Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
levr ar profed isaias.

16. Té a zunô léaz ar brôadou, ha gan̄t bronnou ar rouéed é vézi maget ; ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou a zieûb ac’hanod, ha kré Jakob a zasprén ac’hanod.

17. É léac’h arem é tigasinn aour, hag é léac’h houarn é tigasinn arc’han̄t ; hag é léac’h koad, arem, hag é léac’h mein, houarn ; lakaad a rinn ar péoc’h da réna war-n-od, hag ar reizded da vléña ac’hanod.

18. Na vézô mui klévet a fallagriez enn da zouar, nag ann disman̄tr, nag ar mâc’h enn da harzou ; ann dieûb a vézô enn-drô d’as muriou, hag ar veûleûdi é-tâl da bersier.

19. N’az pézô mui ann héol évid da c’houlaoui a-héd ann deiz, na goulou al loar évid da skléraat ; hôgen ann Aotrou a vézô d’id da c’houlou peûr-baduz ; ha da Zoué a vézô da c’hloar.

20. Da héol na guzô mui, ha da loar na zigreskô mui ; râg ann Aotrou a vézô d’id da c’houlou peûr-baduz, ha deisiou da c’hlac’har a vézô éat ébiou.

21. Da bobl a vézô tûd reiz holl ; bez’ hô dévézô ann douar da-viken, hi zô ar wenn péhini em euz plan̄tet, labour va daouarn évit va meûli.

22. Ann distéra a zeûi da vîl, hag ar bihana da eur vrôad ar gréva : mé ann Aotrou a rai kémén̄t-sé enn-eunn-taol enn hé amzer.


————


LXI. PENNAD.


Prézégérez ann Aviel.


1. Spéred ann Aotrou a zô war-n-oun ; dré-zé en deûz va éôliet ann Aotrou ; va c’haset en deûz évit prézégi ann aviel d’ar ré gûn̄, évit iac’haad ar ré a zô man̄tret hô c’haloun, ha diougani hô diéréadur d’ar sklaved, hag ann dieûb d’ar ré a zô er bac’hiou.

2. Évid diougani bloavez trugarézuz ann Aotrou ha deiz ven̄jan̄s hon Doué ; évid dic’hlac’hari ar ré a lén̄v :

3. Évit prédéria ar ré eûz a Zion péré a wél ; ha rei d’ézhô eur gurunen é léac’h ludu, éôl lévénez é léac’h glac’har, eur wisk a veûleûdi é léac’h eur spéred a an̄ken ; hag é vézô galvet enn-hi tûd galloudek er reizded, plan̄tennou ann Aotrou, évid hé veûli.

4. Hag hî a leûnio a ziez al lec’hiou a oa didûd pell a ioa, hag a assavô ann dizériou kôz ; névézi a rain̄t ar c’hériou dilézet ha gwastet a bell amzer.

5. Ann diavésidi a zavô hag a vésô hô tropellou ; ha bugalé ann diavésidi a vézô da arérien ha da winiérien d’é-hoc’h.

6. Hôgen c’houi a vézô galvet béléien ann Aotrou ; servichérien hon Doué é viot hanvet ; gan̄t madou ar brôadou é viot maget, hag hô meûrded a vézô da c’hloar d’é-hoc’h.

7. É léac’h ar véz daou-blég hô lékéa da rusia, hî a veûlô hô lôd ; râk-sé é piaouin̄t enn hô douar eur gôbr daou-blég, hag hî hô dévézô eul lévénez peûr-baduz ;

8. Râk mé eo ann Aotrou péhini a gâr ar reizded, hag a gasa ar skrâb er sakrifis ; er wirionez é likiinn hô ôbériou, hag eur gévrédigez peûr-baduz a rinn gan̄t-hô.

9. Hô gwenn a vézô anavézet é-mesk ar brôadou, hag hô c’hreskou é-touez ar boblou : ar ré holl péré hô gwélô, hô anavézô évit béza ar wenn a zô bét benniget gan̄d ann Aotrou.

10. Gan̄d eul lévénez vrâz en em laouénainn enn Aotrou, ha va éné a dridô em Doué : râk va gwisket en deuz gan̄t gwiskou ar zilvidigez, va gôlôet en deûz gan̄t man̄tel ar reizded, ével eur pried kin̄klet gan̄d eur gurunen, hag ével eur brîed kaéréet gan̄d hé bragéérézou.

11. Râg ével ma laka ann douar hé hâd da zével, hag ével ma laka eul liors hé hâd da hégina, ével-sé ann Aotrou Doué a lakai da hégina hé reizded, hag hé veûleûdi dirâg ann holl vrôadou.


————


LXII. PENNAD.


Gloar Jéruzalem. Péoc’h Israel.


1. Na davinn két enn abek da Zion,