Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/604

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
602
lizer san̄t paol abostol d’ar c’halated.

gilé : enn hévélep doaré na rit két ar péz a garrac’h.

18. Mar d-oc’h rénet gan̄d ar Spéred, n’émoc’h kéd dindân al lézen.

19. Hôgen ôberiou ar c’hîk a zô anat, ha c’hétu hî : Ar c’hadélez, al lousdôni, al likaouérez, ann oriadez,

20. Azeûlidigez ann idolou, ar gon̄tammérézou, ann énébiézou, ar reustlou, ann hérésiou, ann drougiézou, ar strivou, ann droulan̄sou, ann héréziou,

21. Ar gwariziou, al lazérézou, ar merven̄tiou, ann dirollou, ha traou all hén̄vel : ha mé a ziougan d’é-hoc’h, ével ma em eûz diouganet, pénaoz ar ré a ra ann hévélep traou, na vézin̄t kéd héred rouan̄télez Doué.

22. Hogen frouez ar Spéred eo ar garan̄tez, al lévénez, ar péoc’h, ann habaskded, ann hégaradded, ar vadélez, ann hîr-c’hortozidigez,

23. Ar gun̄vélez, ar feiz, ar poell, ann dalc’h, ar glanded. N’eûz kéd a lézen a-éneb ann hévéleb ôberiou-zé.

24. Hôgen ar ré a zô d’ar C’hrist, hô deûz staget hô c’hîk oud ar groaz, gan̄d hé wallou, hag hé wall-ioulou.

25. Ma vévomp dré ar spéred, é kerzomb ivé dré ar spéred.

26. Na c’hoan̄taomp két ar c’hloar wân, oc’h en em vrouda ann eil égilé, oc’h en em hérézi ann eil égilé.


————
VI. PENNAD.


1. Va breûdeûr, mar béz kouézet eur ré dré douellérez enn eur péc’hed-bennâg, c’houi, péré a zô spéréduz, kélennit-hén̄ gan̄d eur spéred a gun̄vélez, pép-hini ô selloud out-han̄ hé-unan, gan̄d aoun na vé temptet.

2. Dougit bec’hiou ann eil égilé ; ével-sé é sévénot lézen ar C’hrist.

3. Râk ma venn eur ré é vé euun dra-bennâg, pa n’eo nétrâ, en em douell hé-unan.

4. Ra arwestô pép-hini hé labour hé-unan, ha neûzé e kavô hé c’hloar enn-han̄ hé-unan, ha nann er ré all.

5. Râk pép-hini a zougô hé véac’h hé-unan.

6. Néb a zô kélennet gan̄d ar gér, ra rôi lôd eûz hé holl vadou d’ann hini a gélenn anézhan̄.

7. Na faziit két ; na réeur kéd a c’hoab eûz a Zoué.

8. Râg ann dén a védô ar péz en dévézô hadet. Néb a hâd er c’hîk, a védô eûz ar c’hîk ar vreinadurez ; hag ann hini a hâd er spéred, a védo eûz ar spéred ar vuez peûr-baduz.

9. Na skuizomp kéd éta oc’h éber vâd ; râk ma na skuizomp két, é védimp pa vézô deûed ann amzer.

10. Dré-zé pa hon eûz ann amzer, gréomp vâd d’ann holl, ha dreist-holl d’ar ré hô deûz ann hévélep feiz gan-é-omp.

11. Gwélit pé lizer em eûz skrivet d’é-hoc’h gan̄t va dourn va-unan.

12. Râg ar ré a fell d’ézhô plijoud er c’hîk, na rédion̄t ac’hanoc’h d’en em enwada, néméd évid na c’houzan̄vin̄t kéd a heskin enn abek da groaz ar C’hrist.

13. Râg ar ré en em enwad, na viron̄t kéd al lézen ; hôgen hî a fell d’ézhô é vec’h enwadet, évit ma en em veûlin̄t enn hô kik.

14. Hôgen évidoun-mé, a ioul ma teûfenn d’en em veûli, néméd é kroaz hon Aotrou Jézuz-Krist, dré béhini ar béd a zô bét staget oud ar groaz évid-oun, ha mé évit ar béd.

15. Râg é Jézuz-Krist ann enwad nag ann dienwad na dâl nétrâ, hôgen hép-kén ar c’hrouadur nevez.

16. D’ar ré a heûliô ar reiz-zé ra vézô ar péoc’h hag ann trugarez, hag ivé da Israel Doué.

17. A-hen̄d-all na zeûi dén da en̄krézi ac’hanoun ; râk merkou ann Aotrou Jézuz a zougann war va c’horf.

18. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan̄d hô spéred, va breûdeûr. Amen.



————