Ével ma eo bét saouzanet meûr a hini diwar da benn, ével-sé é vézô dic’hloar da wélout dirâg ann dûd, hag enn eunn doaré displéd dirâk bugalé ann dûd.
15. Hén̄ a zourô kalz a vrôadou, ar rouéed a zerrô hô génou dira-z-han̄ : râg ar ré da béré né oa két bét diouganet, her gwélô, hag ar ré n’hô doa két bét klévet hanô anézhan̄, hen arvestô.
1. Piou en deûz krédet d’hol lavar ? Ha da biou eo bét disklériet bréac’h ann Aotrou ?
2. Sével a rai dirâg ann Aotrou ével eur vrousgwézen, hag ével eur c’hrisien a zeû eûz a eunn douar séac’h : n’en deûz na kaerded, na géned ; hé wélet hon eûz, ha né oa nétrâ a gaer enn-han̄, a gémen̄t a rôjé c’hoan̄t d’é-omp d’hé wélout.
3. Eunn dén displéd eo, hag ann distéra eûz ann dûd, eunn dén a c’hlac’har, hag a oar pétrâ eo gouzan̄vi ; ével kuzet eo hé zremm ; disprizet eo, ha n’hon eûz két hé anavézet.
4. Kéméret en deûz évit-gwîr hon doaniou, hag hor glac’hariou en deuz douget : ha nî hon eûz hé zellet ével eunn dén lovr, ével eunn dén skôet gan̄d Doué ha vuéléet.
5. Hôgen hén̄ a zô bét gôlôet a c’houliou enn abek d’hor fallagriézou ; brévet eo bét enn abek d’hor gwallou ; kastiz hor péoc’h a zô kouézet war-n-ézhan̄, ha gan̄d hé vlon̄sou omb bét iac’héet.
6. Ni holl a zô en em faziet ével dén̄ved war hon hen̄t ; pép-hini ac’hanomp a zô bét kildrôet ; hag ann Aotrou en deûz hé garget eûz hor gwallou holl.