Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/610

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
608
lizer san̄t paol abostol d’an éfézied.

a-zirâg, ével pa hô pé choan̄t da blijoud d’ann dûd, hôgen ével mévellou ar C’hrist, oc’h ôber ioul Doué a galoun ;

7. O servicha anézhô a ioul vâd é gwél ann Aotrou, ha nann é gwêl ann dûd :

8. O c’houzout pénaoz pép-hini en dévézô digan̄d ann Aotrou ar gobr eûz ar mâd en dévézô gréat, daoust pé sklâv, pé fran̄k é vézô.

9. Ha c’houi, mistri, grîd enn hévélep trâ é-kén̄ver hô mévellou, ha na c’hourdrouzit két anézhô, ô c’houzout pénaoz éma hô Aotrou hag hoc’h hini enn Én̄vou ; péhini n’en deûz kemm é-béd évid dén.

10. Enn divez, va breûdeûr, krévait enn Aotrou, hag é ners hé holl-c’halloud.

11. Gwiskit holl armou Doué, évit ma hellot énébi out spiou ann diaoul.

12. Râk béz’ hon eûz da stourmi, nann oud ar c’hig hag oud ar goâd, hôgen oud ar prin̄sed, hag ar ré c’halloudek, out rénérien ar béd téval-man̄, hag oud ar spéréjou droug a zô enn éar.

13. Dré-zé kémérid armou Doué, évit ma hellot ôber-penn enn deiz drouk, ha choum stard é pép mâd.

14. Bézit stard éta, ha kémérid da c’houriz ar wirionez ha da harnez ann eeunder.

15. Likit boutou enn hô treid hag a aozô ac’hanoc’h da Aviel ar péoc’h.

16. Kémérid dreist-holl liren ar feiz, gan̄t péhini é hello mouga holl zarédou tanuz ann drouk.

17. Kémérid ivé tôg ar feiz, ha klézé ar spéred, péhini eo gér Doué :

18. O pidi Doué é spéred é péb amzer dré ar béden ha dré ar brézégen ; hag oc’h en em brédéria gan̄t pép striv ô pidi évid ann holl zen̄t ;

19. Hag évid-oun, évit ma vézô rôed d’in geriou, ô tigeri va genou, ma prézéginn gan̄d herder mister ann Aviel,

20. Eûz a béhini é rann al leûridigez er chadennou ; ha ma komzinn anézhan̄ gan̄d ar fran̄kiz a zô dléet.

21. Hogen évit ma wiot ar péz a zell ouz-in, hag ar péz a rann, Tikikuz, hor breûr kér, bélek féal ann Aotrou, a rôi da anaoud d’é-hoc’h pép-trâ ;

22. Hag évit-sé eo em eûz hé gaset étrézég enn-hoc’h, évit ma wézot pétrâ a c’hoarvez war-drô d’é-omp ; ha ma tizoaniô hô kalounou.

23. Ra vézô ar péoc’h d’hor breûdeûr, hag ar garan̄tez gan̄d ar feiz, digan̄d Doué ann Tâd, ha digan̄d hon Aotrou Jézuz-Krist.

24. Ra vézô ar c’hrâs gan̄d ar ré holl a gar hon Aotrou Jézuz-Krist er glanded. Amen.



————