Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/581

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
579
d’ar gorin̄tied.

ann Aotrou, néméd dré ar Spéred-San̄tel.

4. Hôgen béz’ éz eûz meûr a c’hrâs, hôgen n’eûz néméd eur Spéred.

5. Béz’ éz eûz meûr a garg, hôgen n’eûz néméd eunn Aotrou.

6. Béz’ éz eûz meûr a ôbéridigez, hôgen n’eûz néméd eunn Doué, péhini a ra pép-trâ enn holl.

7. Hôgen diskleriadur ar Spéred a zô rôed da bép-hini évid ar gounid.

8. Râk unan en deûz dré ar Spéred lavar ar furnez : eunn all lavar ar wiziégez, dré ann hévélep Spéred :

9. Eunn all ar feiz dré ann hévélep Spéred ; eunn all ar c’hrâs da rei ar iéc’hed dré ann hévélep Spéred :

10. Eunn all ar galloud da ôber burzudou ; eunn all ar galloud da ziougani ; eunn all ar galloud da zilenna ar spéréjou ; eunn all ar galloud da gomza meûr a iéz ; eunn all ar galloud da ziskleria ann iézou.

11. Hôgen eunn hévelep Spéred, hag hén̄ hép-kén, eo a ra ann holl draou-zé, ô ranna étré pép-hini, ével ma kâr.

12. Râg ével ma’z eo unan hor c’horf, ha ma en deûz kalz a izili, hôgen pétrâ-bennâg ma éz eûz kalz a izili, na réon̄t koulskoudé néméd eur c’horf ; ével-sé éma ar C’hrist.

13. Râk badézet omb béd holl enn hévélep Spéred, ével pa vemb holl eur c’horf hép-kén, pé Iuzevien, pé Jen̄tiled, pe tûd sklâv, pé tûd fran̄k : hag holl hon eûz évet enn eunn hévélep Spéred.

14. Râg ar c’horf ivé né kéd eunn ézel hép-kén, hôgen meûr a ézel.

15. Mar lavarfé ann troad : Pa n’ounn kéd ann dourn, n’ounn kéd eûz ar c’horf ; ha na vé kéd évit-sé eûz ar c’horf ?

16. Ha mar lavarfé ar skouarn : Pa n’ounn kéd al lagad, n’ounn kéd eûz ar chorf ; ha na vé kéd évit-sé eûz ar c’horf ?

17. Ma vé ar c’horf holl lagad, péleac’h é vé ar c’hleved ? Ha ma vé holl kleved, péléac’h é vé ar c’houésa ?

18. Hôgen Doué en deûz lékéad ann izili er c’horf, hag hô lékéad en deûz ével ma eo felled d’ézhan̄.

19. Ma ven̄d holl eunn ézel hép-kén, péléac’h é vé ar c’horf ?

20. Hôgen bréma éz eûz meûr a ézel, ha n’eûz néméd eur chorf.

21. Hag al lagad na hell két lavaroud d’ann dourn : N’am eûz kéd a ézomm ac’hanod ; nag ivé ar penn d’ann treid : N’oc’h két réd din.

22. Hôgen enn-énep ann izili eûz ar c’horf hô deûz doaré da véza ar ré wana, a zô ar ré ar muia réd.

23. Hag izili ar c’horf a grédomp a vé ann dislébéra, é lékéomp war hô drô ar muia a énor : hag ar ré a zô hudur war hor ménô, a c’hôlôomp gan̄t mui a zéréadégez.

24. Hôgen ar ré zéréad n’hô deûz ézomm a nétrâ : ha Doué en deûz reizet ar c’horf enn hévélep doaré ma énoreur muia ar péz a zo ann nébeûta déréad,

25. Évit na vézô kéd a rann er c’horf, hôgen ma prédériô ann izili ann eil évid égilé,

26. Ha mar teû unan-bennâg eûz ann izili da gaout poan, ann holl izili hô deûz poan gan̄t-han̄ : pé mar béz énoret unan eûz ann izili, ann holl izili en em laouéna gan̄t-han̄.

27. Hôgen c’houi a zô korf ar C’hrist, hag izili ann eil égilé.

28. Ével-sé chétu ar ré en deûz lékéad Doué enn Iliz ; da gen̄ta Ébestel, d’ann eil Proféded, d’ann trédé Doktored : goudé ar ré a ra burzudou ; goudé-zé ar ré hô deûz ar c’hrâs da baréa ar ré glan̄v ; ar ré a gen-nerz ar vreûdeûr ; ar ré a rén ar ré all ; ar ré a gomz meûr a iéz ; ar ré a hell diskleria ann iézou.

29. Hag ann holl a zô Ébestel ? Hag ann holl a zô Proféded ? Hag ann holl a zô Doktored ?

30. Hag ann holl a ra burzudou ? Hag ann holl a iac’ha ar ré glan̄v ? Hag ann holl a gomz meûr a iéz ? Hag ann holl a hell diskeria ann iézou ?

31. Hôgen hô pézed hirrez évid ar gwella grasou. Ha mon̄d a rann da ziskouéza d’é-hoc’h c’hoaz eunn hen̄t gwelloc’h.


————