Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/543

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
541
obériou ann ébestel.

doa c’hoan̄t da c’houzout évit-gwîr pérâg ar Iuzevien a damallé anézhan̄, é lékéaz hé ziéréa ; hag ô véza gourc’hémennet d’ar véleien ha d’ann holl alierien en em strolla, é tigémennaz Paol, hag é lékéaz anézhan̄ dira-z hô.


————
XXIII. PENNAD.


1. Paol ô sellout stard oud ann alierien, a lavaraz : Tûd, va breûdeûr, bétég hiriô em eûz servichet Doué gan̄t koustian̄s vâd.

2. Hôgen Ananiaz Prin̄s ar véleien a c’hourc’hémennaz d’ar ré a ioa tôst d’ézhan̄ skei war hé c’hénou.

3. Neûzé Paol a lavaraz d’ézhan̄ : Doué a skôi gan-éz da-unan, môger gwennet. Râg azézet oud aman̄ évit va barnout hervez al lézen, hag a-éneb al lézen é c’hourc’hémennez skei gan-én̄.

4. Hag ar ré a ioa énô a lavaraz d’ézhan̄ : Ha drouk-pidi a réz gan̄t Bélek-brâz Doué ?

5. Ha Paol a lavaraz : Na wienn két, va breûdeûr, pénaoz é oa ar Bélek-brâz ; râk skrived eo : Na zroukpédi két gan̄t Prin̄s da bobl.

6. Hôgen Paol ô c’houzout pénaoz lôd a ioa Sadduséed, ha lôd all Farizianed, en em lékéaz da gria er stroll : Tudou, va breûdeûr, Farizian ounn ha mâb Farizian : enn abek d’ar géd eûz a zazorc’hidigez ar ré varô eo é varneur ac’hanoun.

7. Ha pa en doé lavaret kémen̄t-sé é c’hoarvézaz dizunvaniez étré ar Farizianed hag ar Sudduséed, hag ar stroll en em rannaz.

8. Râg ar Sadduséed a lavar pénaoz n’éz eûz na dazorc’hidigez, nag éal, na spéred : hôgen ar Farisianed a an̄sav ann eil hag égilé.

9. Eunn trouz brâz a zavaz neûzé. Hag hiniennou eûz ar Farizianed en em lékéaz da striva ô lavarout : Na gavomp kéd a zroug enn dén-zé. Ha na hell kéd eur spéred, pe eunn éal béza komzed out-han̄ ?

10. Hag ô véza ma kreské ar reûstl, ar C’habitan, gan̄d aoun na vé Paol dispennet gan̄t-hô, a c’hourc’hémennaz lakaat soudarded da zon̄t, évid hé denna eûz hô c’hreiz, hag hé gâs d’ar c’hastel.

11. Hôgen enn nôz war-lerc’h ann Aotrou oc’h en em ziskouéza d’ézhan̄, a lavaraz d’ézhan̄ : Béz kalounek ; râk ével ma éc’h eûz douget testéni ac’hanoun é Jéruzalem, ével-sé eo red ivé é tougfez testéni ac’hanoun é Rom.

12. Pa oé deûed ann deiz, eur Iuzéô-bennâg en em unvanaz, hag a réaz lé étre-z-hô pénaoz na zebrchen̄t na na évchen̄t, kén n’hô divijé lazet Paol.

13. Ouc’h-penn daou-ugen̄t dén é oan̄t, péré hô doa gréat al lé-zé.

14. Hag éz éjon̄t da gavout Prin̄sed ar véleien hag ann hénaoured, hag é léverchon̄t d’ézhô : Gréad hon eûz lé na dan̄vimp nétrâ, kén n’hor bézô lazet Paol.

15. Pédid éta c’houi ar C’habitan eûz a berz ann alierien, d’hé zigaz d’é-hoc’h, ével évid anaout gwelloc’h hé c’hrâ. Ha nî abarz ma tôstai, a vézô daré d’hé laza.

16. Hôgen mâb c’hoar Paol ô véza klevet mének eûz al lé-zé, a zeûaz d’ar chastel, hag hé rôaz da c’houzout da Baol.

17. Neûzé Paol a c’halvaz unan eûz ar C’han̄ténerien, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kâs ann dén-iaouan̄k-man̄ d’ar C’habitan, râg eunn dra-bennâg en deuz da ziskleria d’ézhan̄.

18. Ar C’han̄téner a géméraz ann dén-iaouan̄k, hag a gasaz anézhan̄ d’ar C’habitan, hag a lavaraz : Paol ar prizounier en deuz va fédet da zigaz d’îd ann dén-iaouan̄k-man̄, péhini en deûz eunn dra-bennâg da lavaroud d’îd.

19. Ar C’habitan ô kregi enn hé zourn, en em dennaz a dû gan̄t-han̄, hag a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄ : Pétrâ éc’h eûz-dé da ziskleria d’in ?

20. Hag hén̄ a lavaraz : Ar Iuzevien a zô en em glevet évit pidi ac’hanod da gâs Paol war-c’hoaz da stroll ann alierien, ével pa hô défé c’hoan̄t da anaout gwelloc’h ar péz a zell out-han̄.

21. Hôgen na aotré kéd d’ézhô hô