Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/607

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
605
d’ann éfézied.


III. PENNAD.


1. Dré-zé eo ounn deûet, mé Paol, da véza sklâv Jézuz-Krist évid-hoc’h, Jen̄tiled ;

2. Râk kleved hoc’h euz héb arvar pénaoz en deûz Doué rôed hé c’hrâs din évid hé disteûrel d’é-hoc’h ;

3. Pénaoz eo diskleried d’in dré ziougan ann disgwél-zé, ével ma em euz skrivet d’é-hoc’h a-raog é berr gomsiou ;

4. Dré bétrâ é hellit anaout, oc’h hé lenna, ar poell em eûz eûz a vister ar C’hrist,

5. Péhini n’eo két bét anavézet enn amzeriou all gan̄t bugalé ann dûd, ével ma eo diskleriet bréma gan̄d ar Spéred-San̄tel, d’hé Ébestel san̄tel, ha d’ar Broféded ;

6. Pénaoz ar Jen̄tiled a zô ken-héred, ken-gorfek, ha ken-lôdek é gér Doué é Jézuz-Krist dré ann Aviel,

7. Eûz a béhini ounn bét gréat ar ministr, hervez ar rô eûz a c’hrâs Doué, a zô bét rôed d’in hervez nerz hé c’halloud.

8. Rôed eo béd éta din, mé péhini a zô ann distéra eûz ar zen̄t holl, ar c’hrâs da brézégi d’ar Jen̄tiled pinvidigézou diboelluz ar C’hrist,

9. Ha da ziskleria d’ann holl péger kaer eo ar reiz eûz ann disgwél kuzet adalek derou ann amzeriou é Doué, péhini en deûz krouet pép-trâ :

10. Évit ma vézô anad dré ann Iliz d’ar brin̄sélézou ha d’ar c’halloudou eûz ann Én̄vou, Doué é meur a dra dishen̄vel,

ll. Hervez ar ménoz a-viskoaz en deûz sévénet é Jézuz-Krist hon Aotrou ;

12. É péhini hon eûz fisian̄s, hag é krédomp tostaad out-han̄, dré ar feiz hon eûz enn-han̄.

13. Dré-zé na zigalounékait két, mé hô péd, oc’h va gwélout enn en̄krez évid-hoc’h : hô kloar eo kémen̄t-sé.

14. Râk-sé eo é plégann va daoulin dirâk Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist,

15. Eûz a béhini é kémer hé hanô ann holl dadélez a zô enn Én̄v ha war ann douar,

16. Évit m’hô lakai hervez madou hé c’hloar da grévaat enn dén a-ziabars dré ners hé Spéred :

17. Ma lakai ar C’hrist da choum dré ar feiz enn hô kalounou ; évit, goudé ma viot bét grisiennet ha diazézet er garan̄tez ;

18. Ma hellot poella gan̄d ann holl zen̄t pétrâ eo al léd, ann héd, ann uc’helded hag ann dounder,

19. Hag anaout karan̄tez ar C’hrist enn hor c’hén̄ver, péhini a zô dreist pép gwiziégez, évit ma viot leûniet hervez pép leûnder Doué.

20. Hôgen d’ann hini péhini, dré ann ners a zô gréat enn-omp, a hell ôber kals muioc’h éget kémen̄t ha ma c’houlennomp, ha kemen̄t ha ma vennomp,

21. Ra vézô ar c’hloar enn Iliz dré Jézuz-Krist, enn holl rummou é amzeriou ann amzeriou. Amen.


————
IV. PENNAD.


1. Ho pidi a rann éta stard, mé péhini a zô chadennet évid ann Aotrou, ma kerzot gan̄t pép déréadégez er c’halvédigez é péhini oc’h bét galvet,

2. Gan̄t pép vuelded, gan̄t pép kun̄vélez, gan̄t péb habaskded, oc’h en em c’houzan̄vi ann eil égilé gan̄t karan̄tez ;

3. O prédéria mirout ann unvez a Spéred dré éré ar péoc’h.

4. Eur c’horf oc’h hag eur Spéred, ével ma’z oc’h galvet enn eunn espéran̄s eûz hô kalvédigez.

5. N’eûz néméd eunn Aotrou, eur feiz, eur vadisian̄t.

6. N’eûz néméd eunn Doué Tâd ann holl, péhini a zô dreist ann holl, ha dré ann holl, hag enn-omp holl.

7. Hôgen ar c’hrâs a zô bét rôet da bép-hini ac’hanomp hervez ar c’hemm eûz a rô ar C’hrist.

8. Dré-zé eo é lavar : O véza piñet d’ann néac’h en deûz kaset sklâv ar sklavérez, ha rôed en deûz hé rôou d’ann dûd.

9. Hôgen pérag ef-hén̄ lavaret eo piñet, néméd dré ma’z eo diskennet