Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/521

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
519
obériou ann ébestel.

ann Ébestel a roé ar Spéred-San̄tel oc’h astenna hô daouarn, é kennigaz arc’han̄t d’ézhô,

19. O lavarout : Rôid ivé d’in ar galloud-zé, ma tigémérô ar Spéred-San̄tel kémen̄d hini em bézô lékéat va daouarn war-n-ézhan̄. Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄ :

20. Ra vézô kollet da arc’han̄t gan-éz, ô véza ma éc’h eûz mennet é helfez kaout rô Doué gan̄d arc’han̄t.

21. N’éc’h euz na lôd, na kévren er brezégen-man̄ ; rak da galoun né kéd éeun dirâk Doué.

22. Gra éta pinijen eûz ann drougiez-zé ac’hanod ; ha péd Doué, évit ma tistolô d’îd, mar d-eo galluz, ar ménoz-zé eûz da galoun.

23. Râg gwéloud a rann pénaoz émoud é béstl ar c’houervder, hag é éréou ann direisted.

24. Hôgen Simon a respoun̄taz, hag a lavaraz : Pédit c’houi ann Aotrou évid-oun, évit na zigouézô nétra din eûz ar péz hoc’h eûz lavaret.

25. Hag hî goudé béza rôet testéni d’ann Aotrou, ha goudé béza diskleriet hé c’hér, a zistrôaz da Jéruzalem, enn eur brézégi ann Aviel é meûr a bann eûz a vrô ar Zamaritaned.

26. Hôgen Éal ann Aotrou a gomzaz ouc’h Filip, ô lavarout : Saô, ha kéa étrézég ar c’hresteiz, war-zû ann hen̄t a ziskenn eûz a Jéruzalem da C’haza, péhini a zô enn eul léac’h distrô.

27. Hag hén̄ a zavaz hag a iéaz. Ha chétu eunn dén eûz ann Étiopia, eur spaz, eunn dén galloudek eûz a lez Kan̄dasez rouanez ann Étiopianed, péhini a ioa da benn war hé holl denzoriou, a ioa deûed da Jéruzalem évid azeûli ;

28. Hag ô tistrei é oa azézet war hé garr, hag é lenné ar Profed Izaiaz.

29. Neûze ar Spéred a lavaraz da Filip : Difré, ha dinesa oud ar c’harr-zé.

30. Ha Filip a rédaz, hag a glevaz anézhan̄ ô lenna ar Profed Izaiaz, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Ha menna a réz-té é poelfez ar péz a lennez ?

31. Hag hé-man̄ a lavaraz : Ha pénaoz é hellfenn, ma na ziskouéz dén d’in ? Hag é pédaz Filip da biña, ha da azéza gan̄t-han̄.

32. Hôgen al léac’h eûz ar Skritur a lenné a oa hé-man̄ : É c’hîz eunn dan̄vad eo bét kaset da laza ; hag é-c’hîz eunn oan péhini a choum mûd dirâg ar c’hrévier, ével-sé n’en deûz kéd digoret hé c’hénou.

33. Enn hé vuelded hé varn a zô bét lamet. Piou a zanévellô hé c’hanédigez, ô véza ma vézô lamet hé vuez diwar ann douar ?

34. Hag ar spâz a respoun̄taz hag a lavaraz da Filip : Lavar d’in, mé az péd, diwar-benn piou é lavar ar Profed kémen̄t-sé, pé diwar-benn hé-unan, pé diwar-benn eunn all bennâg ?

35. Neûzé Filip ô tigeri hé c’hénou, a zéraouaz dré ar Skritur-zé, hag a brézégaz d’ézhan̄ Jézuz.

36. Ha pa’z éan̄t enn hen̄t, é kafchon̄t dour, hag ar spâz a lavaraz : Chétu dour, pétrâ a vîr na venn badézet :

37. Ha Filip a lavaraz : Mar krédez a wîr galoun, é hell béza gréat. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Mé a gréd pénaoz Jézuz-Krist a zô Mâb da Zoué.

38. Hag é c’hourc’hémennaz harza ar c’harr : hag é tiskenchon̄t hô daou enn dour, ha Filip a vadézaz ar spâz.

39. Hôgen pa oen̄t savet eûz ann dour, ar Spéred a skrapaz é Filip, hag ar spâz n’her gwélaz mui ; hôgen mon̄d a réaz laouen enn hé hen̄t.

40. Koulskoudé Filip en em gavaz é Azot, hag ô tréménout é prezégé ann Aviel dré ar c’heriou, bété ma teûaz da Zézaréa.


————
IX. PENNAD.


1. Hôgen Saul péhini a ioa c’hoaz leûn a c’hourdrouzou, ha péhini a glaské marô diskibled ann Aotrou, a iéaz da gavout ar Bélek-brâz,

2. Hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ lizéri évit sinagogou Damez : évit mar kafché war ann hén̄t-zé, goazed pé merc’hed, hô c’hasché stâg da Jéruzalem.