Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/580

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
578
ken̄ta lizer san̄t paol abostol

10. Dré-zé é tlé ar vaouez kaoud ar galloud war hé fenn enn abek d’ann Élez.

11. Koulskoudé n’eo kéd ar goâz héb ar vaouez ; nag ar vaouez héb ar goâz enn Aotrou.

12. Râg ével ma eo deûed ar vaouez eûz ar goâz, ével-sé ar goâz a zeû eûz ar vaouez : ha pép-trâ a zeû eûz a Zoué.

13. Barnid hoc’h-unan, mar d-eo déréad é pédfé eur vaouez héb eur wél war hé fenn.

14. Ann natur hé-unan ha na zesk kéd d’é-hoc’h pénaoz eo mézuz da eur goâz lézel hé vleô da greski :

15. Ha pénaoz eo énoruz da eur vaouez lézel hé bleô da greski, ô véza ma in̄t bét rôed d’ézhi ével eur wél ?

16. Hôgen mar kâr eûr ré béza strivuz, é livirimp pénaoz né kéd azé hor boaz, nag hini Iliz Doué.

17. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h, ha na hellann kéd hô meûli, pénaoz en em strollit, nann évid ar gwella, hôgen évid ar gwasa.

18. Râk da gen̄ta é klevann pénaoz pa en em strollit enn Iliz, éz eûz drouk-ran̄s étré-z-hoc’h, ha mé a gréd lôd eûz a gémen̄t-sé ;

19. Râk réd eo é vé ivé héréziou, évit ma vézô anavézet splann ar ré ac’hanoc’h a zô poellek-brâz.

20. Pa en em strollid éta enn eul léac’h, n’eo mui azé dibri koan ann Aotrou.

21. Râk pép-hini a gémer évid dibri hé goan hé-unan. Hag ével-sé unan en deûz naoun, hag eunn all a zô mezô.

22. Ha n’hoc’h eûz-hu kéd hô tiez évid dibri hag éva ? Pérak é faéit-hu Iliz Doué hag é mézékait ar ré n’hô deûz két péadrâ ? Pétrâ a livirinn-mé d’é-hoc’h ? Hag hô meûli a rinn-mé ? N’hô meûlann kéd eûz a gémen̄t-sé.

23. Râk gan̄d ann Aotrou eo em euz desket ar péz em eûz lavaret d’é-hoc’h, pénaoz ann Aotrou Jézuz enn nôz é péhini é oé gwerzet, a géméraz bara,

24. Hag ô véza trugarékéet, é torraz anézhan̄, hag é lavaraz : Kémérit ha débrit : ann dra-man̄ a zô va c’horf, péhini a vézô rôed évid-hoc’h ; grît kémen̄t-man̄ é koun ac’hanoun.

25. Kéméroud a réaz ivé ar c’halir, goudé béza koaniet, ô lavarout : Ar c’halir-man̄ a zô ann testaman̄t nevez ém goâd. Grîd ann dra-man̄ é koun ac’hanoun kenn aliez gwéach ma évot anézhan̄.

26. Râk kenn aliez gwéach ma tebrot ar bara-man̄, ha m’ac’h évot ar c’halir-man̄, é rôot da anaout marô ann Aotrou bété ma teuiô.

27. Ével-sé piou-bennâg a zebrô ar bara-man̄, pé a évô ar c’halir-man̄ é gwall zoaré, a vézô kabluz eûz a gorf hag eûz a c’hoad ann Aotrou.

28. En em arnodet éta ann dén hé-unan : ha debret eûz ar bara-zé, hag évet euz ar c’halir-zé.

29. Râk piou-bennâg a zebr pé a év anézhô é gwall zoaré, a zebr pé a év hé varnédigez hé-unan, ô véza na zilenn kéd ervâd korf ann Aotrou.

30. Dré-zé eo éz eûz enn hô touez kalz a dûd klan̄v ha môréduz, ha kalz hag a zô kousket.

31. Ma en em varnomp hon-unan, na vézimp két barnet.

32. Hôgen pa omb barnet enn doaré-zé, omp kastizet gan̄d ann Aotrou, évit na vézimp kéd daonet gan̄d ar béd-man̄.

33. Dré-zé, va breûdeûr, pa en em strollit évid dibri, en em c’hortozit ann eil égilé.

31. Mar en deûz naoun eur ré, debret enn hé dî, évit n’en em strollot két enn hô parnédigez. Ann traou all a reizinn, pa vézinn deûet.


————
XII. PENNAD.


1. É kén̄ver ar rôou spéréduz, va breûdeûr, na fell kéd d’in é vec’h diwiziek.

2. Gouzoud a rit pénaoz pa oac’h paganed, éz éac’h da gaout ann idolou mûd ével ma kased ac’hanoc’h.

3. Diskleria a rann éta d’é-hoc’h pénaoz dén ô komza dré Spéred Doué, na lavar argarzidigez eûz a Jézuz. Ha dén na hell lavarout pénaoz eo Jézuz