d’é-omp, ô terri al lézen a damallé ac’hanomp, hag oc’h hé staga oud hé groaz.
15. Hag ô véza dibourc’het ar brin̄sélézou hag ar c’halloudou, en deûz hô c’hased dirâg ann holl, goudé béza hô zrec’het enn-han̄ hé-unan.
16. Na varned éta dén ac’hanoc’h évid ann dibri, pé évid ann éva, pé enn abek d’ann deisiou goél, pé évid al loar nevez, pé évid ann deisiou sabbat :
17. Pa n’eo ann traou-zé néméd ar skeûd eûz ann traou da zon̄t, ha ma’z eo ar C’hrist ar c’horf.
18. Na douelled dén ac’hanoc’h, gan̄d ioul ar vuelded, gan̄d azeûlidigez ann élez, oc’h en em voun̄ta enn traou n’en deûz két gwélet, oc’h en em c’houéza gan̄t ménosiou gwân hé gik,
19. Hag hép derc’hel d’ar penn, a béhini ar c’horf holl a zô doaréet ha frammet gant koulmou ha gan̄d éréou, hag a gresk dré ar greskadurez a rô Doué d’ézhan̄.
20. Mar d-oc’h éta marô gan̄d ar C’hrist da gentéliou ar béd-man̄, pérâg oc’h-hu reizet c’hoaz ével pa vec’h béô er béd ?
21. Na zournatit két, a lévéreur d’é-hoc’h, na dan̄vait két, na dastournit két :
22. Kémen̄t-sé a zô traou hag hô dévézô holl hô divez er boaz, hervez lézennou ha kélénnadurésiou ann dûd :
23. Pétrâ-bennag hô deûz doaré ar furnez er gwall-gréden hag er vuelded, ha nann évid espernoud ar c’horf, nann enn eunn énor-bennâg évit gwalc’ha ar c’hîk.
1. Mar-d-oc’h éta dazorc’het gan̄d ar C’hrist, klaskid ar péz a zô a-ziouc’h, é péléac’h éma ar C’hrist azézet enn tu déou da Zoué.
2. Kavit-mâd ar péz a zô a-ziouc’h, ha nann ar péz a zo war ann douar.
3. Râk mârô oc’h, hag hô puez a zô kuzet gand ar C’hrist é Doué.
4. Pa en em ziskouézô ar C’hrist, péhini eo hô puez, neûzé en em ziskouézot ivé gan̄t-han̄ er c’hloar.
5. Gwanid éta hoc’h izili douarek ; gwanid ar c’hadélez, ann dic’hlanded, al lousdôni, ar gwall-ioul, ar bizôni, péré a zô azeûlidigez ann idolou :
6. Enn abek da béré é teû buanégez Doué da gouéza war vugalé ann digrédôni ;
7. É péré hoc’h eûz kerzet gwéchall, pa vévac’h enn hô c’hreiz.
8. Hôgen bréma dilézid ivé c’houi ann holl béc’hejou-zé, ar vuanégez, ar c’harven̄tez, ann drougiez, al lé-douét : ha na zeûi eûz hô kénou gér louz é-béd.
9. Na livirit kéd a c’hevier ann eil oud égile ; diwiskit ann dén kôz gan̄d hô ôberiou,
10. Ha gwiskit ann dén nevez, péhini a zô névézet enn anaoudégez, hervez skeûden ann hini en deûz hé grouet :
11. É péléach n’eûz na Jen̄til, na Iuzéô, nag enwad, na dienwad, na dén gouéz, na Sitiad, na sklâv, na frân̄k ; hôgen ar C’hrist, péhini a zô holl enn holl.
12. Gwiskid éta, ével tûd dilennet gan̄d Doué, sen̄t ha karet-mâd, kalounou trugarézuz, kun̄vélez, vuelded, poell hag habaskded :
13. En em c’houzan̄vit ann eil égilé, ha ra zistaolô pép-hini da néb en deûz gwall c’hréat enn hé gén̄ver ; ével ma en deûz Doué distaoled d’é-hoc’h, distaolid ivé.
14. Hôgen dreist-holl hô pézet ar garan̄tez, péhini eo ann éré eûz ar c’hlôkded.
15. Ra zavô enn hô kalounou péoc’h ar C’hrist, é péhini oc’h bét galvet enn eur c’horf hép-kén ; ha bézid anaoudek.
16. Gér ar C’hrist ra choumô enn-hoc’h gan̄t paodder, hag é pép furnez ; oc’h en em zeski, oc’h en em gélenna ann eil égilé gan̄t salmou, gan̄d himnou, gan̄t kanaouennou spéréduz, ô kana gan̄t grâs enn hô kalounou meûleûdiou ann Aotrou.
17. Kémen̄t trâ éta a réol, pé dré gomz pé dré ôber, grit pép-trâ é hanô