Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/591

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
589
d’ar gorin̄tied.

14. Râk karan̄tez ar C’hrist a vroud ac’hanomp ; hag é vennomp pénaoz mar d-eo marô unan évid ann holl, ann holl éta a zô marô :

15. Ha pénaoz ar C’hrist a zô marô évid ann holl ; évit na vévô mui ar ré a zô béô, évit-hô hô-unan, hôgen évid ann hini a zô maro ha dazorc’het évit-hô.

16. Dré-zé nî na anavézomp mui dén hervez ar c’hîk. Ha ma hon eûz anavézet ar C’hrist hervez ar chîk, n’hen anavézomp mui bréma ével-sé.

17. Ma éz eûz éta dén er C’hrist, eo eur c’hrouadur nevez ; ann traou kôz a zô tréménet : chétu pép-trâ a zô deûed da véza nevez.

18. Ha pép-trâ a zeû eûz a Zoué, pehini en deûz hon unvanet gan̄t-han̄ hé-unan dré ar C’hrist, ha péhini en deûz rôed d’é-omp ar garg a unvaniez.

19. Râk Doué en deûz unvanet ar béd gan̄t-han̄ hé-unan er C’hrist, hép tamalloud d’ézhô hô féc’héjou ; hag hén̄ eo en deûz lékéad enn-omp ar gér a unvaniez.

20. Ober a réomp éta ar garg a gannaded évid ar C’hrist, ha Doué hé-unan eo a erbéd ac’hanoc’h dré-z-omp. Ével-sé é pédann stard ac’hanoc’h é hanô ar C’hrist d’en em unvani gan̄d Doué.

21. Gréad en deûz enn abek d’é-omp é-kén̄ver ann hini na anavézé kéd ar péc’hed, é-c’hîz pa vijé bét ar péc’hed hé-unan, évit ma teûjemp gwirion eûz a wirionez Doué enn-han̄.


————
VI. PENNAD.


1. O véza éta ken-ôbérourien Doué, éc’h erbédomp ac’hanoc’h na zigémérot két grâs Doué enn-aner.

2. Râg hén̄ a lavar : Kleved em eûz ac’hanod enn amzer vâd ; da gennerzet em eûz é deiz ar zilvidigez. Chétu bréma ann amzer vâd, chétu bréma deiz ar zilvidigez.

3. Ha ni, na réomp gwall-skouér é-béd, évit na vézô két tamallet hor c’harg.

4. Hôgen é pép-trâ en em ziskouézomp hon-unan ével ministred Doué, gan̄d eunn habaskded brâz enn doaniou, enn ézommou, enn an̄keniou,

5. Er c’houliou, er bac’hiou, enn dispac’hiou, el labouriou, er beḻou, er iunou,

6. Er glan̄ded, er wiziégez, enn hirr-c’hortozidigez, er gun̄vélez, er Spéred-San̄tel, er garan̄tez gwirion,

7. Er gér a wirionez, e ners Doué, dré armou ar wirionez a zéou hag a gleiz ;

8. Dré ann énor ha, dré ann dismégan̄s ; dré ann hanô-fall ha dré ann hanô-mâd : ével touellerien, ha koulskoudé tûd gwirion ; ével tûd dizanaf, ha koulskoudé tûd anavézet ;

9. Ével tûd daré da vervel, ha chétu omb béô ; ével tûd kastizet, hag héb béza lazet ;

10. Ével tûd trist, hôgen laouen bépréd : ével tûd paour, hôgen ô pinvidikaat meûr a hini ; ével tûd hép tra é-béd, hag ô piaoua pép-trâ.

11. Hor génou a zigor évid-hoc’h, ô Korin̄tied, hor c’haloun en em léd.

12. N’oc’h két strizet enn-omp : hôgen strized oc’h enn hô pouzellou :

13. Hôgen rôid d’in eunn hévélep gôbr : komza a rann ouz-hoc’h ével out va bugalé ; lédid ivé hô kaloun.

14. Na zougit két ann hévélep iéô hag ar ré ziskrédik. Rak pé unvaniez a hell béza étré ar wirionez hag ar gaou ? Ha pé gévrédigez a zô étré ar goulou hag ann dévalien ?

15. Pé varc’had zô étré ar C’hrist ha Bélial ? Ha pé rann zô étré ann dén krédik hag ann dén diskrédik ?

16. Pé hévélédigez étré templ Doué hag ann idolou ? Râk c’houi a zô templ ann Doué béô, ével ma lavar Doué hé-unan : Mé a choumô enn-hô, hag é valéinn enn hô c’hreiz. Mé a vézô hô Doué, hag hi a vézô va fobl.

17. Dré-se tec’hid eûz a greiz ann dûd-zé, émé ann Aotrou, en em rannit diout-hô, ha na likiit kéd hô tourn war ar péz a zô dic’hlan ;

18. Ha mé hô tigémérô : mé a vézô hô tâd, ha c’houi a vézô va mipien ha va merc’hed, émé ann Aotrou holl-c’halloudek.


————