ret da ozac’h, mon̄d a réon̄d ivé d’az tougen.
10. Râk-tâl é kouézaz d’hé dreid, hag é varvaz. Ann dûd-iaouan̄g éla ô véza deûed ébarz, hé c’havaz marô, hag ô véza hé c’héméret, hé douaraz é-kichen hé fried.
11. Hag eur spoun̄t brâz a zavaz enn Iliz holl hag é-touez ar ré holl a glevaz méneg eûz a gémen̄t-man̄.
12 Hôgen ann Ébestel a réa kalz a arwésiou hag a vurzudou dirâg ar bobl. Hag en em strolla a réan̄d holl a-unan é pon̄dalez Salomon.
13. Hini eûz ar ré all na grédé en em unani gan̄t-hô : hôgen ar bobl a veûlé kalz anézhô.
14. Hôgen ann niver eûz ar ré a grédé, ken goazed, ken merc’hed, a greské mui-oc’h-vui.
15. Enn hévélep doaré ma touget ar ré glan̄v war al leûriou ker, ha m’hô lékéad war wéléou ha war flédou, évit pa drémenfé Per, ma teûfé da-vihana hé skeûd da c’hôlei unan-bennâg anézhô, ha ma vijen̄t iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou.
16. Eunn niver brâz a dûd a zirédé ivé eûz ar c’heriou nés da Jéruzalem, hag é tigasen̄t hô zûd klan̄v, hag ar ré a ioa heskinet gan̄d ar spéréjou louz : hag hô faréen̄t holl.
17. Hôgen Prin̄s ar véleien a zavaz, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ (péré a zô eûz a hérézi ar Zaduséed) ô véza leûn a warizi.
18. Hag é taolchon̄t hô daouarn war ann Ébestel, hag hô lékéjon̄t er gen-brizoun.
19. Hôgen Éal ann Aotrou a zigoraz é-pâd ann nôz dôriou ar prizoun, hag ô véza hô c’haset er-méaz, é lavaraz :
20. Id, ha savid enn templ, ha livirid d’ar bobl ann holl c’heriou eûz ar vuez-zé.
21. Pa glevaz ar ré-man̄ kémen̄t-sé, éz éjon̄t enn templ min̄tin mâd, hag en em lékéjon̄t da brézégi. Koulskoudé Prin̄s ar véleien, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a zeûaz, hag a strollaz ann alierien hag ann holl Hénaoured eûz a bobl Israel ; hag é kaschon̄t tûd d’ar prizoun évid hô digas.
22. Ann oviserien ô véza deûet, a zigoraz ar prizoun, ha n’hô c’hafchon̄t két, hag é tistrôjon̄t, hag hé rôjon̄t da anaout,
23. O lavarout : Kavet hon eûz ar prizoun serret gan̄t kalz a bréder, hag ar gwarded enn hô zâ é-tâl ann ôriou : hôgen pa hon eûz digoret, n’hon eûz kavet dén ébarz.
24. Hôgen mérer ann templ ha prin̄sed ar véleien pa glefchon̄t kémen̄t-sé, a oé nec’het diwar-benn ar péz a dlié da c’hoarvézout.
25. Hôgen unan-bénnâg a zeûaz hag a lavaraz d’ézhô : Chétu ann dûd-zé hô poa lékéad er prizoun a zô enn templ, hag a gélenn ar bobl.
26. Neûzé mérer ann templ a iéaz gan̄d hé oviserien, hag a zigasaz anézhô hép rédi : râg aoun hô doa na zeûfé ar bobl d’hô labéza.
27. Pa hô doé hô digaset, é lakéjon̄d anézhô dirâg ann alierien : hag ar Bélek-brâz a réaz eur goulenn out-hô,
28. O lavarout : dré hor gourc’hémennou hor boa gourc’hémennet d’é-hoc’h na gélenjac’h kéd enn hanô-zé : ha chétu hoc’h eûz leûniet Jéruzalem gan̄d hô kélennadurez, hag é fell d’é-hoc’h dougen war-n-omp goâd ann dén-zé.
29. Hôgen Per hag ann Ébestel a respoun̄taz : Réd eo ken̄toc’h sen̄ti ouc’h Doué égéd ouc’h ann dûd.
30. Doué hon tadou en deûz dazorc’het Jézuz péhini hoc’h eûz lékéad da vervel, oc’h hé staga oud ar prenn.
31. Hen-nez eo a zô bét savet gan̄d dourn déou Doué da Brin̄s ha da Zalver, évit rei da Israel ar binijen, hag ann distol eûz ar péc’héjou.
32. Ha nî a zô téstou eûz ar péz a lévéromp, hag ar Spéred-San̄tel ivé, péhini a zô bét rôet gan̄d Doué d’ar ré a zen̄t out-han̄.
33. Pa glevchon̄t kémen̄t-sé é savaz droug enn-hô, hag é vennen̄t hô lakaad da vervel.
34. Hôgen eur Farizian hanvet Gamaliel, péhini a ioa doktor eûz al lézen, hag énoret brâz gan̄d ar bobl holl, a zavaz é-touez ann alierien, hag a c’hourc’hémennaz lakaad ann Ébestel er-méaz évit berr amzerr.