Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/524

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
522
obériou ann ébestel.

pa dôstéen̄t ouc’h kéar, Per a biñaz er penn uc’héla eûz ann tî, war-drô ar c’houec’hved heur, évit pidi.

10. Hag ô véza m’en doa naoun, é fellaz d’ézhan̄ dibri. Hôgen é-pâd ma aozen̄t eunn dra-bennâg, é kouézaz war-n-ézhan̄ eunn estlam a spéred :

11. Hag é wélaz ann Én̄v digor, hag eul léstr ô tiskenni, ével eunn dousier vrâz a-ispiḻ dré ar pévar c’horn eûz ann Én̄v d’ann douar ;

12. Ha war béhini éz oa a bép seurt loéned pevar-zroadek, ha loéned-stlech diwar ann douar, hag evned eûz ann én̄v.

13. Hag eur vouéz a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, Per, lâz ha debr.

14. Hôgen Per a lavaraz : Doué ra virô, Aotrou : râk biskoaz n’em eûz debret eûz a gémen̄t a vé louz na dic’hlan.

15. Hag ar vouéz ô komza out-han̄ eunn eil gwéach, a lavaraz : Na lavar kéd é vé louz ar péz a zô glanet gan̄d Doué.

16. Kémen̄t-sé a c’hoarvézaz a-héd teir gwéach : ha neûzé al léstr é oé sachet enn én̄v.

17. Hag é-pâd ma oa nec’het Per, évit gouzout pétrâ é oa da lavarout ar welédigez en doa gwélet, chétu ar goazed a ioa bét kaset gan̄t Kornéliuz, ô véza goulennet péléac’h édô ti Simon, en em gavaz oud ann ôr.

18. Ha goudé béza galvet, é c’houlenchon̄t ma né oa kéd énô é choumé Simon, les-hanvet Per.

19. Hôgen ô véza ma kouné Per er wélédigez, ar Spéred a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu tri dén a glask ac’hanod.

20. Saô éta, diskenn, ha kéa gan̄t-hô héb arvar é-béd ; râk mé eo em eûz hô c’haset.

21. Ha Per ô véza diskennet da gavoud ann dûd-zé, a lavaraz : Mé eo ann hini a glaskit. Pétrâ eo ann abek évit péhini oc’h deûet?

22. Hag hî a lavaraz : Kornéliuz ar c’han̄téner, dén gwirion, hag a zoujan̄s Doué, hervez ann desténi a rô d’ézhan̄ ann holl bobl a Judéa, a zô bét kélennet gan̄d eunn Éal san̄tel, da zigémenna ac’hanod d’hé dî, ha da zélaoui da c’heriou.

23. Per éta a réaz d’ézhô don̄t enn tî, hag hô herberc’hiaz. Hôgen an̄trônoz é savaz hag éz éaz gan̄t-hô : ha lôd eûz ar vreûdeûr a Joppé a iéaz kévret gan̄t-han̄.

24. An̄trônôz éc’h errujon̄t e Sézaréa, é péléac’h Kornéliuz ô véza galvet hé géren̄t hag hé viñouned vrâz, a c’héde anézhô.

25. Ha pa oé éat Per enn tî, Kornéliuz a ziambrougaz anézhan̄, hag ô véza en em daolet d’hé dreid, éc’h azeûlaz anézhan̄.

26. Hôgen Per a lékéaz anézhan̄ da zével, o lavârout : Saô ; ha mé ivé n’ounn néméd eunn dén.

27. Hag ô komza out-han̄ éz éaz enn tî, hag é kavaz kalz a dûd a oa strollet énô :

28. Hag é lavaraz d’ézhô : C’houi a oar pénaoz eo eunn dra argarzuz évid eunn dén eûz ar Judéa en em unani gan̄d eunn diavésiad, pé mon̄d d’hé gavout : hôgen Doué en deuz diskouézed d’in pénaoz na dléeur gervel dén louz na dic’hlan.

29. Dré-zé ounn deûed héb arvar d’az kavout, pa éc’h eûz va digémennet. Bréma é c’houlennann dré bé abek éc’h eûz va digémennet.

30. Ha Kornéliuz a lavaraz : Béz’ éz eûz bréma pevar dervez, é oann ô pidi em zî enn naved heur, ha chétu eunn dén gwisket é gwenn en em ziskouézaz d’in, hag a lavaraz :

31. Kornéliuz, da béden a zô bét klevet, ha da aluzennou a zô bét kaset da goun dirâk Doué.

32. Kâs éta da Joppé, ha digémenn Simon, les-hanvet Per : choum a ra é-tî Simon ar c’hourrézer é-tal ar môr.

33. Kased em eûz éta râk-tâl d’az kavout ; ha té éc’h eûz gréad eunn dra dudiuz d’in ô ton̄t. Chétu nî éta bréma dira-z-od, évit klevout kémen̄d en deûz Doué kémennet d’îd da lavarout.

34. Neûzé Per a zigoraz hé c’hénou hag a lavaraz : É gwirionez é wélann pénaoz Doué n’en deûz kemm é-béd évid dén ;

35. Hôgen pénaoz é péb brôad, piou-bennâg a zouj anézhan̄, hag a ra obériou eeun, a zô hétuz d’ézhan̄.