10. Hôgen Paol ô véza diskennet, en em astennaz war-n-ézhan̄ ; hag ô véza hé vriatéet é lavaraz : N’en em c’hlac’harit két, éma hé éné enn-han̄.
11. Goudé, ô véza piñet adarré, ha goudé béza torret ar bara, ha debret, é komzaz c’hoaz out-hô bété goulou-deiz, hag éz éaz-kuît.
12. Hag hî a zigasaz ann dén-iaouan̄k béô, hag é oen̄t dizoaniet brâz.
13. Évit-omp-ni a biñaz enn eul léstr, hag éz éjomp ével-sé bétég Asson, é péléac’h é tliemp kémérout Paol : râg ével-sé en doa reizet ann traou, penaoz é rajé ann hen̄d war droad.
14. Pa en doé tizet ac’hanomp é Asson, éz éjomp kévret hag é teûjomp da Vitiléné.
15. Hag ac’hanô ô von̄d dré vôr, é teûjomp an̄trônôz dirâk Kioz ; hag ann deiz all é touarchomp é Samoz, hag an̄trônôz é teûjomp da Vilet.
16. Râg Paol en doa lékéad enn hé benn trémenout é-biou Éfézuz, gan̄d aoun na zaléfé enn Azia. Hasta a réa, évid en em gavout, mar boa galluz, é Jéruzalem é deiz ar Pen̄tékost.
17. Hogen eûz a Vilet é kasaz da Éfézuz, évit gervel hénaoured ann Iliz.
18. Ha pa oen̄t deûet d’hé gavout, ha ma oen̄t kévret, é lavaraz d’ézhô : C’houi a oar pénaoz, adaleg ann deiz ken̄ta ma ounn deûed enn Azia, ma ounn en em rénet enn hô kén̄ver a béb amzer :
19. Pénaoz em eûz servichet ann Aotrou gan̄t pép vuelded, é-kreiz ann daérou, hag ann en̄krézou a zô c’hoarvézet d’in gan̄t spiou ar Iuzevien ;
20. Pénaoz n’em eûz kuzet nétrâ ouz-hoc’h a gémen̄t a hellé béza talvouduz, hag em eûz zô-kén hé brézéget d’é-hoc’h ô kélenna ac’hanoc’h dirâg ann holl, hag enn hô tiez,
21. O testénia d’ar Iuzevien, kerkouls ha d’ar Jen̄tiled ar binijen é-kén̄ver Doué, hag ar feiz é-kén̄ver hon Aotrou Jézuz-Krist.
22. Ha bréma chétu mé ô veza éréet gan̄t ar spéred, éz ann da Jéruzalem, hép ma ouzonn pétrâ a c’hoarvézô gan-én̄ énô ;
23. Német ma tiougann d’in ar Spéred-San̄tel é pép kéar ma’z ann, pénaoz chadennou hag en̄krézou a c’hortoz ac’hanoun é Jéruzalem.
24. Hôgen n’ounn két spoun̄tet gan̄t kémen̄t-sé ; ha na rann stâd é-béd eûz va buez, gan̄t m’az inn é penn va ergerz, ha ma sévéninn ar garg em eûz digéméret digan̄t ann Aotrou Jézuz, évit prézégi Aviel grâs Doué.
25. Ha bréma chétu é ouzonn pénaoz na wélot mui va dremm, c’houi holl é-touez péré ounn tréménet ô prézégi rouan̄télez Doué.
26. Dré-sé é tiskleriann d’é-hoc’h hiriô, pénaoz ounn glân eûz a c’hoad pép-hini ac’hanoc’h.
27. Râk n’em eûz két gréat vân da rei da anaout d’é-hoc’h holl ali Doué.
28. Likid évez ouz-hoc’h hoc’h-unan, hag oud ann holl dropel war béhini en deûz ar Spéred-San̄tel hô lékéad da eskep, évit réna Iliz Doué, en deûz prénet gan̄d hé c’hoad.
29. Râk mé a oar pénaoz, pa vézinn éat-kuît, é teûi enn hô touez bleizi skrapuz, péré n’hô dévézô azaouez é-béd évid ann tropel.
30. Hag eûz hô kreiz hoc’h-unan é savô tûd péré a brézégô traou fall, évit tenna ann diskibled war hô lerc’h.
31. Râk-sé beḻit, hag hô péset koun pénaoz é-pâd tri bloaz n’em eûz éhanet na nôz na deiz da gélenna gan̄d daérou pép-hini ac’hanoc’h.
32. Ha bréma éc’h erbédann ac’hanoc’h da Zoué, da c’hér hé c’hrâs, d’ann hini a hell peûr-zével, ha rei digwéz é kreiz hé holl zen̄t.
33. N’em eûz c’hoan̄téet digan̄t dén nag aour, nag arc’han̄t, na diḻad :
34. Ha c’houi a oar hoc’h-unan pénaoz ann daouarn-man̄ hô deûz va bastet eûz a gémen̄t em boa ézomm, hag ivé ar ré a ioa gan-én̄.
35. Diskouézet em eûz d’é-hoc’h pép-trâ, ha pénaoz eo réd kén-nerza ar ré wân dré al labour, ha kaout koun eûz ar geriou-man̄ en deûz lavaret ann Aotrou Jézuz hé-unan : Muioc’h a zudi zô ô rei égéd ô tigémérout.
36. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, en em daolaz war hé zaoulin hag é pédaz gan̄t-hô holl.