1. Paol galvet Abostol Jézuz-Krist dré ioul Doué, ha Sosténez hé vreûr,
2. Da Iliz Doué a zô é Korin̄t, d’ar ré en deûz san̄télet Jézuz-Krist, hag en deûz galvet da véza sen̄t ; ha d’ar ré holl, e pé léac’h-bennâg ma’z in̄t, hag a c’halv hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini a zô hô Aotrou ével hon hini.
3. Ra zeûi d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.
4. Trugarékaad a rann va Doué bépréd évid-hoc’h, enn abek da c’hrâs Doué, en deûz rôed d’é-hoc’h é Jézuz-Krist ;
5. Eûz ann holl vadou a béré en deûz hô karget enn-han̄, eûz a bép gér, hag eûz a bép gwiziégez :
6. Ével ma eo krétéet testéni ar C’hrist enn-hoc’h.
7. Enn hévélep doaré na ziouérit grâs é-béd, ô véza war-c’héd eûz a ziskleriadur hon Aotrou Jézuz-Krist ;
8. Péhini a gen̄dalc’hô ac’hanoc’h hép gwall bétég ann divez, é deiz donédigez hon Aotrou Jézuz-Krist.
9. Doué, dré béhini oc’h bét galvet é kévrédigez hé vâb Jézuz-Krist hon Aotrou, a zô gwirion.
10. Hôgen hô pidi a rann, va breûdeûr, dré hanô hon Aotrou Jézuz-Krist, da gaoud holl eunn hévélep lavar, ha na vézet két a zizunvaniez étré-z-hoc’h : hôgen bézid unvan kévret enn eunn hévélep skian̄t, hag enn eunn hévélep ménoz.
11. Râk rôed eo bét da anaoud d’in, va breûdeûr, gan̄d ar ré eûz a di Kloé, pénaoz éz eûz strivou enn hô touez.
12. Ar péz a fell d’in da lavaroud eo, pénaoz pép-hini ac’hanoc’h a lavar : Évid-oun-mé a zô da Baol, ha mé da Apollo ; ha mé da Géfaz ; ha mé d’ar C’hrist.
13. Ha rannet eo ar C’hrist ? Ha Paol eo a zô bét lékéad oud ar groaz évid-hoc’h ? Pé badézet oc’h-hu bét é hanô Paol ?
14. Mé a drugaréka Doué ô véza n’em eûz badézet hini ac’hanoc’h, némét Krispuz ha Kaiuz :
15. Évit na lavarô dén pénaoz oc’h bét badézet em hanô.
16. Badézet em eûz c’hoaz ar ré eûz a di Stéfanaz : na ouzonn két em bé badézet hini all é-béd.
17. Râg ar C’hrist n’en deûz két va c’haset évit badézi, hôgen évit prézégi ann Aviel : nann é furnez ar gér, évit na vé két lékéad didalvez kroaz ar C’hrist.