Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/522

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
520
obériou ann ébestel.

3. Ha pa édo enn hen̄t, ha ma tôstéé oud Damaz, eur c’houlaouen eûz ann Én̄v a gelc’hiaz anézhan̄ enn-eunn-taol ;

4. Hag ô kouéza d’ann douar é klevaz eur vouéz a lavaré d’ézhan̄ : Saul, Saul, pérâg éc’h heskinez-té ac’hanoun ?

5. Hag hén̄ a lavaraz : Piou oud-dé, Aotrou ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Mé eo Jézuz péhini a héskinez ; fall a rez herzel oud ar broud (M).

6. Hag hén̄ ô kréna, ha spoun̄tet brâz a lavaraz : Aotrou, pétrâ a fell d’îd é rafenn ?

7. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa da géar, hag énô ô vézô lavared d’îd pétrâ éc’h eûz da ôber. Hôgen ann dûd a ioa gan̄t-han̄ a choumaz souézet-brâz, ô véza ma kleven̄t eur vouéz, ha na wélen̄d dén.

8. Saul éta a zavaz diwar ann douar, ha pétrâ-bennâg ma oa digor hé zaoulagad, na wéle bérad. Hôgen hî ô kregi enn hé zaouarn, a gasaz anézhan̄ da Zamaz.

9. Choum a réaz énô trî dervez hép gwélout, ha na zebraz na na évaz.

10. Hogen béz’ éz oa eunn diskibl é Damaz, hanvet Ananiaz : hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ enn eur wélédigez : Ananiaz. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé, Aotrou.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa er rû a hanveur ar Rû Vrâz : ha klask é tî Judaz eunn dén hanvet Saul eûz a Dars ; râg ô pidi éma.

12. (Ha Saul a wélaz eunn dén hanvet Ananiaz, péhini a zeûé enn tî, hag é lékéé hé zaouarn war-n-ézhan évit ma askafché ar gweled.)

13. Hôgen Ananiaz a respoun̄taz : Aotrou, kleved em eûz gant meûr a hini pénaoz ann dén-zé en deûz gréat kalz a zrouk d’ar sen̄t é Jéruzalem ;

14. Ha pénaoz eo bét rôed ar galloud d’ézhan̄ gan̄t Prin̄sed ar véleien da éréa kémen̄d hini a c’halvô da hanô.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, râg hen-nez a zô eul léstr em eûz dilennet évid dougen va hanô dirâg ar vrôadou, ar rouanez, ha bugalé Israel.

16. Râk mé a ziskouézô d’ézhan̄ pétrâ a vézô réd d’ézhan̄ da c’houzan̄vi évit va hanô.

17. Hag Ananiaz a iéaz, hag ô véza éad enn tî, éc’h astennaz hé zaouarn war-n-ézhan̄, hag é lavaraz : Saul va breûr, ann Aotrou Jézuz, péhini a zô en em ziskouézed d’îd enn hen̄d dré béhini é teûez, en deûz va digaset, évit ma wéli, ha ma vézi leûniet gan̄d ar Spéred-San̄tel.

18. Ha râk-tâl é kouézaz eûz hé zaoulagad é-c’hîz skan̄t, hag é teûaz adarré ar gwéled d’ézhan̄ : hag ô véza savet é oé badézet.

19. Hag ô véza kéméret boéd, é teûaz ners d’ézhan̄. Hag é choumaz eunn dervez-bennâg gan̄d ann diskibled a ioa é Damaz.

20. Ha rak-tâl é prézégaz er sinagogou, pénaoz Jézuz a ioa Mâb Doué.

21. Hôgen ar ré holl a glevé anézhan̄ a oa souézet, hag a lavaré : Ha né két hen-nez eo a heskiné é Jéruzalem ar ré a c’halvé ann hanô-zé, ha péhini a zô deûed ac’hanô aman̄ évid ô éréa hag hô châs da Brin̄sed ar véleien ?

22. Koulskoudé Saul a zistroé é iéc’hed mui-och-vui, hag é faézé Juzevien a ioa é Damaz, ô testénia d’ézhô pénaoz Jézuz a ioa ar C’hrist.

23. Hôgen pell-amzer goudé ar Iuzevien en em guzuliaz kévret évit hé lakaad da vervel.

24. Hô spiou a oé rôed da anaoud da Zaul ; râk nôz-deiz é tiwallen̄d ann ôriou, évid hé laza.

25. Hôgen ann diskibled a géméraz anézhan̄ é-pâd ann nôz, hag ô véza hé lékéad enn eûr gést, é tiskenchon̄d anêzhan̄ a-héd ar vôger.

26. Pa oé deûed da Jéruzalem, é klaskaz en em unani gan̄d ann diskibled ; hôgen holl hô doa aoun ra-z-han̄, ô veza na gréden̄t két é oa diskibl.

27. Hôgen Barnabaz a géméraz anézhan̄, hag hé c’hasaz d’ann Ébestel : hag é tanévellaz d’ézhô en doa gwelet enn hen̄t ann Aotrou, péhini en doa komzet out-han̄, ha pénaoz en doa prézéget, gan̄t fisian̄s é Damaz, hanô Jézuz.