Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/606

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
604
lizer san̄t paol abostol

18. Ma sklérai daou-lagad hô kaloun, évit ma wézot pétrâ eo espéran̄z hô kalvidigez, ha pétrâ eo madou ha gloar hé zigouéz é-kén̄ver ar zen̄t :

19. Ha péger braz eo hé c’halloud enn-omp-ni, péré a gréd hervez hé c’halloud hag hé ners,

20. En deûz diskouézet er C’hrist, oc’h hé zazorc’hi eûz a douez ar ré varô, hag oc’h hé lakaad enn tu déou d’ézhan̄ enn Én̄vou ;

21. Dreist pép prin̄sélez, ha pép galloud, ha pép ners, ha péb aotrouniez, ha péb hanô a hanveur, nann hép-kén er béd-man̄, hôgen ivé enn hini da zon̄t.

22. Lékéad en deûz pép-trâ da bléga dindân hé dreid, hag hé rôed en deûz da benn d’ann Iliz holl,

23. Péhini eo hé gorf, hag hé leûnder, hén̄ péhini a zeû da leûnia ann holl enn holl.


————
II. PENNAD.


1. Hén̄ eo en deûz hô lékéad da véva a nevez, pa oac’h marô enn hô kwallou hag enn hô péc’héjou,

2. É péré é kerzac’h ken̄t hervez boaz ar béd-man̄, hervez prin̄s galloud ann éar, ar spéred-zé, péhini a labour bréma war ar ré zifeiz.

3. É péré omb bét ivé holl ken̄t é ioulou hor c’hik, oc’h ôber c’hoan̄t ar c’hik hag hor ménosiou ; hag é oamp dré hon natur bugalé ar vuanégez, ével ar ré all.

4. Hôgen Doué, péhini a zô pinvidig é trugarez, dré ann abek d’ar garan̄tez vrâz en deûz bét évid-omp,

5. Pa édomp marô dré hor péc’héjou, en deûz hol lékéad da gen-véva er C’hrist (dré c’hrâs péhini oc’h bét salvet),

6. Hag en deûz hor c’hen-zazorc’het, hag hol lékéad da gen-azéza enn Én̄vou é Jézuz-Krist ;

7. Évit ma tiskouézché enn amzeriou da zon̄t ar madou founnuz eûz hé c’hrâs, dré ar vadélez en deûz béd évid-omb é Jézuz-Krist.

8. Râk dré ar c’hrâs eo oc’h bét salvet gan̄d ar feiz ; hag ann dra-zé na zeû kéd ac’hanoc’h ; râg eur rô eo eûz a Zoué :

9. Na zeû kéd eûz hon ôberiou, évit n’en em veulô dén.

10. Râg hé labour omp, ô véza bét krouet é Jézuz-Krist enn ôberiou mâd en deûz aozet Doué, évit ma kerzchemp enn-hô.

11. Dré-zé hô pézet koun pénaoz, ô véza ma oac’h Jen̄tiled ken̄t er c’hîk, hag eûz ar ré a c’halved dienwadet, é kemm eûz ar ré a c’halved enwadet, dré ann abek d’ann enwad gréat er c’hîk gan̄d ann dourn ;

12. N’ho poa két neûzé a lôd er C’hrist ; rannet é oac’h eûz a unvaniez Israel : diavésidi é oac’h é-kén̄ver ar gévrédigézou, héb espéran̄s é gér ann Aotrou, hag hép Doué er béd-man̄.

13. Hôgen bréma pa émoc’h é Jézuz-Krist, c’houi, péré ken̄t a oa pell, oc’h deûed tôst dré c’hoâd ar C’hrist.

14. Râg hén̄ eo hor péoc’h, péhini, eûz a zaou en deûz gréad unan, péhini en deûz torret enn hé gîk ar vôger kreiz, a ioa da gasôni dézhô ;

15. Péhini dré hé gélénnadurez en deûz torret lézen ar c’hourc’hémennou, évid ôber eûz a zaou enn-han̄ hé-unan, eunn dén nevez hép-kén, ô lakaad ar péoc’h ;

16. Hag évid hô unvani hô daou gan̄d Doué enn eur c’horf hép-kén dré hé groaz, ô laza enn-han̄ ar gasôni.

17. Ével-sé eo deûet hag en deûz prézéget ar péoc’h, ha d’é-hoc’h péré a oa pell, hag ivé d’ar ré a oa tôst.

18. Râk-sé dré-z-han̄ eo hon eûz digémer ann eil hag égilé étrézég ann Tâd enn eunn hévélep Spéred.

19. N’oc’h mui éta diavésidi ha divrôidi ; hôgen ken-vourc’hisien ar Zen̄t oc’h, ha mévellou Doué :

20. Pa oc’h savet war ziazez ann Ébestel hag ar Broféded, hag é Jézuz-Krist, péhini a zô hé-unan ar c’hen̄ta méan-korn ;

21. War béhini eo diazézet ann tî holl, hag é sâv ével eunn templ san̄tel d’ann Aotrou :

22. Ha péhini a gen-zavit ivé, c’houi, ével eunn ti da Zoué dré ar Spéred-San̄tel.


————