3. Choum a réjon̄t éta énô pell-amzer, oc’h embréga gan̄d herder é-ken̄ver ann Aotrou, péhini a zougé testéni da c’hér hé chrâs, oc’h hô lakaad da ôber arwésiou ha burzudou gan̄d hô daouarn.
4. Ével-sé holl dud kéar a oé rannet ; lôd a oé gan̄d ar Iuzevien, ha lôd gan̄d ann Ebestel.
5. Hôgen pa’z éa ar Jen̄tilez hag ar Iuzévien gan̄d hô frin̄sed d’en em deûrel war-n-ézhô, évid hô c’hunuc’ha hag ô labéza,
6. Pa wézchon̄t kémen̄t-sé é tec’hchon̄t étrézé Listra ha Derbé, keriou eûz a Likaonia, hag enn holl vrô war-drô, hag é prézégen̄t énô ann Aviel.
7. Béz’ éz oa é Listra eunn dén péluzet enn hé dreid, a iea kamm a gôv hé vamm, ha n’en doa kerzet biskoaz.
8. Hé-man̄ a glevaz Paol ô prézégi : ha Paol ô véza selled out-han̄, hag ô wélout pénaoz en doa ar feiz é vijé paréet,
9. A lavaraz gan̄d eur vouéz gré : Saô eeun war da dreid. Hag hen̄ a réaz eul lamm, hag en em lékéaz da gerzout.
10. Hôgen pa wélaz ar bobl ar péz en doa gréat Paol, é savchon̄t hô mouéz, hag é léverchon̄t é iéz Likaonia : Douéou hén̄vel ouc’h tûd a zô diskennet étrézég enn-omp.
11. Hag é c’halven̄t Barnabaz Jupiter, ha Paol Merkur, ô véza ma oa hén̄ a zougé ar gér.
12. Bélek Jupiter ivé, péhini a oa tôst da géar, a zigasaz tirvi ha garlan̄tésiou e-tâl ann ôr, hag a fellé d’ézhan̄ azeûli gan̄d ar bobl.
13. Ann Ébestel Barnabaz ha Paol pa glevchon̄t kémen̄t-sé, a rogaz hô diḻad, hag a lammaz é-kreiz ar bobl, ô kria,
14. Hag ô lavarout : Tudou, Pérâg é rît-hu ann dra-zé ? Tûd omp hén̄vel ouz-hoc’h, ha dalc’hed d’ar marô ével-d-hoc’h, hag é prézégomp d’é-hoc’h évit ma tistrôot diouc’h ann traou gwân-zé étrézég ann Doué béô, péhini en deûz gréat ann én̄v, hag ann douar, hag ar môr, ha kémen̄t tra a zô enn-hô :
15. Péhini enn amzeriou trémenet en deûz lézet ann holl vrôadou da gerzout enn hô hen̄chou.
16. Ha koulskoudé n’eo két en em lézet hé-unan hép testéni, oc’h ôber vad, ô rei glaôiou eûz ann én̄v, hag amzeriou frouézuz, ha boéd founn, hag ô leûnia hor c’halonou a lévénez.
17. Ha pétrâ-bennâg ma léverchon̄t, hô doé béac’h ô viroud oud ar bobl na azeûlchen̄t anézhô.
18. Hôgen don̄d a réaz dî Iuzevien eûz a An̄tiokia hag eûz a Ikoniom : hag ô véza gounézet ar bobl, é labézchon̄t Paol, hag é kaschon̄t anézhan̄ er-méaz eûz a géar, ô venna penaoz é oa marô.
19. Hôgen ann diskibled ô véza en em zastumet enn-drô d’ézhan̄, é savaz hag éz éaz é kéar ; hag an̄trônôz éz éaz-kuit da Zerbé, gan̄t Barnabaz.
20. Ha goudé béza prézéget ann Aviel er géar-zé, ha béza kélennet kalz a dûd, é tistrôjon̄t da Listra, da Ikoniom, ha da An̄tiokia,
21. O krévaat énéou ann diskibled, hag oc’h hô erbédi da gen̄derchel er feiz : ô véza ma eo réd d’é-omp tréménout dré galz a en̄krézou évit mon̄d é rouan̄télez Doué.
22. Ha goudé béza lékéat dézhô béleien é péb Iliz, gan̄t pédennou ha gan̄t iunou, éc’h erbédchon̄t anézhô d’ann Aotrou, é péhini hô doa krédet.
23. Hag ô treûzi ar Pizidia, é teûjon̄t er Pamfilia.
24. Ha goudé béza prézéget gér ann Aotrou é Perga, é tiskenchon̄t da Attalia :
25. Hag ac’hanô é verdééchon̄t étrézég An̄tiokia, a béléac’h é oan̄t bét kaset gan̄t grâs Doué, évid ôber ar péz hô dôa gréat.
26. Hôgen pa oen̄t deûet, ha pa hô doé strollet ann Iliz, é tanévelchon̄t kémen̄t en doa Doué gréat gan̄t-hô, ha pénaoz en doa digoret d’ar Jen̄tiled dôr ar feiz.
27. Hag é choumchon̄t énô pell-amzer gan̄d ann diskibled.