Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/587

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIL LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’AR GORINTIED.


————


I. PENNAD.


1. Paol, Abostol Jézuz-Krist dré ioul Doué, ha Timotéuz hé vreûr, da Iliz Doué a zô é Korin̄t, ha d’ann holl zen̄t a zô enn Akaia holl :

2. Ra vézô gan-é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

3. Ra vézô benniget Doué, Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, Tâd ann trugarézou, ha Doué ann holl fréalzidigez,

4. Péhini a zic’hlac’har ac’hanomp enn hon holl zoaniou : évit ma hellimp ivé dic’hlac’hari ar ré a zô enn doan, dré ann hévélep fréalzidigez gan̄t péhini omp fréalzet hon-unan gan̄d Doué.

5. Râg ével ma kresk gloasiou ar C’hrist enn-omp, ével-sé ivé é kresk hon dic’hlac’har dré ar C’hrist.

6. Mar bézomp doaniet eo évid hô fréalzidigez hag hô silvidigez ; mar bézomp dic’hlac’haret eo évid hô dic’hlac’har ; mar bézomp fréalzet eo évid hô fréalzidigez hag hô silvidigez, péhini a zô sévénet ô c’houzan̄vi ann hévélep gloasiou ha ma c’houzan̄vomp ;

7. Évit ma vézô stard hon espéran̄s évid hoc’h, pa ouzomp pénaoz pa hoc’h eûz hô lôd er gloasiou, hô pézô ivé hô lôd enn dic’hlac’har.

8. Râk na fell kéd d’é-omp, va breûdeûr, é vec’h héb anaout ann doan a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp enn Azia, pénaoz omb bét mac’het dreist-penn ha dreist pép ners, enn hévélep doaré ma oa kasauz ar vuez d’é-omp.

9. Hôgen nî hon eûz enn-omp hon-unan barn ar marô, évit na lakaimp két hor fisian̄s enn-omp hon-unan, hôgen é Doué, péhini a zazorc’h ar ré varô ;

10. Péhini en deûz hon tennet eûz a gémen̄d a wallou, hon tenn bépréd, hag hon tennô c’hoaz hervez ma espéromp :

11. Ha c’houi hor skoaziô ivé ô pidi évid-omp ; évit ma teûi ar c’hrâs hon eûz digéméret é azaouez meûr a hini, da véza anavézet dré ann trugarez a rai meûr a hini évid-omp.

12. Râg hor c’hloar eo testéni hor c’houstian̄s, da véza en em rénet er béd-man̄, dreist-holl enn hô kén̄ver, enn éeunder a galoun hag é gwirionez Doué, nann é furnez ar c’hîk, hôgen é grâs Doué.

13. Na skrivomp d’é-hoc’h néméd ar péz hoc’h eûz lennet hag anavézet. Ha mé a esper pénaoz hé anavézot bétég ann divez,