Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/574

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
572
ken̄ta lizer san̄t paol abostol

tan, évid dispenna hé gîk, ha ma vézô salved hé éné é deiz hon Aotrou Jézuz-Krist.

6. Né két mad hô fougé. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz eunn nébeût goell a laka da c’hôi ann toaz holl ?

7. Karzid ar goell kôz, évid ma viot eunn toaz nevez, ével ma’z oc’h bara dic’hoell. Râg ar C’hrist hor Pask-ni a zô bét lazet.

8. Râk-sé gréomp lîd, nann er goell kôz hag é goell ann drougiez hag ar fallagriez, hôgen er bara dic’hoell ann éeunder hag ar wirionez.

9. Skrived em eûz d’é-hoc’h enn eul lizer : N’en em veskit két gan̄d ar c’hadaled.

10. Na fell kéd din komza eûz a c’hadaled ar béd-man̄, nag eûz ar ré bîz, nag eûz ar skraperien, nag eûz ar ré a azeûl ann idolou : anéz é vijé réd d’é-hoc’h mon̄d er-méaz eûz ar béd-man̄.

11. Hôgen bréma em eûz skrived d’é-hoc’h n’en em veskit két, mar béz unan eûz ar ré a hanvit hô preûdeûr hag a vé gadal, pé bîz, pe azeûler ann idolou, pé drouk-komzer, pe vezvier, pé skraper ; na zebrit két gan̄d eunn hévélep dén.

12. Râk pérâg é varnfenn-mé ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz ? Ha né kéd ar ré a zô ébarz a hellid da varnout ?

13. Doué a varnô ar ré a zô er-méaz. Hôgen c’houi, distaolit ar fallagr-zé euz hô touez.


————
VI. PENNAD.


l. Ma en défé unan ac’hanoc’h eur striv oud eunn all, hag hén̄ a gretté hé c’hervel é barn dirâg ar ré fallagr ha nann dirâg ar ré zen̄t ?

2. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz ar Zen̄t a varnô ar béd-man̄ ? Ha mar d-eo dré-z-hoc’h é vézô barnet ar béd, ha didalvoudeg oc’h-hu é-kén̄ver barnout traou distéroc’h ?

3. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz é varnimp ann Éled hô-unan ; ken̄t-sé traou ar béd-man̄ ?

4. Ma hoc’h eûz éta eunn dra bennâg da varnout é-kén̄ver traou ar béd-man̄, kémérid évid hé varnout ar ré zistéra eûz ann Iliz.

5. Enn hô méz hel lavarann d’é-hoc’h. Ha n’eûs-hén̄ kéd enn hô touez eunn dén fûr-bennâg, hag a hellfé béza barner étré hé vreûdeûr ?

6. Hôgen ar breûr a vreûta a-éneb hé vreûr ; ha c’hoaz dirâg ann dûd diskrédik.

7. Eur péc’hed eo dijâ enn hô touez, ô véza ma hoc’h eûz breûdou ann eil ouc’h égilé. Pérâk na zigémérit-hu két ken̄toc’h ar gunuc’hen ? Pérâk na c’houzan̄vit-hu két ken̄toc’h ann touellérez ?

8. Hôgen c’houi eo a ra kunuc’hen ha touellérez, ha c’hoaz é-kén̄ver hô preûdeûr.

9. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz ar ré zisgwirion na biaouin̄t két rouan̄télez Doué ? Na faziit két : Nag ar c’hadaled, nag ann idolatred, nag ann avoultrerien,

10. Nag ar ré a ra louzdôni gan̄t-hô hô-unan, nag ar ré a ra louzdôni étré goazed, nag al laéroun, nag ar ré bîz, nag ar vezvierien, nag ann drouk-komzerien, nag ar skraperien, na biaouin̄t két rouan̄télez Doué.

11. Ha lôd ac’hanoc’h a zô bét ével-sé ; hôgen gwalc’het oc’h bét, san̄télet oc’h bét, didamallet oc’h bét, enn hanô hon Aotrou Jésuz-Krist, ha dré Spéred hon Doué.

12. Pép-trâ a zô aotréed d’in, hôgen pép-trâ n’eo két talvouduz. Pép-trâ a zô aotréed d’in, hôgen n’en em likiinn dindân galloud nétrâ.

13. Ar boéd a zô évid ar c’hôv, hag ar c’hôv évid ar boéd ; hôgen Doué a gasô-da-nétra ann eil hag égilé. Ar c’horf n’eo kéd d’ar c’hadélez, hôgen d’ann Aotrou ; hag ann Aotrou a zô d’ar c’horf.

14. Râg ével en deûz Doué dazorc’het ann Aotrou, é tazorc’hô ivé ac’hanomp dré hé ners.

15. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz hô korfou a zô izili ar C’hrist ? Ha diframma a rinn éta hé izili d’ar C’hrist, évid hô lakaad da véza izili eur c’hrek fall ? Doué ra virô.

16. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz