Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/510

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


OBÉRIOU


ANN ÉBESTEL.


————


I. PENNAD.


1. Em frézégen gen̄ta, ô Téofil, em eûz komzet eûz a gémen̄t en deûz gréat ha desket Jézuz adalek ar penn ken̄ta,

2. Bétég ann deiz é péhini, goudé béza desket hé Ébestel gan̄d ar Spéred-San̄tel, é piñaz enn Én̄v :

3. Ha goude hé varô é tiskouézaz d’ézhô gan̄t kalz a arouésiou, pénaoz é oa béô, oc’h en em ziskouéza d’ézhô é-pad daou-ugen̄t dervez, hag ô komza out-hô diwar-benn rouan̄télez Doué.

4. Hag ô tibri gan̄t-hô, é c’hourc’hémennaz d’ézhô na’z ajen̄t két kuît eûz a Jéruzalem, hôgen ma c’hortozchen̄t gér ann Tâd, hoc’h euz klevet, émé-z-han̄, dré va génou :

5. Râk Iann en deûz badézet enn dour ; hôgen c’houi abarz némeûr a zeisiou a vézô badézet er Spéred-San̄tel.

6. Neûzé ar ré a ioa strollet énô a c’houlennaz out-han̄ : Aotrou, hag enn amzer-zé eo é savi adarré rouan̄telez Israel ?

7. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : Né két c’houi a dlé anaout ann amzeriou hag ar prédigou en deûz lékéat ann Tâd dré hé c’halloud :

8. Hôgen c’houi a zigémérô ners ar Spéred-San̄tel a ziskennô war-n-hoc’h, hag é viot téstou d’in é Jéruzalem, hag enn holl Judéa, hag é Samaria, ha bété penn ar béd.

9. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, é savaz dira-z-hô, hag eur goabren a guzaz anézhan̄ ouc’h hô daou-lagad.

10. Ha pa zellen̄t pîz out-han̄ ô von̄d enn Én̄v, chétu daou zén gwisket é gwenn en em gavaz enn hô c’hichen,

11. Hag a lavaraz d’ézhô : Tûd a C’haliléa, pérâg émoc’h-hu enn hô sâ ô selloud ouc’h ann Én̄v ? Ar Jézuz-zé péhini oc’h hô kuitaat a zô piñet énn Én̄v, a zeûi enn hévélep doaré ma hoc’h euz hé wélet ô von̄d enn Én̄v.

12. Neûzé é tistrôjon̄t da Jéruzalem, eûz ar ménez a c’halveur Olived, pell diouc’h Jéruzalem, war-drô eunn dervez hen̄t.

13. Ha pa oen̄d éad enn tî, é piñchon̄d er gampr é péhini édo Per ha Iann, Jakez hag André, Filip ha Tomaz, Bertélé ha Mazé, Jakez mâb Alfé, ha Simon Zélotez, ha Judaz breûr Jakez.

14. Ar ré-man̄ a gen̄dalc’hé da bidi a-unvan gan̄d ar gragez, ha Mari mamm Jézuz, hag hé vreûdeûr.

15. Enn deisiou-zé Per a zavaz é-kreiz ann diskibled (hôgen hî a ioa kévret war-drô c’houéac’h ugen̄t dén), hag a lavaraz :

16. Tûd, va breûdeûr, réd eo é vé sévénet ar péz en deûz diouganet ar Spéred-San̄tel er Skritur dré c’hénou David diwar-benn Iuzaz, péhini a ioa é penn ar ré hô deûz kéméret Jézuz.