Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/514

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
512
obériou ann ébestel.

23. Râk chetu pétrâ a c’hoarvézô : Kémen̄d hini ha na zélaouô kéd ar Profed-zé, a vézô lamet eûz a-douez ar bobl.

24. Hag ann holl Broféded, péré hô deuz komzet, adalek Samuel, hag hé-c’houdé, hô deûz diouganet ann deisiou-zé.

25. C’houi a zô bugalé ar Broféded, hag euz ar gévrédigez en deûz gréat Doué gan̄d hon Tâdou, ô lavarout da Abraham : Hag enn da wenn é vézô benniget ann holl vroadou eûz ann douar.

26. Évid-hoc’h eo da-gen̄ta en deûz Doué saved hé Vâb, hag en deûz hé zigaset évid hô penniga, évit ma tistrôi pép-hini eûz hé zrougiez.


————
IV. PENNAD.


1. Hôgen pa gomzen̄t oud ar bobl, ar véléien ha rénérien ann templ, hag ar Saduséed a zeûaz énô ;

2. Ha droug enn-hô, ô véza ma kélenné ar ré-man̄ ar bobl, ha ma tiouganen̄t é Jézuz dazorc’hidigez ar ré varô :

3. Hag é krôgchon̄t enn-hô, hag é lékéjon̄t anézhô er vâc’h bétég an̄trônôz ; râk divézad oa dijâ.

4. Hôgen kalz eûz ar ré a glevaz ar brézégen-zé, a grédaz ; ha niver ann dûd-zé a oa eûz a bemp mil.

5. An̄trônôz Pennou ar bobl, hag ann Hénaoured, hag ar Skribed en em strollaz é Jéruzalem ;

6. Hag Annaz, Prin̄s ar véleien, ha Kaifaz, ha Iann, hag Aleksan̄dr, ha kémen̄d hini a ioa eûz a wenn ar véleien.

7. Hag ô véza hô lékéat enn hô c’hreiz, é réjon̄d ar goulenn-man̄ out-hô : Gan̄t pé ners, pé gan̄t pé hanô hoc’h eûz-hu gréat kémen̄t-sé ?

8. Neûzé Per leûn eûz ar Spéred-San̄tel, a lavaraz d’ézhô : Pennou ar bobl, ha c’houi Hénaoured, sélaouit :

9. Pa c’houlenneur hiriô digan-é-omp pérâg hon eûz gréat vâd da eunn dén klân̄v, hag é pé zoaré eo bét iac’héet,

10. Diskleria a réomp d’é-hoc’h holl, ha da holl bobl Israel, pénaoz eo dré hanô hon Aotrou Jézuz-Krist a Nazareth, péhini hoc’h euz staget oud ar groaz, ha péhini en deûz savet Doué a varô da véô, eo bét iac’héet ann dén-zé, ha ma eo enn hé zâ dira-z-hoc’h.

11. Hen-nez eo ar méan hoc’h eûz distaolet, c’houi saverien-tiez, hag a zô deûet da benn da gorn ann tî :

12. Ha n’eûz kéd a zilvidigez dré hini all é-béd ; râg hanô all é-béd dindan ann én̄v n’eo bét rôed d’ann dûd, dré béhini é tléfemp béza salvet.

13. Hôgen pa wéljon̄t stardder Per ha Iann, ô véza ma wien̄t pénaoz é oa ar ré-man̄ tûd diwiziek ha louad, é oen̄t souézet-brâz ; gouzoud a réan̄d ivé pénaoz é oan̄t bét oc’h heûlia Jézuz.

14. Koulskoudé pa wélen̄t enn hé zâ dira-z-hô ann hini a oa bét iac’héet, n’hô doa nétrâ da lavarout a-énep.

15. Gourc’hémenni a réjon̄d éta d’ézhô ma’z ajen̄t er-méaz eûz hô stroll, hag é kuzulien̄t étré-z-hô,

16. O lavarout : Pétrâ a raimp-ni d’ann dûd-man̄ ? Râk eur burzud hô deûz gréat, hag a zô anavézet gan̄d holl dud Jéruzalem : anat eo, ha na hellomp kéd hé nac’ha.

17. Hôgen, évit na vézô két brudet mui é-touez ar bobl, difennomp out-hô gan̄t gourdrouz na gomzchen̄t mui enn hanô-zé da zén é-béd.

18. Hag ô véza galved anézhô, é tifenchon̄t out-hô na gomzchen̄t mui, na na gélenchen̄t é hanô Jézuz.

19. Hôgen Per ha Iann a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Barnit hoc’h-unan mard-eo déréad dirâg Doué sélaoui ac’hanoc’h ken̄toc’h égét sélaoui Doué ;

20. Râk nî na hellomp két tévél war ar péz hon eûz gwélet ha klevet.

21. Hôgen hî a gasaz anézhô enn eur c’hourdrouza : ha na gaven̄t abek é-béd évit hô c’hastiza enn abek d’ar bobl, ô véza ma veûlen̄t holl Doué eûz a gémen̄t a ioa c’hoarvézet ;

22. Râg ann dén péhini a ioa bét iac’héet gan̄d ar burzud-zé, en doa ouc’h-penn daou-ugen̄t vloaz.