l. Hôgen hiniennou péré a oa diskennet eûz a Judéa, a zeské ann dra-man̄ d’ar vreûdeûr : Ma na vézit trô-drouc’het hervez kîz Moizez, na hellit két béza salvet.
2. Paol ha Barnabaz ô véza éta stourmet kré enn hô énep, é oe reizet pénaoz Paol hi Barnabaz, hag hiniennou eûz ar ré all a biñché é Jéruzalem, da gavout ann Ébestel hag ar véleien, diwar-benn kémen̄t-sé.
3. Ar ré-man̄ goudé béza bét ambrouget gan̄d ann Iliz, a dreûzaz ar Fénisia hag ar Samaria, ô tanévella distrô ar Jen̄tiled : hag hî a réa eul lévénez vrâz d’ann holl vreûdeûr.
4. Pa oen̄t deûed da Jéruzalem, é oen̄t digéméret gan̄d ann Iliz ha gan̄d ann hénaoured ; hag é rôjon̄d da anaout ann holl draou en doa gréat Doué gan̄t-hô.
5. Hôgen hiniennou eûz a hérézi ar Farizianed, hag a oa deûet da gridi, a zavaz, ô lavarout penaoz é oa réd trô-drouc’ha ar Jen̄tiled, ha gourc’hémenni d’ézhô mirout lézen Moizez.
6. Ann Ébestel éta hag ann hénaoured en em strollaz évit sellout-pîz oud kémen̄t-sé.
7. Ha goudé béza bét en em guzuliet kévret, Per a zavaz hag a lavaraz d’ézhô : Tûd va breûdeûr, c’houi a oar pénaoz pell amzer zô en deûz Doué va dilennet enn hon touez, évit ma klevché dré va génou ar Jen̄tiled gér ann Aviel, ha ma teûjen̄t da gridi.
8. Ha Doué péhini a anavez ar c’halounou, en deûz douget testéni d’ézhô, enn eur rei d’ézhô ar Spéred-San̄tel, kerkouls ha d’é-omp-ni ;
9. Ha n’en deûz great kemm é-béd étré nî hag hî, ô glana hô c’halounou dré ar feiz.
10. Pérâg éta bréma é temptit-hu Doué, ô lakaad eur iéô war chouk ann diskibled, ha n’hô deûz két gellet hon tadou hé dougen, na nî ken-nébeût ?
11. Hôgen nî a gréd pénaoz eo dré c’hrâs ann Aotrou Jézuz-Krist é vézimp salvet, kerkouls hag hî.
12. Neûzé ar bobl holl a davaz : hag é sélaouén̄t Barnabaz ha Paol, péré a zanévellé d’ézhô ann arwésiou hag ar vurzudou en doa gréat Doué gan̄t-hô é-touez ar Jen̄tiled,
13. Ha goudé m’hô doé tavet, Jakez a respoun̄taz hag a lavaraz : Tûd va breûdeûr, sélaouit ac’hanoun.
14. Simon en deûz danévellet d’é-hoc’h pénaoz Doué en deûz sellet da gen̄ta oud ar Jen̄tiled, évit kémérout enn hô zouez eur bobl enn hé hanô.
15. Ha geriou ar Broféded a zô hén̄vel out kémen̄t-sé, ével ma eo skrivet :
16. Goudé-zé é tistrôinn, hag é savinn a-nevez telt David, a zô kouézet ; hag é savinn a-nevez hé zoriou, évid hé lakaad enn hé zâ :
17. Évit ma teûi ann dilerc’h eûz ann dûd, hag ann holl Jen̄tiled a vézô galvet eûz va hanô, da glaskout ann Aotrou. Ével-sé é lavar ann Aotrou péhini en deûz gréat ann traou-zé.
18. Doue a anavez hé ôber a béb amzer.
19. Dré-zé é vennann pénaoz na dléeur két en̄krézi ar ré eûz a douez ar Jen̄tiled péré a zistrô ouc’h Doué :
20. Hôgen skriva d’ézhô ma tiouérin̄t saotrou ann idolou, hag ar c’hadélez, hag ar c’hik mouget, hag ar goâd.
21. Rag é-kén̄ver Moizez, béz’ éz eûz a béb amzer tûd é pép kéar hag a brézeg anézhan̄ er sinagogou, é peléac’h é lenneur anézhan̄ pép sabbat.
22. Neûzé é oé kavet mâd gan̄d ann Ébestel, ha gan̄d ann hénaoured hag ann holl Iliz, dilenna tûd enn hô zouez évid hô c’hâs da An̄tiokia gan̄t Paol ha Barnabaz. Dilenna a réjon̄t Judaz a les-hanveur Barsabaz, ha Silaz, tûd eûz ar ré gen̄ta é-touez ar vreûdeûr ;
23. Hag hî a skrivaz gan̄t-hô ével-henn : Ann Ébestel, hag ann hénaoured, hag ar vreûdeûr, d’hor breûdeûr eûz a-douez ar Jen̄tiled péré a zô é Antiokia, é Siria hag é Silisia, dématéoc’h.
24. O véza ma hon eûz klevet pénaoz hiniennou, péré a zeûé digan-é-omp, hô deûz hoc’h en̄krézet gan̄d hô