Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/519

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
517
obériou ann ébestel.

lôd anézhô oc’h en em zaéla, hag hén̄ a glaské lakaad ar péoc’h étré-z-hô, hag a lavaré : Tudou, breûdeûr oc’h, pérâg en em grôzit-hu ann eil égilé ?

27. Hôgen ann hini a grôzé hé nésa a bellaaz anézhan̄, ô lavarout : Piou en deûz da lékéad da brin̄s ha da varner war-n-omp.

28. Ha na fell kéd d’îd va laza, é-c’hîz ma éc’h eûz lazet déac’h eunn Éjipsian ?

29. Hôgen Moizez pa glevaz ar gér-zé a dec’haz kuît : hag é oé diavésiad é douar Madian, é péléac’h en dôé daou vab.

30. Ha goudé ma oé tréménet daou-ugen̄t vloaz, en em ziskouézaz d’ézhan̄ eunn Éal é distrô ménez Sina, é-kreiz tân eur voden leskidik.

31. Pa wélaz Moizez kémen̄t-sé, é oé souézet-brâz eûz ar péz a wélé, hag ô véza tostéet évid arvesti, é klevaz mouéz ann Aotrou, a lavaré :

32. Mé eo Doué da dadou, Doué Abraham, Doué Izaak, ha Doué Jakob. Hôgen Moizez a gréné, ha na grédé kéd sellet.

33. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Tenn da voutou eûz da dreid ; râg al léac’h é péhini émoud a zô eunn douar san̄tel.

34. O wélout em eûz gwélet en̄krez va fobl, péhini a zô enn Éjipt ; kleved em eûz hô c’heinvanou, hag ounn diskennet évid hô dieûbi. Deûz ’ta bréman, hag é kasinn ac’hanod enn Éjipt.

35. Ar Moizez, péhini hô doa dinac’het, pa léverjon̄t : Piou en deûz da lékéad da brin̄s ha da varner ? Hen-nez a zô bét kaset gan̄d Doué da brin̄s ha da zieûber dré zourn ann Éal, a oa en em ziskouézed d’ézhan̄ er vôden.

36. Hen-nez eo hô lékéaz da zon̄d er-méaz, oc’h ôber burzudou hag arouésiou é douar ann Éjipt, er môr Rûz, hag enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz.

37. Hen-nez eo ar Moizez-zé, péhini en deûz lavaret da vugalé Israel : Doué a lakai da zével é-touez hô preûdeûr eur Profed ével-d-oun ; sélaouit-hén̄.

38. Hen-nez eo a oé enn Iliz enn distrô gan̄d ann Éal, pehini a gomzé out-han̄ é ménez Sina, ha gan̄d hon tadou : hén̄ eo en deûz bét ar geriou a vuez évid hô rei d’é-omp.

39. Hon tadou na fellaz két d’ézhô sen̄ti out-han̄ : hôgen hé bellaad a réjon̄t, hag é tistrôjon̄t a galoun enn Éjipt.

40. Hag é léverjon̄d da Aaron : Gra d’é-omp douéou hag a gerzô enn hor raok ; râg ar Moizez-zé péhini en deûz hon tennet euz a zouar ann Éjipt, na ouzomp két pétrâ eo deûed da véza.

41. Hag é réjon̄d eul leûé enn deisiou-zé, hag é kennigchon̄t eunn anéval d’ann idol, hag en em laouénéchon̄t é labour hô daouarn.

42. Hôgen Doué a zistroaz diout-hô, hag hô lézaz da zervicha armé ann Én̄v, é-c’hîz ma éo skrivet é levr ar Broféded : Tî Israel, ha kenniged éc’h eûz-té d’in sakrifisou hag anévaled enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz ?

43. Ha c’houi hoc’h euz kéméret telt Molok, ha stéren hô Toué Remfam, skeûdennou péré hoc’h euz gréat évid hô azeûli. Dré-zé é kasinn ac’hanoc’h enn tû all da Vabilon.

44. Hon tadou hô doé enn distrô telt ann desténi, ével m’en doa Doué, ô komza out Moizez, gourc’hémennet d’ézhan̄ hé ôber hervez ann doaré ma en doa gwélet.

45. Hag hon tadou ô véza hé géméret, a gasaz anézhan̄ gan̄t-hô, dindân rénadur Jézuz é perc’henniez ar vrôadou, péré a gasaz Doué a-ziaraog hon tadou, bété deisiou David,

46. Péhini a gavaz trugarez dirâk Doué, hag a c’houlennaz out-han̄ ma helljé sével eunn telt da Zoué Jakob.

47. Hôgen Salomon eo a zavaz eunn ti d’ézhan̄.

48. Koulskoudé ann Uc’héla na choum kéd enn templou gréat gan̄d daouarn ann dûd, e-c’hîz ma lavar ar Profed :

49. Ann Én̄v eo va c’hador, hag ann douar skabel va zreid. Pé dî a zafod d’in, émé ann Aotrou ? Ha pé léac’h a hellfé béza da arzaô d’in ?

50. Ha n’eo két va dourn en deûz gréat kémen̄t-se ?