Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/583

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
581
d’ar gorin̄tied.

13. Dré-sé ann hini a gomz eunn iéz disanaf, pédet évit ma hellô béza trôet.

14. Râk mar pédann enn eunn iéz dizanaf, va spéred a béd, hôgen va skian̄t a zô difrouez.

15. Pétrâ éta a rinn-mé ? Mé a bédô a spéred, mé a bédô ivé a skian̄t. Mé a ganô a spéred, mé a ganô ivé a skian̄t.

16. A-hen̄d-all mar meûlez a spéred, pénaoz ann hini a zô é léac’h ann dûd dister a lavarô-hén̄ Amen war da veûleûdigez, pa na oar kéd ar péz a lévérez ?

17. Da veûleûdigez évit-gwîr a zô mâd ; hôgen né hell két rei ken̄tel d’ar ré all.

18. Meûli a rann va Doué, ô véza ma komzann hoc’h holl iézou.

19. Hôgen gwell é vé gan-én̄ lavarout gan̄t va skiant-vâd pemp gér enn iliz, évid deski ivé ar re all, égét lavarout dék mil enn eunn iéz dizanaf.

20. Va breûdeûr, na vézit két bugalé évid ar skian̄t, hôgen bézit bugaligou évid ann drougiez ; ha bézit dinam évid ar skian̄t.

21. Skrived eo el lézen : Gan̄d iézou dizanaf ha gan̄d diweûz a-ziavéaz é komzinn oud ar bobl-zé, ha na glevin̄t kéd ac’hanoun, émé ann Aotrou.

22. Ével-sé ann iézou dishen̄vel n’in̄t kéd eunn arouéz évid ar ré a gréd, hôgen évid ar ré ziskrédik ; enn-énep ar galloud da ziougani né kéd évid ar re ziskrédik, hôgen évid ar ré a gréd.

23. Mar teûfé éta ann Iliz holl d’en em strolla enn eul léac’h, hag é komzfé ann holl iézou dishenvel, mar teûfé énô tûd diskrédik, ha na lavarfen̄t két pénaoz é tiskian̄tit ?

24. Hôgen mar tiouganon̄d holl, ha mar teû énô eunn dén diskrédik-bennâg, pé eunn dén diskian̄t, holl é ken̄dréc’hon̄t anézhan̄, holl é barnon̄t anézhan̄.

25. Ar péz a ioa kuzet enn hé galoun a zô dizôlôet, hag hén̄ oc’h en em strin̄ka war hé zremm a azeûlô Doué, ô lavarout pénaoz évit-gwîr éma Doué enn hô touez.

26. Pétrâ éta a livirinn-mé, va breûdeûr ? Pa’z oc’h strollet, pép-hini ac’hanoc’h a ra kanaouennou, pé a rô kélennou, pé a ra diouganou, pé a gomz eunn iéz dizanaf, pé a zisplég anézhan̄ : ra vézô gréat kémen̄t-sé é ken̄tel vâd.

27. Ma éz eûz lôd péré hô deûz ar galloud da gomza é iézou dizanaf, na vézet két ouc’h-penn daou, pe drî évid ar muia, ha ma komzin̄t ann eil goudé égilé ; ha ma vézô unan-bennâg hag a ziskleriô ar péz hô dévézô lavaret.

28. Hôgen ma n’eûz kéd a zisklerier, ra davô enn Iliz, ra gomzô out-han̄ hé-unan, hag oud Doué.

29. É-kén̄ver ar Brofeded, ra gomzô daou pé drî anézhô, ha ra varnô ar ré all.

30. Mar bez gréad eunn diskleriadur-bennâg da eunn all hag a vézô azézet, ra davô ar c’hen̄ta.

31. Râk béz’ é hellid holl diougani ann eil goudé égilé, évit ma teskô ann holl, ha ma vézô fréalzet ann holl.

32. Ha spéréjou ar Broféded a zen̄t oud ar Broféded.

33. Râk Doué né kéd eunn Doué a reûstl, hôgen eunn Doué a béoc’h, ével ma kélennann é holl Ilizou ar zen̄t.

34. Ra davô ar merc’hed enn Ilizou, râk né kéd aotréet d’ézhô komza énô ; hôgen doujuz é tléon̄t béza, hervez ma lavar al lézen.

35. Ha ma fell d’ézhô deski eunn dra-bennâg, ra c’houlennin̄t enn tî digan̄d hô ézec’h. Râk mézuz eo d’ar merc’hed komza enn Iliz.

36. Hag ac’hanoc’h eo eo deûet gér Doué ? Pé hag enn-hoc’h hép-kén eo deûet ?

37. Mar kréd eur ré é vé Profed pé spérédek, ra anavézô ar péz a skrivann d’é-hoc’h, pénaoz in̄t gourc’hémennou ann Aotrou.

38. Hôgen mar béz eur ré héb hô c’houzout, na vézô két gwézet hé-unan.

39. Dré-zé, va breûdeûr, bézit c’hoan̄tek-brâz da ziougani, ha na virit kéd oud ar ré a hellô komza é iézou dizanaf.