1. Neûzé ar Bélek-brâz a lavaraz d’ézhan̄ : Ha gwîr eo ar péz a lévéreur ?
2. Hag hén̄ a lavaraz : Tûd, va breûdeûr, ha va zadou, klevit : Ann Doué a c’hloar en em ziskouézaz da Abraham hon tad pa édo er Mézopotamia, abarz ma choumaz é Karan,
3. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kéa er-méaz eûz da vrô, hag eûz da géren̄tiez, ha deûz enn douar a ziskouézinn d’îd.
4. Neûzé éz éaz er-méaz eûz a zouar ar C’haldéed, hag éz éaz da choum é Karan. Hag ac’hanô, goudé ma oé marô hé dâd, Doué a zigasaz anézhan̄ enn douar-man̄, é péhini é choumit bréma.
5. Ha na rôaz d’ézhan̄ madou é-béd enn-han̄ : na rôaz két zô-kén héd eunn troad : hôgen rei a réaz hé c’hér pénaoz her rôjé d’ézhan̄ enn hé gers, ha d’hé wenn hé-c’houdé, pa n’en doa c’hoaz mâb é-béd.
6. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ pénaoz hé wenn a choumché enn eunn douar a-ziavéaz, a vijé lékéad é sklavérez, ha gwall gaset é-pâd pévar c’han̄t vloaz.
7. Hôgen, émé ann Aotrou, barna a rinn ar vrôad gan̄t péhini é vézin̄t bét lékéad é sklavérez. Ha goudé-zé é teûin̄t er-méaz, hag é servichin̄t ac’hanoun el léac’h-man̄,
8. Hag é rôaz d’ézhan̄ kévrédigez ann trô-drouc’h : hag ével-sé Abraham a en̄gehen̄taz Izaak, hag a drô-drouc’haz anézhan̄ ann eizved dervez, hag Izaak a en̄géhen̄taz Jakob ; ha Jakob a en̄géhen̄taz ann douzék Tâd-brâz.
9. Hag ann Tâdou-brâz dré warizi, a werzaz Jozef enn Éjipt ; hôgen Doué a ioa gan̄t-han̄ :
10. Hag é tieûbaz anézhan̄ eûz hé holl en̄krézou : hag é rôaz d’ézhan̄ ar gaerded hag ar furnez dirâk Faraon roué ann Éjipt, péhini hel lékéaz da réner war ann Éjipt, ha war hé holl dî.
11. Hôgen don̄d a réaz eunn naounégez vrâz enn holl Éjipt hag é Kanaan, ha brâz é oé ann en̄krez : hag hon tadou na gaven̄t kéd a vouéd.
12. Pa glevaz Jakob pénaoz é oa éd enn Éjipt, é kasaz dî hon tadou eur wéach gen̄ta.
13. Ha d’ann eil gwéach é oé anavézet Jozef gan̄d hé vreûdeûr, ha Faraon a anavézaz hé wenn.
14. Neûzé Jozef a gasaz da gerc’hout Jakob hé dâd, hag hé holl géren̄t ; pemzék dén ha tri-ugen̄t.
15. Ha Jakob a ziskennaz enn Éjipt, hag a varvaz énô, hag hon tadou ivé.
16. Ha dizouget é oen̄t é Sichem, ha lékéad er béz a oa bét prénet gan̄d arc’han̄t Abraham digan̄t mipien Hémor mâb Sichem.
17. Hôgen ô véza ma tôstéé amzer ar gwéstl en doa gréad Doué da Abraham, ar bobl a greskaz, hag a baottaz enn Éjipt,
18. Bété ma savaz enn Éjipt eur roué all, péhini n’en doa két anavézet Jozef.
19. Hen-nez leûn a drôidellérez a-énep hon tûd a en̄krézaz hon tadou, béteg hô lakaad da deûrel er-méaz hô bugalé, évit na zeûjen̄t kén da baotta.
20. Enn amzer-zé éo é oé ganet Moizez, péhini a oé mâd dirâk Doué. E-pâd tri miz é oé maget é tî hé dâd.
21. Hôgen ô véza bét lékéad er-méaz, é oé kéméret gan̄t merc’h Faraon, péhini a vagaz anézhan̄ ével eur mab d’ézhi.
22. Ha Moizez a oé desket é holl furnez ann Éjipsianed, hag é teûaz da véza gallouduz é geriou hag é ôbériou.
23. Hôgen pa oé deûed d’ann oad a zaou-ugen̄t vloaz, é teûaz c’hoan̄t enn hé galoun da von̄d da wéloud hé vreûdeûr bugalé Israel.
24. Hag ô wéloud eur ré oc’h ôber drouk da unan anézhô, é tifennaz anézhan̄ ; hag ô véza skôet gan̄d ann Éjipsian, é ven̄jaz ann hini da béhini é oa bét gréad drouk.
25. Hôgen hén̄ a grédé é teûjé hé vreûdeûr da boella pénaoz oa dré hé zourn é tlié Doué hô dieûbi : hag hî na boeljon̄t két kémen̄t-sé.
26. An̄trônôz en em gavaz pa édo