Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
levr ar profed isaias.

16. Hag hén̄ a wélaz pénaoz na oa mui a zén ; hag é oé souézet ô véza na zavé hini enn hé énep ; hag hé vréac’h hé-unan a zieûbaz anézhan̄, hag hé reizded hé-unan a gen-nerzaz anézhan̄.

17. Râg hén̄ en deuz gwisket ar reizded ével eunn hobrégon, hag ar zilvidigez ével eunn tôk-houarn ; ével eur zaé é wisk hé ven̄jan̄s, ével gan̄d eur van̄tel en em c’hôlô gan̄d hé oaz.

18. En em ven̄ji a rai, kastiza a rai enn hé vuanégez ar ré a stourm out-han̄, ôber a rai d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t, disteûrel a rai d’ann énézi hervez hô ôberiou.

19. Ar ré a zô war-zû ar c’hûs-héol a zoujô hanô ann Aotrou, hag ar ré a zô war-zû ar sâv-héol, hé c’hloar ; pa zeûi ével eur ster c’harô lusket gan̄t spéred ann Aotrou ;

20. Pa zeûi eûz a Zion eunn daspréner, d’ar ré eûz a Jakob péré a zistrôi eûz hô fallagriez, émé ann Aotrou.

21. Chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t-hô, émé ann Aotrou ; va spéred, péhini a zô enn-od, ha va gériou, péré em euz lékéat enn da c’hénou, n’az ain̄t két kuît eûz da c’hénou, nag eûz a c’hénou da wenn, nag eûz a c’hénou gwenn da wenn, éme ann Aotrou, da vikenn.


————


LX. PENNAD.


Gloar iliz ann Aotrou.


1. Sâv, lûc’h, Jéruzalem ; râk deûed eo da c’houlou, ha gloar ann Aotrou a zô savet war-n-od.

2. Râk chétu ann dévalien a c’hôlô ann douar, hag ann amc’houlou ar boblou ; hogen ann Aotrou a zavô war-n-od, hag hé c’hloar a vézô gwélet enn-od.

3. Hag ar brôadou a valéô enn da c’houlou, hag ar rouéed é skéd da zâv.

4. Saô da zaoulagad enn-drô d’id, ha gwél ; ar ré-zé holl en em stroll, hag a zeû d’az kavout ; da vipien a zeûi a bell, ha da verc’hed a zavô a bép tû d’id.

5. Neûzé é wéli, hag é vézô brâz da lévénez ; da galoun a vézô souézet hag a dridô, pa drôi étrézég enn-od madou brâz ar môr, pa zeûi pinvidigézou ar brôadou d’az kavout.

6. Eul lôd brâz a gan̄valed a c’hôlôi ac’hanod, drémédaled Madian hag Éfa. Ar ré holl eûz a Zaba a zeûi, ô kâs did aour hag ézan̄s, hag oc’h embanna meûleûdiou ann Aotrou.

7. Holl zén̄ved Sédar en em strollô enn-od, tourzed Nabajot a zervichô d’id ; kenniget é vézin̄t war va aoter a drugarez, ha mé a leuniô a c’hloar tî va meûrded.

8. Piou eo ar ré-man̄ péré a nîch ével koabrennou, hag ével koulmed a zistrô d’hô c’houldri ?

9. Râg ann énezi a c’hortoz ac’hanoun, ha listri ar môr ivé pell-zô, évid digas da vugalé a bell, hag hô arc’han̄t hag hô aour gan̄t-hô, é hanô ann Aotrou da Zoué, ha san̄t Israel, péhini en deûz da garget a c’hloar.

10. Bugalé ann diavésidi a zavô da vuriou, hag hô rouéed é zervichô ac’hanod : râg em buanégez em eûz skôet gan-éz, hag em madélez em eûz bét truez ouz-id.

11. Da bersier a vézô digor bépréd ; na vézin̄t serret na deiz na nôz, évit ma vézô digaset d’id pinvidigézou ar broadou, ha ma teûi hô rouéed d’az kavout.

12. Râg ar vrôad hag ar rouan̄télez ha na zervichô két ac’hanod a iélô-da-nétra ; hag ar brôadou-zé a vézô gwastet ével eunn distrô.

13. Gloar al Liban a zeûi enn-od, ar sapr, hag ar beuz, hag ivé ar gwéz-pîn, évit kin̄kla léac’h va san̄tuar ; ha mé a lakai da véza énoret léac’h va zreid.

14. Bugalé ar ré hô dôa da vuéléet a zeûi d’az kavout enn eur stôui, hag ar ré holl péré a zrouk-komzé gan-éz a azeûlô roudou da dreid, hag a c’halvô ac’hanod kéar ann Aotrou, Sion san̄t Israel.

15. O véza ma oud bét dilézet, ha kaséet, ha na dréméné dén dré-z-oud, é likiinn ac’hanod é gloar enn holl gan̄tvédou, hag é lévénez enn holl rummou.