23. Goudé ma oen̄t laosket, é teûjon̄t étrézég hô zûd ; hag é tanéveljon̄d d’ézhô kémen̄t a ioa bét lavared d’ézhô gan̄t prin̄sed ar véleien ha gan̄d ann hénaoured.
24. Pa glevaz ar ré-man̄ kémen̄t-sé, é savchon̄t kévret hô mouéz étrézé Doué, hag é léverchon̄t : Aotrou, té eo éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar, ar môr, ha kémen̄d a zô enn-hô :
25. Té eo éc’h eûz lavaret dré ar Spéred-San̄tel, dré c’hénou hon tâd David da zervicher : Pérâg é tispac’h ar broadou, ha pérâg ar boblou hô deûz-hi mennet traou gwân ?
26. Saved eo rouanez ann douar, hag ar brin̄sed a zô en em strolled a-unan a-énep ann Aotrou, hag a-éneb hé C’hrist.
27. Râg Hérodez ha Pon̄s-Pilat, gan̄d ar Jen̄tiled ha gan̄d ar bobl a Israel, a zô évit-gwîr en em strollet er géar-man̄ a-énep da Vâp san̄tel Jézuz, péhini éc’h eûz éôliet,
28. Évid ôber ar péz a oa bét reizet gan̄d da c’halloud, ha gan̄d da vénoz.
29. Ha bréma, Aotrou, sell ouc’h hô gourdrouzou, ha rô d’az goazed ann ners da ziskleria da c’hér gan̄t pép herder,
30. Évit ma astenni da zourn da iac’haad ar ré glan̄v, ha da ôber arouésiou ha burzudou é hanô da Vâp san̄tel Jézuz.
31. Goudé m’hô doé gréad hô féden, al léac’h é péhini édon̄t strollet a grénaz ; leûniet é oen̄d holl gan̄d ar Spéred-San̄tel, hag é tisklerchon̄t gér Doué gan̄d herder.
32. Hôgen al lôd brâz eûz ar ré a grédé n’hô doa néméd eur galoun hag eunn éné : hag hini anézhô na lavaré é oa d’ézhan̄ hé-unan ar péz en doa ; hôgen kémen̄t trâ a ioa boutin étré- z-hô.
33. Ann Ébestel a rôé testéni gan̄d eunn ners vrâz eûz a zazorc’hidigez hon Aotrou Jézuz-Krist : hag ar c’hrâs a ioa brâz enn-hô holl.
34. Râk na oa dén paour é-béd enn hô zouez ; ha kémen̄d hini en doa douarou pé tiez, a werzé anézhô, hag a zigasé ann dalvoudégez eûz ar péz en doa gwerzet,
35. Hag a lékéa anézhi da dreid ann Ébestel. Neûzé é rannen̄d ann arc’han̄t étré pép-hini dioud hô ézomm.
36. Hôgen Jozef, les-hanvet Barnabaz gan̄d ann Ébestel, (da lavaroud eo Mâb ar fréalzidigez), péhini a oa Lévit, ha ginidik eûz a Sipra,
37. A werzaz parkou en doa, hag a gasaz arc’han̄t ar werz da dreid ann Ébestel.
1. Neûzé eunn dén hanvet Ananiaz gan̄d hé c’hrég Safira, a werzaz douarou.
2. Hag a viraz enn tu diout-han̄ lôd eûz a arc’han̄t gwerz ann douarou, a-unan gan̄d hé c’hrég : hag é kéméraz al lôd all, hag hen kasaz da dreid ann Ébestel.
3. Hôgen Per a lavaraz : Ananiaz, pérâk Satan en deûz-hén̄ temptet da galoun, évit da lakaad da lavaroud eur gaou d’ar Spéred-San̄tel, ha da viroud enn tu diouz-id lôd eûz a arc’han̄t da zouarou ?
4. Ha na ven̄t két choumet gan-éz, mar ez pé karet ; ha goudé béza hô gwerzet, ha né oa két c’hoaz ann arc’han̄t d’îd ? Pérâg éc’h eûz-té lékéat ar ménoz-sé enn da galoun ? Né kéd d’ann dûd éc’h eûz lavaret gaou, da Zoué eo.
5. Hôgen pa glevaz Ananiaz ar geriou-zé, é kouézaz hag é varvaz. Hag ar ré holl a glevaz kémen̄t-sé a oé spoun̄tet brâz.
6. Neûzé tûd-iaouan̄k a zavaz, a géméraz anézhan̄, hé zougaz hag hé zouaraz.
7. War-drô teir heur goudé, hé c’hrég, péhini na wié kéd ar péz a ioa c’hoarvézet, a zeûaz.
8. Ha Per a lavaraz d’ézhi : Lavar din, grég, hag azé éma kémen̄d hoc’h eûz gwerzet hô touarou ? Hag hî a lavaraz : Ia, kémen̄t-sé eo.
9. Neûzé Per a lavaraz d’ézhi : Pénaoz oc’h-hu en em unanet ével-sé évit tempti Spéred ann Aotrou ? Chétu oud ann ôr treid ar ré hô deûz doua-