men̄t-sé a zeûi da zilvidigez d’in, dré hô pédennou, ha dré skoazel Spéred Jézuz-Krist,
20. Gan̄d ar géd hag ann espéran̄s em eûz, pénaoz na faziinn két é nétrâ ; hôgen pénaoz ma komzann gan̄t péb herder, é vézô c’hoaz bréma meûlet er C’hrist em c’horf, daoust dré va buez, daoust dré va marô.
21. Râk Jézuz-Krist eo va buez, hag ar marô a zô eur gounid évidoun.
22. Ma choumann béô em c’hîk, é tenninn frouez euz va labour ; hag ével-sé na ouzonn pétrâ da zilenna.
23. En̄krézet ounn enn daou du : c’hoan̄t em eûz da véza dieûbet eûz va c’horf, ha da von̄t gan̄d ar C’hrist ; ar péz a zô ar gwella kalz :
24. Hôgen talvoudusoc’h eo évid-hoc’h é choumfenn em c’horf.
25. Dré-zé em eûz fisian̄s é chouminn gan-é-hoc’h, hag é chouminn pell a-walc’h évid hô kwellaen, hag évit lévénez ar feiz ;
26. Évit ma vézô brasoc’h hô trugarez é-kén̄ver Jézuz-Krist, pa’z inn adarré d’hô kwélout.
27. Likid évez hép-kén d’en em gen̄derc’hel ével ma’z eo dléet é Aviel ar C’hrist ; évit ma wélinn, mar teûann étrézég enn-hoc’h, pé ma klevinn diwar hô penn, mar choumann ezvézan̄d, pénaoz é choumit stard enn eunn hévélep spéred, hag é labourit évit feiz ann Aviel ;
28. Ha pénaoz hoc’h énébourien n’hô laka kéd da spoun̄ta ; ar péz a zô d’ézhô eunn abek a gollidigez, hôgen d’é-hoc’h eunn abek a zilvidigez, ha kémen̄t-sé dré Zoué.
29. Râg eur c’hrâs eo en deûz gréad d’é-hoc’h ar C’hrist, nann hép-kén dré ma krédit enn-han̄, hôgen ivé dré ma c’houzan̄vit évit-han̄ ;
30. O véza ma’z oc’h enn hévélep stourmou, é péré hoc’h eûz va gwélet, hag é péré é klevit émounn bréma.
1. Ma éz eûz éta eunn dizoan-bennâg er C’hrist, ma éz eûz eur fréalzidigez-bennâg er garan̄tez, ma éz eûz unvaniez er spéred, ma éz eûz karan̄tez enn trugarez,
2. Leûñit va lévénez, ô kaout ann hévélep ménosiou, ann hévélep karan̄tez, ann hévélep spéred, ann hévélep skian̄chou ;
3. Ével na réot nétrâ dré strîv pé dré fougé ; hôgen ma krédo pép-hini dré vuelded ar ré all dreist-han̄ ;
4. Ma sellô pép-hini, nann oud ar péz en deûz hé-unan, hôgen oud ar péz hô deûz ar ré all.
5. Hô pézet ann hévélep ménoz hag en deûz bét Jézuz-Krist,
6. Péhini, hag hén̄ a oa Doué enn-han̄, n’en deûz két krédet é vé eunn aloubérez évit-han̄ da véza pâr da Zoué :
7. Hôgen en em zistéréed eo hé-unan, ô kémérout aoz eur servicher, oc’h en em lakaad hén̄vel oud eunn dén, hag ô véza kéméred dré hé zoaré évid eunn dén.
8. En em izéléet eo hé-unan, ô ton̄d da véza sen̄tuz bétég ar marô, ha marô ar groaz.
9. Dré-zé eo en deûz Doué hé huéléet, hag en deûz rôed d’ézhan̄ eunn hanô, péhini a zô dreist péb hanô :
10. Évid é hanô Jézuz ma plégô pép glin enn en̄v, war ann douar, hag enn ifernou ;
11. Ha ma an̄savô pép téôd pénaoz hon Aotrou Jézuz-Krist a zô é gloar Doué ann Tâd.
12. Dré-zé, va breûdeûr kér, ével ma hoc’h eûz sen̄tet bépréd, hô pézet préder, nann hép-kén pa émounn bézan̄d enn hô touez, hôgen ivé bréma muioc’h pa ounn ezvézan̄d, da ôber hô silvidigez gan̄d aoun ha gan̄t krén.
13. Râk Doué eo a ra enn-hoc’h ann ioul hag ann ôber, hervez hé c’hrâd-vâd.
14. Hôgen grit pép-trâ hép krôzou, hag hép rendaelou :
15. Évit ma viot didamall, ha gwirion ével mipien Doué, ha dinam é-kreiz eur vrôiad diroll ha saotret : é-touez péhini é luc’hit ével goulaouennou er béd ;
16. O tougen enn-hoc’h ar gér a vuez é meûleûdi d’in é deiz ar C’hrist,