Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/603

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
601
d’ar c’halated.

c’hoaz, kén na vézô doaréet ar C’hrist enn-hoc’h,

20. Mé a garré bréma béza gan-é-hoc’h, ha kemma va mouéz ; râg é poan émounn évit komza ouz-hoc’h.

21. Livirid din, c’houi péré a fell d’é-hoc’h béza dindân al lézen, ha n’hoc’h eûs-hu két lennet al lézen ?

22. Râk skrived eo, pénaoz Abraham en deûz bét daou vab, unan eûz ar vatez, hag eunn all euz ar c’hrég fran̄k.

23. Hôgen ann hini a zô deûed eûz ar vatez, a zô ganet hervez ar c’hîk ; hag ann hini a zô deûed eûz ar c’hrég fran̄k, a zô ganet dré ar gwéstl.

24. Ann traou-man̄ a zô bét lavaret dré allégori. Râg ann diou vaouez-zé a zô daou destaman̄t. Unan anézhô a zô bét rôet war vénez Sina, ha n’é deûz ganet néméd sklaved : hag hennez eo Agar.

25. Rak Sina a zô eur ménez enn Arabia, war-harz al léac’h a zô bréma Jéruzalem, hag a zô sklâv gan̄d hé bugalé.

26. Hôgen ar Jéruzalem a zô d’ann néac’h, a zô dieûb : houn-nez eo a zô hor mamm.

27. Râk skrivet eo : Laouéna, grég vréc’han̄, pa na c’hanez két : strâk, ha garm, pa na wilioudez két ; râg ann hini a zô dilézet é deûz mui a vugalé, égéd ann hini é deûz eunn ozac’h.

28. Ni a zô éta, va breûdeûr, bugalé ar gwéstl ével Izaak.

29. Hag ével neuzé ann hini a oa ganet hervez ar c’hîk a heskiné ann hini a oa ganet hervez ar spéred, ével-sé ivé é c’hoarvez bréma.

30. Hôgen pétrâ a lavar ar Skritur ? Kâs-kuît ar vatez hag hé mâb ; râk mâb ar vatez na vézô kéd da her gan̄t mâb ar c’hrég fran̄k.

31. Râk-sé, va breûdeûr, nî n’omp két bugalé ar vatez, hôgen bugalé ar c’hrég fran̄k : hag ar C’hrist eo en deûz hon dieûbet dré ar fran̄kiz-zé.


————
V. PENNAD.


1. Choumid enn hô sâ, ha n’en em likit mui dindân iéô ar sklavérez.

2. Chétu mé Paol é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ma likiid hoc’h enwada, ar C’hrist na dalvézô nétrâ d’é-hoc’h.

3. Hag oc’h-penn é tiskleriann da gémen̄d dén a lakai hé enwada, pénaoz é tlé miroud al lézen holl.

4. C’houi péré a fell d’é-hoc’h béza didamallet gan̄d al lézen n’hoc’h eûz mui hô lôd er C’hrist, kouézed oc’h eûz ar c’hrâs,

5. Hôgen nî, dré ar feiz eo é c’hédomp digéméroud ar wirionez a berz ar Spéred-San̄tel.

6. Râg é Jézuz-Krist, nag ann enwad, nag ann dienwad na dâl nétrâ, hôgen ar feiz a zeû eûz ar garan̄tez.

7. Mâd é rédac’h ; piou en deûz mired ouz-hoc’h na zen̄tac’h oud ar wirionez ?

8. Ann ali-zé na zeû kéd eûz ann hini en deûz hô kalvet.

9. Eunn nébeût goell a lakâ da c’hôi ann holl doaz :

10. Géda a rann eûz a vadélez ann Aotrou, pénaoz n’hô pézô kéd a vénosiou all némét va ré ; hôgen néb a en̄krez ac’hanoc’h, a zougô ar varnidigez, piou-bennâg é vézô.

11. Ha mé, va breûdeûr, mar prézégann c’hoaz ann enwad, pérâg é c’houzan̄vann-mé c’hoaz ann heskinou ? Gwall-skouér ar groaz a zô éta éad-da-nétra ?

12. A-ioul é vé diskolpet ar ré a héskin ac’hanoc’h.

13. Râk c’houi, va breûdeûr, a zô galvet er fran̄kiz : hôgen likid évez na zeûfé kéd ar fran̄kiz-zé da abek d’é-hoc’h da véva hervez ar c’hîk ; hôgen en em zervichit ann eil égilé gan̄t karan̄tez ar Spéred.

14. Râg ann holl lézen a zô dalc’het er gér-man̄ hép-kén : Karoud a ri da nésa ével-d-od da-unan.

15. Ma en em grogit, ma en em zibrit ann eil égilé, likid évez n’en em wastac’h ann eil égilé.

16. Hé lavaroud a rann éta d’é-hoc’h : Kerzid er Spéred, ha na zévénot két ioulou ar c’hîk.

17. Râg ar c’hîk a c’hoan̄ta a-éneb ar spéred, hag ar spéred a-énéb ar c’hîk ; hag ann eil a zô énébour d’é-