Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/537

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
535
obériou ann ébestel.

2. Hag é lavaraz d’ézhô : Ha digéméret hoc’h eûs-hu ar Spéred-San̄tel abaoé ma hoc’h eûz krédet ? Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : N’hon eûz két klevet zô-kén éz oa eur Spéred-San̄tel.

3. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : É pétra éta oc’h-hu bét badézet ? Hag hî a lavaraz : É badez Iann.

4. Neuzé Paol a lavaraz d’ézhô : Iann en deuz badézet gan̄t badisian̄t ar binijen, hag en deûz lavared d’ar bobl pénaoz é tlien̄t kridi enn hini a zeûé war hé lerc’h, da lavaroud eo é Jézuz.

5. O véza klevet kémen̄t-sé, é oen̄t badézet é hano ann Aotrou Jézuz.

6. Ha pa en doé Paol astennet hé zaouarn war-n-ézhô, ar Spéred-San̄tel a ziskennaz war-n-ézhô, hag é komzen̄t é meûr a iéz, hag é tiouganen̄t.

7. Béz’ é oa anézhô war-drô daouzék dén.

8. Hag hén̄ a iéaz er sinagog, é péléac’h é komzaz gan̄d herder é-pâd trî miz, ô striva hag oc’h alia diwar-benn rouan̄télez Doué.

9. Hôgen ô véza ma oa lôd hag en em galédé, ha na grédé két, hag a lavaré droug eûz a hen̄t ann Aotrou, dirâg ann holl bobl, hén̄ en em dennaz, hag a rannaz hé ziskibled eûz hô zouez ; hag é strivé bemdez é skôl eunn dén hanvet Tiran.

10. Kémen̄t-sé a réaz é-pâd daou vloaz. Hag ével-sé ar ré holl a choumé enn Azia, ken ar Iuzevien, ken ar C’hrésianed, a glevaz gér ann Aotrou.

11. Ha Doué a réa burzudou brâz meûrbéd dré zaouarn Paol.

12. Enn hévélep doaré ma lékéad war ar ré glan̄v al liénennou hag ar gourizou hô doa stoket oud hé gorf, ar ré-man̄ a oa paré eûz hô c’hlén̄véjou, hag ann drouk-spéréjou a iéa er-méaz,

13. Hôgen hiniennou eûz ann Ekzorsisted Iuzevien péré a rédé dré ar vrôiou a arnodaz gervel hanô ann Aotrou Jézuz war ar ré é péré é oa drouk-spéréjou, ô lavarout : Mé hô kâs-kuît dre Jézuz péhini a brézeg Paol.

14. Seiz mab Séva, Iuzéô ha prin̄s ar véleien, eo a réa kémen̄t-sé.

15. Hôgen ann drouk-spéred a lavaraz d’ézhô : Anaoud a rann Jézuz, ha gouzoud a rann piou eo Paol ; hôgen c’houi, piou oc’h-hu ?

16. Hag eunn dén é péhini é oa eunn diaoul drouk brâz a lammaz war zaou anézhô, hag ô véza tréac’h d’ézhô, é gwall-gasaz anézhô, enn hévélep doaré ma tec’hchon̄t enn noaz ha gouliet eûz ann tî-zé.

17. Kément-sé a oé anavézet gan̄t kémen̄t Iuzéô ha kémen̄t Grésian a choumé é Éfézuz : ar spoun̄t a grôgaz enn-hô holl, hag é veûlchon̄t hanô ann Aotrou Jézuz.

18. Ha kalz euz ar ré a grédé a zeûé, a govéséé hag a zisklerié hô ôberiou.

19. Kalz ivé anézhô péré hô doa heûliet ar skian̄chou dibaot, a zigasaz hô levriou, hag hô devaz dirâg ann holl : ha pa oé prizet ann dalvoudégez anézhô, é oé kavet é talien̄t han̄ter-kan̄t mil péz arc’han̄t.

20. Ével-sé gér Doué a greské kalz, hag a zeûé da grévaat.

21. Goudé-zé Paol a lékéaz enn hé spéred, goudé béza treûzet ar Masédonia hag ann Akaia, mon̄d da Jéruzalem, ô lavarout : Goudé ma vézinn bét énô, eo réd ivé d’in gwélout Rom.

22. Hag ô véza kaset er Masédonia daou eûz ar ré a zerviché gan̄t-han̄, Timotéuz hag Érastuz, é choumaz c’hoaz hén̄ eunn nébeûd amzer enn Azia.

23. Hôgen enn amzer-zé é c’hoarvézaz é hen̄d ann Aotrou eunn dispac’h ha né oa két bihan.

24. Râg eunn orféber hanvet Démétriuz, péhini a réa templou bihan arc’han̄t eûz a Ziana, a lékéa da c’hounid kalz ar ré euz ar micher-zé ;

25. O véza hô strollet, ha ré all péré a réa eunn hévélep labour, é lavaraz d’ézhô : Tudou, c’houi a oar pénaoz eo eûz al labour-zé é teû hor gounid :

26. Ha koulskoudé é wélit hag é klévit pénaoz ar Paol-zé gan̄d hé lavariou, en deûz distrôet eul lôd brâz a dûd, nann hép-kén é Éfézuz, hôgen ivé hôgoz dré ann holl Azia, ô lavarout pénaoz n’eo kéd douéou ar