3. O véza ma anavézez ervâd holl voasiou hag holl strivou ar Iuzevien : dré-zé az pédann da zélaoui ac’hanoun gan̄d habaskded.
4. É-kén̄ver ar vuez em eûz rénet é Jéruzalem é-kreiz ar ré eûz va bobl aba ma oann iaouan̄k, anavézet eo gan̄d ann holl Iuzevien.
5. Gouzoud a réon̄t (mar fell d’ézhô dougen testéni) pénaoz em eûz bévet ével eur Farizian hervez ar sekt ar gwella priset eûz hor gréden.
6. Ha bréma, ô véza ma c’hédann ar gér en deûz rôed Doué d’hon tadou, ounn digaset aman̄ évit béza barnet :
7. Gér eûz a béhini hon daouzék breûriez, péré a zervich Doué nôz deiz, a c’héd ar zévénidigez. Diwar-benn ar c’héd-zé eo, ô Roué, ounn tamallet gan̄d ar Iuzevien.
8. Ha c’houi a venn é vé diskréduz é tazorc’hfé Doué ar ré varô ?
9. Ha mé ivé em boa krédet pénaoz é oa réd d’in ôber kalz a draou a-énep hanô Jézuz a Nazaret.
10. Kémen̄t-sé ivé em eûz gréat é Jérusalem, ha kalz a zen̄t em eûz serret er bac’hiou, goudé béza bét rôed d’in ar galloud gan̄t Prin̄sed ar veleien : ha pa oan̄t lazet, é rôenn va barn enn hô énep.
11. Aliez ounn bét enn holl zinagogou, hag ô kastiza anézhô hô rédienn da gomza a-énep Doué. Hag ô kounnari mui-oc’h-vui enn hô énep, ec’h heskinenn anezhô bétég er c’heriou a-ziavéaz.
12. Pa’z éann éta er rât-zé da Zamaz, gan̄d galloud ha kannadur a berz Prin̄sed ar véleien,
13. Pa édonn enn hen̄t, ô Roué, é wéliz é-kreiz ann deiz ô lugerni eûz ann én̄v eur c’houlaouen skédusoc’h égéd hini ann héol, a gelc’hiaz ac’hanouon, hag ar ré holl a ioa gan-én̄.
14. Ha goudé ma oemp holl kouézet d’ann douar, é kleviz eur vouéz a lavaré d’in é iéz Hébré : Saul, Saul, pérâg éc’h heskinez-té ac’hanoun ? Fall eo d’îd herzel oud ar broud (M).
15. Ha mé a lavaraz : Piou oud-dé, Aotrou ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Mé eo Jézuz péhini a heskinez.
16. Hôgen saô hag en em zalc’h war da dreid ; râg en em ziskouézet ounn d’îd, évid da lakaad da zervicher ha da dést eûz ann traou éc’h eûz gwélet, hag eûz ar ré a ziskouézinn d’îd ;
17. Oc’h da zieûbi eûz ar bobl-man̄, hag eûz ar Jen̄tiled, étrézék péré é kasann ac’hanod bréma,
18. Évid digeri hô daou-lagad, ma teuin̄t da zistrei eûz ann dévalien d’ar goulou, hag eûz a c’halloud Satan da Zoué ; ha ma tigémérin̄t, dré ar feiz hô dévézô enn-oun, ann distaol eûz hô féc’héjou, ha lôd é digwéz ar zen̄t.
19. Goudé-zé, Roué Agrippa, na énébiz kéd oud gwélédigez ann Én̄v :
20. Hôgen diskleriet em eûz da-gen̄ta d’ar ré a zô é Damaz, ha goudé d’ar ré a zô é Jéruzalem, hag enn holl Judéa, hag ivé d’ar Jen̄tiled, pénaoz é oa réd ôber pinijen, ha distrei ouc’h Doué, oc’h ôber ôbériou mâd a binijen.
21. Chétu pérâg ar Iuzevien, o véza krôget enn-oun enn templ, a glaskaz ann tû d’am laza.
22. Hôgen gan̄d ar skoazel en deûz Doué rôed d’in, ounn choumet bétég hiriô, ô testénia dirâg ar ré vihan ha dirâg ar ré vrâz, hag ô lavarout nétrâ néméd ar péz hô deûz diouganet ar Broféded ha Moisez, a dlié da c’hoarvézout ;
23. Da lavaroud eo pénaoz é c’houzan̄vché ar C’hrist, hag é vijé ar c’hen̄ta a zazorc’hfé euz a-douez ar ré varô, hag a rôjé da anaout ar goulou d’ar bobl-man̄ ha d’ar Jen̄tiled.
24. Ha pa lavaré kémen̄t-sé, évid en em zifenni, Festuz a lavaraz gan̄d eur vouéz kré : Diskian̄ta a réz, Paol ; da zeskadurez vrâz az laka da ziskian̄ta.
25. Ha Paol a respountaz : Na ziskian̄tann két, ô Festuz mâd-meûrbéd, hôgen geriou gwîr ha skian̄tuz a lavarann.
26. Râg ar Roué a oar ervâd kémen̄t-man̄, ha mé a gomz dira-z-han̄ gan̄t fisian̄s, ô véza ma ouzoun pénaoz n’eûz nétrâ a guzet eûz a gémen̄t-man̄ out-han̄. Râk nétrâ eûz ann traou-zé n’eo c’hoarvézet é-kûz.