bobl-man̄, en em zidamallinn a galoun-vâd dira-z-od.
11. Râk béz’ é hellez gouzout pénaoz n’eûz kéd ouc’h-penn daouzék dervez ounn piñet da Jéruzalem évid azeûli Doué :
12. Ha n’hô deûz két va c’havet ô striva gan̄d dén, nag ô strolla ar bobl, nag enn templ, nag er sinagogou,
13. Nag é kéar : ha na hellon̄t két rei da wîr d’îd ar péz a damallon̄t d’in.
14. Hôgen hé an̄savoud a rann dira-z-od, pénaoz hervez ar sekt a hanvon̄t hérézi, é servichann Doué hon tadou, hag é krédann é kémen̄t a zô skrivet el Lézen hag er Proféded :
15. O c’héda é Doué, ével ma c’hédon̄t hô-unan, pénaoz é tazorc’hô ar ré vâd hag ar re fall.
16. Râk-sé é poelladann bépréd da virout va c’haloun dinam dirâk Doué, ha dirâg ann dûd.
17. Hôgen goudé meûr a vloaz ounn deûet évid ôber aluzennou d’am brôiz, hag évit kenniga va rôou ha va gwéstlou da Zoué.
18. É-kreiz ann ôbériou-zé hô deûz va c’havet glanet enn templ, héb en̄groez hag hep trouz.
19. Ha Iuzevien ann Azia eo, péré a dlié don̄d d’az kavout, ha d’am tamallout, hô doa eunn dra da lavarout em énep.
20. Hôgen lavaren̄t hô-unan ha hi hô deûz kaved enn-ounn eunn direiz-bennâg, pa ounn en em ziskouézet enn hô stroll ;
21. Némét ma tamalchen̄d d’in ar gér-man̄ em euz lavaret huel dira-z-hô : Enn abek da zazorc’hidigez ar ré varô eo ounn barnet hiriô gan-é-hoc’h.
22. Féliks ô véza klevet kémen̄t-sé, a gasaz anézhô kuît ô lavarout : Pa wézinn gwelloc’h pétrâ eo ar sekt-zé, ha pa vézô deûet ar C’habitan Lisiaz, neûzé é klevinn ac’hanoc’h.
23. Neûzé é c’hourc’hémennaz da eur C’han̄téner diwalloud anézhan̄, hag hé lézel é péoc’h, hép miroud out-han̄ na vijé servichet gan̄d hé dûd.
24. Hôgen eunn nébeûd dervesiou goudé, Féliks, gan̄d Drusilla hé c’hrég, péhini a ioa Iuzévez, a réaz kerc’hout Paol, hag é sélaouaz ar péz a lavaraz d’ézhan̄ diwar-benn ar feiz é Jézuz-Krist.
25. Hag ô véza ma prézégé d’ézhan̄ diwar-benn ar wirionez, ar glanded, hag ar varn da zon̄t, Féliks leûn a spoun̄t a lavaraz d’ézhan̄ : A-walc’h eo évit bréma, kéa-kuît. Pa vézô préd é galvinn ac’hanod.
26. Hag ô véza ma venné é rôjé Paol arc’han̄t d’ézhan̄, é c’halvé aliez anézhan̄, hag é komzé gan̄t-han̄.
27. Hôgen a-benn daou vloaz é teûaz Porsiuz Festuz é léac’h Féliks. Ha Féliks gan̄t c’hoan̄t da ôber dudi d’ar Iuzevien, en doa lézet Paol er prizoun.
1. Festuz éta ô véza arruet er provin̄s, a zeûaz goudé tri dervez eûz a Zézaréa da Jéruzalem.
2. Neûzé Prin̄sed ar véleien hag ar ré-gen̄ta eûz a douez ar Iuzevien a zeûaz d’hé gavout, évit tamallout Paol dira-z-han̄ ;
3. Hag é c’houlennen̄t digan̄t-han̄ ével eunn trugarez, ma lakajé anézhan̄ da zon̄d da Jéruzalem, ô véza m’hô doa c’hoan̄t da aoza spiou war ann hen̄t évid hé laza.
4. Hôgen Festuz a respoun̄taz pénaoz Paol a oa dalc’het e Sézaréa, é péléac’h éz ajé hén̄ abarz némeûr.
5. Râ zeui éta, émé-z-han̄, gan-én̄ ar ré vrâz ac’hanoc’h : ha mar d-eûz eunn dra-bennâg a zroug enn dén-zé, râ damallin̄t anézhan̄.
6. Goudé béza choumet gan̄t-hô eiz pé dék dervez d’ar-muia, e tiskennaz da Zézaréa ; hag an̄trônôz éc’h azézaz war hé gador-varner, hag é rôaz urs da zigas Paol.
7. Ha pa oé kaset, ar Iuzevien a oa deûed eûz a Jéruzalem en em lékéaz war hé dro, hag a damallaz Paol eûz a galz a wallou brâz, eûz a beré na hellen̄t rei merk anat é-béd.
8. Ha Paol en em zifenné ô lavarout : N’em eûz péc’het é nép doaré nag a-énep lézen ar Iuzevien, nag a-